Herri IV (Bro-C'hall)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Herri IV a Vro-C'hall)
Disambiguation.svg Ur pennad Herri IV zo ivez.


Hoplite helmet.svg
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !


Henry IV of france by pourbous younger.jpg

Herri Bourbon (1553-1610) a oa Roue Navarra, evel Herri III, ha Roue Bro-C'hall evel Herri IV.

Ganet e oa d'an 13 a viz Kerzu 1553 e Pau. Mab e oa da Anton Bourbon ha da Janed Albret, rouanez Navarra.

Roue Navarra e oa adalek 1572, ha roue Bro-C'hall adalek 1589.

Drouklazhet e oa d'ar 14 a viz Mae 1610 e Pariz gant Ravaillac.

Tapet e oa bet gant Brezel ar Relijionoù dre ma oa priñs dre gwad ha penn protestant a-raok azezañ war tron Bro-C'hall ha treiñ d'ar feiz katolik e 1593.

Chom a rae tost eus ar brotestanted ha klask a rae un doare da gavout ur c'hempouez etre an nerzhioù relijiel ha reiñ an tu d'an holl da vevañ e feiz kristen e Bro-C'hall hag er peoc'h. Gantañ eo bet sinet e 1598 Skrid-embann Naoned a ro an tu d'ar brotestanted ha d'ar gatoliked da ober gant ar relijion a fell dezho.


Dimezioù ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div wech e timezas. Da Marguerite de Valois (1572-1599) ha da Marie de' Medici (1600-1610)


En e raok:
Herri III
Roue Bro-C'hall
Roue Navarra
France-Navarre Arms.svg
15891610
War e lerc'h:
Loeiz XIII