Victor Segalen

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Victor Segalen1 (cropped).jpg

Victor Segalen (brezhonekaet da Viktor Segalen moarvat) (1878-1919) zo ur mezeg-mor skrivagner, arkeologour ha sinologour breizhat en deus degaset da soñj donded sevenadurioù ar Reter-Pellañ (Sina ha Japan) hag Okeania. Lakaet en deus war wel oberenn al livour Paul Gauguin ivez.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet eo bet e Brest d'ar 14 a viz Genver 1878 er straed Massillon. E dad-kozh a oa mab bastard d'ur vatezh ganet e Plabenneg hag e oa Segalen hec'h anv-familh dezhi. Ur wech tapet e vachelouriezh e krogas gant studi ar vezegiezh-vor e Bourdel ken ez eas da zoktor e 1902. Lestrañ a reas da Bolinezia hag e tilestras e 1903 war enezenn Tuamotu hag en Inizi Markiz e-lec'h ma kavas roudoù Paul Gauguin, a oa marvet eno tri miz a-raok. Eno e kejas ouzh stuzegezhioù all, hini ar Vaoried peurvuiañ.
E 1905 e tistroas da Vrest hag e timezas. Kregiñ a reas gant studi ar sinaeg ha hini an arkeologiezh e Pariz (Skolaj Bro-C'hall ha Skol Yezhoù ar Reter).
Gant ar c'hont Auguste Gilbert de Voisins, ur beajour pinvidik, e savas un ergerzhadeg e kreiz Sina. Eus 1908 betek 1910 e reas furchadennoù hag e veajas betek Tibet. Kemer a reas perzh e kavadenn bez an impalaer Qin Shi Huang, unaner Sina e 220 KJK. Goude-se e tivizas chom e Beijing gant e wreg hag o mab ha mont da vezeg e kêr. Mont a reas da Vanchouria evit pareañ an dud tizhet gant ar vosenn. Adc'halvet e voe da Vro-C'hall e 1914 pa darzhas ar brezel-bed hag e servijas evel mezeg-lu ; e 1916 e voe adkaset da Sina gant an arme evit dastum ditouroù diwar-benn stad ar vro, a oa deuet da vezañ ur republik e 1911. E 1918 e tistroas da Vrest.
Klasket en doa sevel raktresoù beajoù nevez hag eñ klañv-diglañv pa varvas a-daol-trumm e 1919 : kavet e voe marv dindan ur wezenn e-kichen an Uhelgoad (Bro-Gerne - Penn-ar-Bed) ha chomet en e dorn ur skouerenn eus Hamlet William Shakespeare.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un hanter eus e oberennoù chomet e stad an dornskrid zo bet embannet pell goude e varv.