Levr skeudennet
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ul levr skeudennet a zo ul levr, dezhañ ur ment bras d'an aliesañ, kalz a skeudennoù ennañ. Pa vez renablet gant al levrdierien pe al levraouegourien e vez lakaet a-wezhioù dindan an anvadur levr kaer gant m'eo splann palioù arzel ar skeudennadurezh evit ober an diforc'h diouzh al levrioù skeudennaouet evit abegoù kalvezel.
A bep seurt araezadoù a c'hell ober skeudennadurioù ul levr, o vezañ m'emañ an darn vuiañ e liv : eiladurioù luc'hskeudennoù, eiladurioù oberennoù arz.
Pa vez bras pe stank an eiladurioù e kaver resisoc'h komz eus ul levr arz.
Pa vez anv eus skeudennadurioù orin pe graet e nebeud skouerennoù e komzer eus ul levr arzovoeeur(Daveoù a vank).
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrioù skeudennet gant an dorn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-raok ma voe ijinet ar noullañ e oa bet klasket silañ skeudennadurioù el levrioù savet gant an dorn gant skriverien o skrivañ war follennoù parch pe baper ; dornskridoù enlivet a veze graet eus seurt levrioù. Fardet e voe an darn vuiañ eus al levrioù-se en abatioù europat ar Grennamzer. Bez e oa menec'h skeudennerien arbennikaet ha ne oant ket skriverien. Levrioù arzour e voe pa ne veze ket liesaet(N'eo ket sklaer).
Levrioù skeudennet ha moullet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En Europa e oa bet kroget gant daou araezad moullañ e-kreiz ar XVvet kantved, al lizherennerezh (moullañ dre strobañ lizherennoù) hag ar prennengraverezh (moullañ dre bajennoù engravet war goad). Fardet e voe levrioùigoù gant skeudennoù sant pe re c'hartoù evit c'hoari en dekvloaziadoù kentañ, met ar prennengravadur a zeuas da vezañ ar moaien da grouiñ levrioù moullet o zestennoù ha gant koadengravadurioù pe livadurioù. E 1457 e voe moullet Levr-salmoù Mainz (anvet ivez Psalmorum Codex) gant lizherennoù livet, koadengravadurioù e-kreiz pajennoù zo ha pajennoù unskeudennet.
Seurtoù al levrioù skeudennet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Reun Kreston, Le livre illustré et l'art graphique moderne en Bretagne. E-barzh Kornog, niv. 4, 1929, p. p. 10-13.
- David Bland, A History of Book Illustration, 2l embannadur, 1969