Klañvgarr

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Ur c'hlañvgarr Fiat Ducato e Breizh-Veur.
Ar briñsez Elesbed a Vro-Saoz e-kichen ur c'hlañvgarr milourel e 1945.

Ar c'hlañvgarr (pe ambulañs er yezh komzet) zo ur c'harbed evit kas ar glañvourien, ar c'hloazidi hag ar gwilioudadezed betek un ospital pe un unvez prederioù bennak (da skouer evit prederioù heuliañ hag azgouestaat, pe addeskiñ hag advarrekaat ar c'horf). Aveet eo ar c'harr evit evezhiañ ar gouziviad ha reiñ ar prederioù kentañ.

Mallus e c'hall bezañ an treuzdougen. Karbedoù priorek e vez ar c'hlañvgirri eta gant an darn vuiañ eus kodoù an hentoù er bed. Ur gouloù-tro hag ur c'hwitellerez o dez ivez, ha livioù flamm hag arouezioù liesseurt : ar Groaz Ruz, ar Greskenn Ruz, steredenn ar vuhez, Kroaz Malta pe merkad Battenburg.

Peurvuiañ int sammorelloù, met kavout a reer klañvgirri er bed hag a zo marc'hoù-tan, kirri-tan, busoù, aerlistri (ur viñsaskell pe ur c'harr-nij peurliesañ), pe bigi.

Krouet e voe ar c'hlañvgirri e-pad ar brezelioù evit kas ar c'hloazidi er-maez eus an dachenn. A-raok ma oa ijinet ar c'hirri-tan ne oant nemet kirri sachet gant kezeg pe tud.