Mont d’an endalc’had

Frank Bodenes

Eus Wikipedia

Frank Bodenes, bet ganet d'ar 16 Ebrel 1969 e Brest, zo ur skrivagner hag un troour brezhonek. Bevet en deus e Lambezelleg e-pad e yaouankiz ha klevet brezhoneg bemdez pa 'z ae e vamm hag e dad kenetrezo er yezh o doa desket war barlenn o mammoù, e Plougin evit e vamm hag er C'hrouaneg evit e dad. Bet eo kelenner war ar saozneg e Pikardi hag e Breizh.

Kelenn a ra brezhoneg e staj Ar Falz, hag e Plouezoc'h abaoe 2023[1]. Dimezet eo bet da Gatia Bodenes, bet renerez Sked, e Brest.

Oberennoù

Skridoù

Embannet en deus danevelloù ha barzhonegoù e Brud Nevez, Al Liamm ha Ya!.

Enorioù

2009
  • Priz kentañ ar juri e festival Kann al Loar (rann danevell e brezhoneg, tud gour) evit e zanevell Luduennig, mojenn wir.
2023
  • Priz Telenn[2] evit e varzhoneg Rodig digor[3].
  • Priz CEL Lokireg 2023 (rann skrid brezhonek) evit e zanevell Open spas lez da blas, bet embannet e Le Trégor.

Ya!

Skrivet en doa pennadoù tost bep sizhun e-barzh Ya! er bloavezhioù 2010.

Levrioù

Troidigezhioù

Liesseurt

Liammoù diavaez

Daveoù