Brest el lennegezh vrezhonek

Eus Wikipedia

Brest, ur gêr hag ur veurgêr e Gwalarn Breizh, zo bet kemeret evit degas danvez da veur a oberenn lennegel vrezhonek. Ar gêr bennañ eo evit ar embann brezhoneg abaoe ur c'hantad a vloavezhioù ivez.

Oberennoù brezhonek ha Brest taolennet enno hervez ar bloaz

1934
1966
  • Ronan Huon, Dibenn an deiz, Al Liamm. Danevell. E-barzh an dastumad danevelloù An irin glas.
  • Ronan Huon, Ar pok, Al Liamm. Danevell. E-barzh an dastumad danevelloù An irin glas.
  • Ronan Huon, Kanenn d'al Levenez, Al Liamm. Danevell. E-barzh an dastumad danevelloù An irin glas. ;1974
  • Roparz Hemon, Nenn Jani, Al Liamm, Romant. Adembannet gant Al Lanv e 2019. ((ISBN 9782916745350))
1984
2001
2003
  • Yann Bijer, Trêz ar Vari-Vorgan, Brud Nevez (Emgleo Breiz), Romant-polis. (ISBN 2867752175)
2008
2011
2019
2021

Oberourien o deus savet oberennoù brezhonek ha Brest taolennet enno

  • Jorj Abherve-Gwegen
  • Mich Beyer (1948)
  • Yann Bijer (1940)
  • Yann Gerven (1946). Yvon Gourmelon, bet ganet e Plougastell. Bet lisead ha studier e Brest.
  • Roparz Hemon (1900-1978). Ganet, desavet, kelenner-lise hag interet e Brest.
  • Ronan Huon (1921-2003). Kelenner-lise ha marvet e Brest.
  • Pierrette Kermoal (1942). Desavet hag aet da studierez e Brest.
  • Goulc'han Kervella (1950). Bet studier e Brest.
  • Laurence Lavrand. E Brest emañ o chom war he leve.

Oberennoù brezhonek ha Brest taolennet enno renket hervez ar ar prantadoù amzer deskrivet

Renad Kozh

  • Goulc'han Kervella, Gwenn, ar vorlaerez, Keit Vimp Bev, 2019. Romant evit ar grennarded.

Kent ar Brezel-bed kentañ

  • Roparz Hemon, Nenn Jani, Al Liamm, 1971, Romant.

Etre an daou vrezel hag e-pad an Dalc'hidigezh

  • Jorj Abherve-Gwegen, Morlenn, An Alarc'h, 2021. Romant.

Eil-hanterenn an XXvet kantved

  • Yann Bijer, Dindan daoulagad Meheut, Brud Nevez, Romant-polis.
  •  Yann Gerven, Brestiz o vresken, Al Liamm. Romant-polis.
  • Ronan Huon], Dibenn an deiz, Al Liamm. Danevell. E-barzh an dastumad danevelloù An irin glas.
  • Ronan Huon, Ar pok, Al Liamm. Danevell. E-barzh an dastumad danevelloù An irin glas.
  • Ronan Huon, Kanenn d'al Levenez, Al Liamm. Danevell. E-barzh an dastumad danevelloù An irin glas.
  • Pierrette Kermoal, Huñvre d'an Hollsent, Aber

Brest, kêr-benn an tiez-embann brezhonek

Embannadurioù brezhonek al Levrdi Lefournier hag al Levrdi Derrien

Gant al Levrdi Lefournier e-doug an 19vet kantved (1828-1895) e oa bet fardet moulladurioù hag embannadurioù brezhonek, un darn vras anezho levrioù relijiel (Bue ar Zent, gant Glaoda Marigo, da skouer), met ivez embannadennoù Gabriel Milin, Amable Troude ha Lan Inizan. Staliet e oa ar stal er Straed Siam. Un dornlevr evit lenn ar brezhoneg a embannas Lefournier e 1828 [1]. Kentañ testenn skiantel moarvat eo an hini m'o deus embannet e 1848, Studi war an astrou, studiet gant Nelly Blanchard[2].
Prenet e voe al Levrdi Lefournier gant Isidore Derrien e 1895 ha chañchet an anv da Levrdi Derrien. Dilec'hiet e voe e 1936 da gorn ar Straed Émile Zola (niv. 56) hag ar Straed Treuz.

Feiz ha Breiz, moulladennoù brezhonek a-yoc'h

Eil dastumad Feiz ha Breiz (1906-1944), an hini renet gant Frañsez Kardinal ha Yann-Vari Perrot da c'houde, a voe moullet e ti-moullañ ar Société de la Presse catholique du Finistère (graet e veze eus an ti-moullañ-se, an Imprimerie de la Presse catholique du Finistère ha pelloc'h an Imprimerie de la Presse libérale du Finistère, leur kreiz embannadurioù Eskopti Kemper ha Leon). Berzh bras a reas ar gelaouenn, tennet a viliadoù a skouerennoù. Moulerez ar C'hastell, 4 ru ar C'hastell, a veze merket war ar c'helaouennoù hag al levrioù brezhonek.

Emgleo Sant Iltud, kentañ ti-embann brezhonek

Diwar atiz Yann-Vari Perrot e voe krouet ar gevelouri Emgleo Sant-Iltud evit embann levrioù relijiel brezhonek e 1920, un seurt astenn embannadurel da Feiz ha Breiz. Etre 1922 ha 1928 ec'h embannas levrigoù, pezhioù-c'hoari kentelius ha buhezioù-sent d'an aliesañ, ha Lizher an hini maro (Jakez Riou). E kreiz 1924 e voe lakaet Youenn Drezen da verour anezhi. Staliet e voe 4 Straed ar C'hastell (Ru ar C'hastell), e sez an Imprimerie de la Presse libérale.

Buhez Breiz

Er bloavezh 1919 hag er bloavezhioù 1922-23-24 e teuas er-maez ar gelaouenn c'hallek ha brezhonek, Buhez Breiz, diwar atiz ar c'hourater-mor brestat Pêr Mokaer. Hennezh e oa ar pennskridaozer hag en e di e oa chomlec'h ar gelaouenn, 40 straed Gambetta. A-dammoù e embannas Bilzig, ur romant, ha danevelloù istorel diwar-benn ar Gelted gozh. Kazi an holl genlabourerien a oa izili eus ar C'hoursez ha mont a rejont da labourat evit An Oaled, da-c'houde. Moullet e voe ar gelaouenn gant ti-moullañ an Dépêche de Brest, 17 straed Jean Macé, nemet e-pad ar bloavezh kentañ. Gant ar gelaouenn e voe moullet levrioù distag, 4 e brezhoneg, 2 e galleg.

Levraoueg Gwalarn

Un araokadenn eus ar re heverkañ evit lennegezh ar brezhoneg e voe krouidigezh ar gelaouenn lennegel vrezhonek Gwalarn e Meurzh 1925, lakaet da gentañ evel ur stagadenn da Vreiz Atao, hag a oa staliet e Brest, e ti e c'hrouer, Roparz Hemon. Youenn Drezen, o labourat e Brest eus 1924 da 1931, e voe ar merour betek an diwezh e 1944.
Daoust ma ne glaskas ket Roparz Hemon sevel un ti-embann diwar ar gelaouenn e lakaas anv an dastumad Levraoueg Gwalarn war moulladennoù a-ziforc'h tennet eus ar mizieg. Ar Roc'h toull gant Jakez Kerrien, An aotrou Bimbochet e Breiz (gant Hemon), ha pezhioù-c'hoari Aesc'hulos strollet, Prometeus ereet-Ar Bersed (troet gant Youenn Drezen) a voe embannet e-kichen troidigezhioù diwar an iwerzhoneg kozh. Gant al levrioù evit deskiñ brezhoneg (geriadurioù, yezhadur hag hentennoù) e teuas da vezañ Gwalarn un ti-embann muioc'h-mui.

Skrid ha Skeudenn

E 1932 en em gavas Youenn Drezen gant Florentin Goinard, pennmouller an Imprimerie commerciale (hini an Dépêche de Brest), un den ken sot hag eñ gant fardañ levrioù arz. Sevel a rejont un ti-embann ha lakaet e voe Florentin Goinard da verour. Embann a rejont levrioù skeudennet brav-tre gant arzourien ar Seiz Breur (Langleiz, Kreston, Xacier V. Haas...). Goude Danevellou a Vreiz a voe Florentin Goinard oc'h ober war e dro e 1921, e savjont an hini kentañ hag an hini nemetañ eus an tiez-embann arzel brezhonek.

Skridoù Breizh

E 1941 e voe kemennadennoù er sizhunieg brezhonek-gallek Arvor evit reiñ da c'houzout e oa krouet an ti-embann Skridoù Breizh, Florentin Goinard, atebeg warnañ ha 35 straed Treuz[3], ar chomlec'h, hini Suzanne Derrien, levrdierez ha penn al Levrdi Derrien, 56 straed Émile Zola. Ur gevredigezh e oa, Éditions de Bretagne-Skridoù Breizh, rannet ar c'hevrannoù anezhañ etre Suzanne Derrien ha Florentin Goinard. Embannet e voe ur ugent bennak a levrioù, an darnvuiañ anezho e brezhonek. Paouez a reas an embann e Brest e-kreiz 1944 hag adsavet e voe er Baol e 1947.

Ar gelaouenn Al Liamm hag he embannadurioù distag

E 1950 e teuas da vezañ kelenner e Brest Ronan Huon, rener ar gelaouenn lennegel Al Liamm, hêrez d'ar gelaouenn Gwalarn. Prientet e voe gantañ endalc'h pep niverenn eus an daouvizieg hag en deus lec'hiet e Brest un nebeud danevelloù skrivet gantañ. Ober a reas war-dro kent-moullañ al levrioù brezhonek niverus en doa lakaet embann e-pad un hanter-kantved. Kaset eo bet lec'hioù pennañn Al Liammm da Gemper ha da Lannuon hiziv.

Emgleo Breiz hag e gelaouennoù

E 1953 e voe disklêriet d'ar prefeti ar c'hevarzhe Emgleo Breiz-Fondation culturelle bretonne a vode meur a aozadur sevenadurel all (Ar Bleun-Brug, Ar Falz, Kendalc'h...). E 1955 e krogas da embann levrioù ha levrigoù brezhonek e voe niverusoc'h-niverusañ. Paouez a reas gant e oberezh e diwezh 2015. E 1957 e teuas er-maez kelaouenn lennegel Emgleo Breiz, Brud, chañchet he zitl de vBrud Nevez e 1977[4]. Ur gelaouenn bedagogel brezhonek a voe ivez, Ar Helenner. Chomlec'h an Emgleo e oa ar voest-post B. P. 17 - Brest, met hini Brud Nevez a oa "6 ru Beaumarchais" (ti Andreo Merser) ha 10 straed Kemper da-c'houde. Emichañs e oa bet staliet Emgleo Breiz e Brest, dre ma oa Per-Mari Mevel, kelenner e lise an Harteloire, o chom eno<ref>E Lokournan, tost da Vrest, e voe o chom Loeiz Dujardin, eil prezidant Emgleo Breiz.<ref>.

Skol-veur Brest hag he arnodva

Krouet e voe Skol-veur Brest e 1962 ha kalz eus ar studierien gentañ a voe desavet e tiegezhioù e-lec'h ma veze komzet brezhoneg bemdez. Ar chaloni, Frañsez Falc'hun a c'houlennas ma vije savet ur gevrenn geltiek hag eñ a yeas e penn anezhi.
Krouet e voe e 1969 Kreizenn an enklaskoù Breizhek ha Keltiek, arnodva liesdikiblezhel Skol-veur Brest. Meur a gelenner-enklasker oberiant pe war e leve a zo izili ha meur a ziskiblezh a zo labouret warni. Al levraoueg Yves Le Gallo, asambles gant ur greizenn dielloù, a zo ul lec'h-enklask dispar war Breizh hag ar broioù keltiek. Darn eus an enklaskerien a bled gant al lennegezh keltiek pe nann-geltiek. E-touez ar re o deus labouret pe a labour war al lennegezh vrezhonek e c'heller menegiñ : Yves Le Berre, Fañch Morvannou, Daniel Giraudon, Ronan Calvez, Fañch Broudig, Nelly Blanchard, Mannaig Thomas.

Levrlennadur

  • Jorj Abherve-Gwegen, Brest en oberenn Roparz Hemon : un intradur don, Aber, niv. 32, 2008.
  • Fañch Broudic, Brest serait-elle aussi une ville bretonnante ?. E-barzh Mémoires de la Société d’histoire et d’archéologie de Bretagne, tome XC, 2012, p. 172-189. Da bellgargañ diwar lec'hienn ar SHAB
  • Fulup Lannuzel, Brest, ar gêr vras el lennegezh vrezhonek. E-barzh Bremañ, niv. 443, Here-Du 2021.

Notennoù ha daveennoù

  1. Y. Poullaouec, Nouvelle méthode pour apprendre à lire en peu de temps, pourvu que l’on suive la prononciation naturelle des lettres / Faeçoun neves evit desqui lenn e ber amzer gant ma vezo heuliet ar brononciation naturel eus al lizerennou, Brest, Lefournier, 1829.
  2. Nelly Blanchard, Studi var an astrou (1848) : des Lumières dans l’ombre. E-barzh La Bretagne liguistique, niv. 24, 2022.
  3. 35 Rue Traverse.
  4. Kenderc'hel a reas ar gelaouenn lennegel e-doug ar bloavezh 2016.