La Cordelière

Deiziad krouiñ | 1487 ![]() |
---|---|
Implij | flagship ![]() |
Anvet diwar | Order of the Ladies of the Cord, Frañsez a Asiz ![]() |
Darvoud-alc'hwez | ship launching, order, keel laying, distruj ![]() |
Urzhier | Frañsez II ![]() |
Oberataer | dugelezh Breizh ![]() |
Lec'h produiñ | Montroulez ![]() |
Lakaet er servij | 1498 ![]() |
Cause of destruction | emgann war vor ![]() |
Renet gant | Herve Porzhmoger, Jacques Guibé ![]() |
Country of registry | dugelezh Breizh ![]() |
La Cordelière - pe Marie-Cordelière - zo ul lestr-brezel a oa bet savet e porzh an Dourdu (Plouezoc'h) en 1498 ha paramantet gant Anna Vreizh, en amzer Dugelezh Breizh eta. Bravañ lestr morlu Breizh e oa. 200 kanol a oa war ar bourzh ha 1200 martolod[1].
Dont a rae an anv eus an urzh varc'hegiezh anvet Ordre de la Cordelière. Met da gentañ e oa bet roet dezhañ un anv all : La Nef de Morlaix, La Mareschalle, La Nef de la Royn. Gant Anna Vreizh avat eo e voe divadezet[2].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Etre 1501 ha 1504 edo al lestr er Mor Kreizdouar. Perzh a gemeras en droiad-brezel da Lesbos. Er c'heid amzer-se edo ar morlu saoz o rodal a-hed aodoù Breizh ha pa ziskenne bagadoù anezho e lakaent freuz ha reuz. Kement-se a c'hoarvezas adarre e miz Mezheven 1512 pa ziskennas an amiral Howards e Konk-Leon, nepell diouzh Brest, ha pa c'hwezhas an tan e maner Herve Porzhmoger. D'an 10 a viz Eost 1512, deiz gouel sant Laorañs, e oa ul lid war al lestr Marie-Cordelière, tra ma oa ar Saozon o vont da zilestrañ e Beg Lokmazhe, e penn lenn-vor Brest. Pa glevas Herve Porzhmoger, kabiten ar Marie-Cordelière, e savas an eor da vont en arbenn d'an enebourien, hag ar gouviidi bepred war bourzh.
Taer e voe an emgann. Abourzhet e voe ar Marie-Cordelière gant ul lestr saoz, ar Regent. Lakaet e voe neuze al lestr breizhat da darzhañ gant e gabiten Porzhmoger. D'ar strad ez eas an daou lestr, gant an holl dud a oa en o bourzh hag en o zouez an daou gabiten, Herve Porzhmoger ha Thomas Knyvett[3].
Klask ar peñse
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a wech eo bet furchet strad ar mor dirak mulgul Brest evit klask adkavout roudoù eus al lestr abaoe dibenn an XXvet kantved.
E Mezheven 2019 adarre e oa bet furchet goueled ar mor[4].
Kavet ez eus bet aspadennoù eus listri all en degouezhioùèse, met roud ebet eus ar Mari-Cordelière. Ur champagn all a oa da vezañ e 2020, met ampellet eo bet, abalamour da reuziad ar c'h-COViD[5].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Jean-Pierre Leguay. « Livre six - La fin de l'indépendance bretonne », in Fastes et malheurs de la Bretagne ducale (J-P. Leguay ha Hervé Martin). Ouest-France Université, 1982. P. 425
- ↑ « Le navire breton Marie La Cordelière ». http://www.culture-bretagne.net/navire-marie-cordeliere/
- ↑ En 1512, la Cordelière se sacrifiait pour sauver Brest, Ouest-France, 10 Eost 2012.
- ↑ Cordelière et Régent. Les recherches en mer reprennent lundi, Le Télégramme, 29 Mae 2019
- ↑ La Cordelière sera encore recherchée en 2022 devant le goulet de Brest, Le Télégramme, 5 Gouere 2021