Tornaod


Un tornaod (diwar ar gerioù tor-an-aod), pe pored, zo evel kof (pe tor) an aod pa sav sonn a-us d'ar mor. Neuzioù a bep seurt a c'hall bout d'un tornaod hervez ar roc'helloù pe ar goulezennoù a ya d'e ober ha hervez efed ar c'hrignerezh. Kavet e vez tornaodoù uheloc'h eget 200 metrad e-lec'hioù zo, evel tornaodoù Moher en Iwerzhon, da skouer.
Er menezioù e komzer eus tor ar menez, pe eus bri.
Tornaodoù roc'hellek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tornaod krignet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krignet e vez an tornaodoù gant ar mor. Hervez al lec'hioù, ha hervez pegen kalet eo ar roc'h, e kil an tornaod buan pe vuanoc'h, ha seul vuioc'h a se m'emañ ar blanedenn o tommaat ha live ar mor oc'h uhelaat: ur skouer anat eo chapel Beg ar Vann.
Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Paotr Juluen. - An Tornaod. - Arvor, 1935.
Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En Europa[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
-
An tornaod en Étretat, e Bro-C'hall
-
Tornaod Látrabjarg, en Island
-
Slieve League, e Donegal, en Iwerzhon.
-
Kab Enniberg, en Inizi Faero, re uhelañ Europa.
-
Kab an Hanternoz e Norge (300 metr uhelder)
-
Kap Arkona, en enez Rügen, en Alamagn.
En Amerika[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
-
Tornaod praia da Guarita e Torres, e Rio Grande do Sul, e Brazil.