Léon Le Calvez

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Léon Le Calvez a oa ur marc'hhouarnour breizhat bet ganet d'ar 14 a viz Meurzh 1909 e Molan.

Dibabet e oa bet e skipailh gall Tro Bro-C'hall e 1931 ha 1933 oc'h ober dezhañ kemer perzh e trec'h Antonin Magne ha Georges Speicher. Douget e oa bet Krez melen Tro 1931 gantañ e-pad ar 4re tennad-hent etre Brest ha Gwened. Adalek 1952 betek 1956 e oa aet da rener skipailh Kornôg Tro Bro-C'hall en devoa dibabet Jean Robic ha Jean Malléjac ennañ.

Tad-kaer ar marc'hhouarnour breizhat François Mahé e oa ivez.

Aet e oa da Anaon d'ar 7 a viz Gouere 1995 e Créteil (Val-de-Marne).

Loreadeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Léon Le Calvez e 1931