Adrien de Carné
Adrien de Carné, Adrien Ernest Michel Henri Anne de Carné-Carnavalet er marilhoù-kêr, ganet d'ar 5 a viz Kerzu 1854 e Brest ha marvet d'an 13 a viz Genver 1943, e Bourg-la-Reine, a oa un emsaver, ur skrivagner, ur barzh (gallek ha brezhonek), ur saver pezhioù-c'hoari hag un troer brezhonek. Gant e anv gallek berraet e sine e oberennoù, met an anv klok a zeue eus Kernevez ha Kerneveno(ù).
Degemeret e voe e Goursez Vreizh, ma oa Barzh an Arvor e anv-barzh.
Prezidant Kevredigezh Vroadel Breizh e voe.
E 1911 e voe deroet dezhañ ar Prix François Coppée gant an Académie française evit e oberenn Les conquérants divins[1].
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En ur familh tudjentiled kozh a-walc'h e oa bet ganet gant Palaméde de Carné ha Félicité Chesnel. Studioù war ar gwir en doa graet Adrien.
Adalek 1914 e roas kentelioù brezhoneg bep Yaou e ti an doktor René Le Fur, straed Vaneau e Pariz[2].
E-touez ar bommoù en e skridoù e c'haller derc'hel soñj eus hemañ :
Kenavo, beulke, diot, genaoueg, kenavo, anduilhenn gordennet. — Tri-ugent mil lur (1932)
Pezhioù-c'hoari
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Breiz Karet][3], A. Davy, Paris, 1910
- Ar mabik Jezuz[4], Moulerez ru ar C'hastell, Brest, 1910
- Kristof ar c'hrenv hag An aotrou Flammik[5], Moulerez ru ar C'hastell, Brest, 1911
- Tarsiziuz[6], Moulerez ru ar C'hastell, Brest, 1912
- Saïk ar paotr fin[7], Moulerez ru ar C'hastell, Brest, 1912
- Noz Nedeleg[8], Moulerez San-Gwilherm, Sant-Brieg, 1913
- Sac'h ar Marichal[9], Moulerez San-Gwilherm, Sant-Brieg, 1913
- Barnediguez Doué[10], Moulerez San-Gwilherm, Sant-Brieg, 1913
- Ar galoun vat[11], Moulerez San-Gwilherm, Sant-Brieg, 1914
- Judikaël[12], Moulerez San-Gwilherm, Sant-Brieg, 1917
- Lilien ar Folgoat[13], Moulerez ru ar C'hastell, Brest, 1921
- Ar mab foran[14], Moulerez ru ar C'hastell, Brest, 1922
- Ar yalc'had aour[15], Moulerez ru ar C'hastell, Brest, 1922
- Fanch Vras ha Fanch vihan[16], Moulerez ru ar C'hastell, Brest, 1922
- Yann e yalc'had[17], Moulerez ru ar C'hastell, Brest, 1924
- An tri goulenn, Moulerez ru ar C'hastell, Brest, 1926
- Yannig mil vicher, Moulerez ru ar C'hastell, Brest, 1927
- Fanch ar Pennok, Moulerez ru ar C'hastell, Brest, 1928
- An Aotrou Fich-Fich, Moulerez ru ar C'hastell, Brest, 1929
- Penn skanv a blac'h, Moulerez ru ar C'hastell, Brest, 1929
- Bioc'h Alanig, Moulerez ru ar C'hastell, Brest, 1930
- An tri breur, Moulerez ru ar C'hastell, Brest, 1931
- Tri-ugent mil lur, Moulerez ru ar C'hastell, Brest, 1932
- Dans ar Gonandoned, Moulerez ru ar C'hastell, Brest, 1933
Troidigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Danevellou a Vreiz, Ti ar Wenanen Aour, 1921
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ronan Caouissin, Bretons d'aujourd'hui, Éditions Ronan, Pleiber-Krist, 19/06/1936, p. 14.
- Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien vrezhonek, Al Liamm, 1992. Pennad : Carné-Carnavalet, Adrien Ernest Michel Henri Anne de
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Académie française.
- ↑ Armel Calvé, Histoire des Bretons à Paris, Coop Breizh, 1994, p. 212.
- ↑ Breiz Karet
- ↑ Ar mabik Jezuz
- ↑ Kristof ar c'hrenv hag An aotrou Flammik
- ↑ Tarsiziuz
- ↑ Saïk ar paotr fin
- ↑ Noz Nedeleg
- ↑ Sac'h ar Marichal
- ↑ Barnediguez Doué
- ↑ Ar galoun vat
- ↑ Judikaël
- ↑ Lilien ar Folgoat
- ↑ Ar mab foran
- ↑ Ar yalc'had aour
- ↑ Fanch Vras ha Fanch vihan
- ↑ Yann e yalc'had