Mont d’an endalc’had

René Le Fur

Eus Wikipedia
René Le Fur
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanRené Kemmañ
Anv-familhLe Fur Kemmañ
Deiziad ganedigezh12 Gen 1872 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPondi Kemmañ
Deiziad ar marv23 Ebr 1933 Kemmañ
Lec'h ar marvPariz Kemmañ
Lec'h douaridigezhMontmartre Cemetery Kemmañ
Breur pe c'hoarLouis Le Fur Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Michermezeg, surjian, troazhadour Kemmañ
Strollad politikelAction Française Kemmañ
Ezel eusKevredigezh Vroadel Breizh Kemmañ
Prizioù resevetMarc'heg al Lejion a Enor, Médaille d'honneur des épidémies Kemmañ

René Frédéric Le Fur, ganet e Pondi d'an 12 a viz Genver 1872 ha marvet e Pariz d'an 23 a viz Ebrel 1933, a oa ur surjian, un troazhadour hag ur stourmer roueelour ha rannvroelour ivez. O vezañ ma oa ur mezeg arbennigour anavezet-mat e Pariz en em ouestlas da sevel obererezhioù evit ar Vreizhiz o chom e rannvro Bariz, renerezh ar gelaouenn sizhuniek Le Breton de Paris en o zouez[1]. Ken uhel e voe e vrud, ma voe lesanvet priñs ar flañchell.

Mab e oa d'an advoue Jules-Louis Le Fur, bet maer Pondi. E vreur, Louis, a voe gwiraour. Ur vachelouriezh war ar skiantoù a dapas e Skol-veur Roazhon e 1890 ha mont a reas da ziabarzhad en ospitalioù Pariz e 1895. E 1897 ez eas da servij en ur c'hlañvgarr pa voe brezel etre Gres ha Turkia.
Arbennigour war an droazhadouriezh e choazas da vezañ pa soutenas e dezenn doktorelezh e 1901. Bez e voe surjian en ospital Péan hag er glinikenn Sant-Yann-Doue. E-pad ar Brezel-bed kentañ e voe pennsurjian en adospital staliet el lise Jeanson-de-Sailly.
Ur c'hatolik gredus e voe ken e teuas da vezañ sekretour meur ar servij klokaus evit kelenn ar vezegiezh aozet gant an Institut catholique de Paris e 1908.
Dimeziñ a reas gant Marie Nicolaÿ, merc'h d'an alvokad ha skridarnodour katolik, Fernand Nicolaÿ. Ur genkiz a brenas e Kiberen e Beg Kilvig.
Prezidant Medisined ar Saena e voe e 1923-1924.
Hervez Thomas Perrono, m'eo nebeutoc'h anavezet eget Ernest Renan, met ken bras all e voe e bouez evit ma vije frammet kumuniezh Breizhiz er gêr-benn, a-dra sur. Pa varvas e 1933 e voe interet e bered Montmartre, goude an obidoù ma teuas prezidant ar Republik c'hall, Albert Lebrun[2].
.

Engouestladur politikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur roueelour oberiant e oa René Le Fur, ken ez eas da vezañ mezeg ofisiel an Dug Orleañs, emvenner roue Bro-C'hall. E 1904 e krouas an Entente nationale pour la reconstitution intégrale des libertés de France evit bodañ an holl dud a youl-vat da enebiñ ouzh an enebourien a-ziabarzh : frañmañsoned, yuzevien, meteked, etrebedelourien[3] hag e 1906 e c'houzañvas ur furchadeg-ti pa voe renet gant gouarnamant ar Bloc des gauches un enklask war itrikoù an tu dehou pellañ. Er mare-se e voe unan eus paeroned an Institut d'Action française. E 1906 e enebas ouzh an dud a soutene ar c'habiten Dreyfus hag e roas arc'hant evit ma vije medalennet ar jeneral Mercier, ministr ar Brezel e 1899[4].

Pennadurezh rannvroelour

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E darempred e voe gant un toullad emsaverien rannvroelourien, (markiz an Estourbeillon , Teodor Botrel, Charles Le Goffic, Eugène Le Mouël) hag e talc'has da lakaat Breizh hag ar Vreizhiz en a-raok[5]. E kevredigezh Morbihaniz Pariz e emezelas hag evel eil prezidant e kemeras perzh e krouidigezh Kevredad kevredigezhioù breizhat ar Saena e 1911[6]. E 1911, da-geñver staliadur monumant an Unianezh e Roazhon e lañsas un isskridad evit lakaat war wel an enebiezh ouzh delwenn Anna Vreizh daoulinet dirak ar roue gall dispaket e Roazhon, ha kinnig ma vije krouet un delwenn dereatoc'h, Breizh war sav, hec'h anv.

Da-geñver liñvadennoù e Pariz (C'hwevrer 1910) ec'h aozas Koan Breizhiz Pariz, hag a vo kendalc'het e 1911 dindan paeroniezh Kevredigezh Breizhiz Pariz hag ar gelaouenn sizhuniek Le Breton de Paris, krouet gantañ e 1908 hag e renas anezhi betek 1923. Enni e veze embannet evit netra kemennadennoù ar c'hevredigezhioù hag ar c'hevarzheoù breizhat a veze krouet e rannvro Pariz ingal hag oberiantizoù Kevredigezh Vroadel Breizh.
En e di, 14 straed Vaneau, e veze roet kentelioù brezhoneg bep yaou gant Adrien de Carné adal 1914[7].
Sevel a reas oberennoù-skoazell evit ar Vreizhiz e Pariz, ar gilezegezh, La Mutualité bretonne (1908) ha L'Œuvre du vestiaire breton (e 1914, L'Œuvre du soldat breton). Ouzhpenn an harp evit kaout fred e voe kinniget da izili ar gilezegezh mont da vezañ pareet e Klinikenn Sant-Lug[8].

  • Medalenn a-enor an darreuziadoù, 1917
  • Marc'heg al Lejion a-enor, 1921

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) BnF
  2. Le Figaro, 27 Ebrel 1933, p. 2.
  3. Rentañ-kont ur brezegenn dibunet e sal al Liorzherezh, e Pariz, d'an 21 a viz 1905 e-barzh levrig L'Entente nationale, L'armée et la franc-maçonnerie, 1905.
  4. Isskridad lañset gant ar Revue d'Action française, 15 Here 1906.
  5. Armel Calvé, Histoire des Bretons à Paris, p. 115.
  6. Armel Calvé, Histoire des Bretons à Paris, p. 136.
  7. Armel Calvé, Histoire des Bretons à Paris, p. 212.
  8. Armel Calvé, Histoire des Bretons à Paris, p. 112.