Johannes Rau

Eus Wikipedia
Johannes Rau
Johannes Rau
Prezidant Alamagn
Er galloud
1 Gouere, 1999 – 30 Even, 2004
A-raok :Roman Herzog
War-lerc'hHorst Köhler
16 Genver, 1931
Wuppertal
Marv27 Genver, 2006
Berlin
Strollad politikel
PriedChristina Rau
MicherKazetenner
RelijionProtestant


Johannes Rau zo bet Prezidant Republik Kevreadel Alamagn. Ganet e oa bet d'ar 16 Genver 1931 e Wuppertal ha marvet d'ar 27 Genver 2006 e Berlin.


Ur prezidant eus an tu-kleiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-raok mont da benn Alamagn e 1999 e oa bet dreist-holl e penn land Nordrhein-Westfalen etre 1978 ha 1998. A-gostez e oa bet lakaet gant Gerhard Schröder hag Oskar Lafontaine avat peogwir e felle dezho lakaat tud yaouankoc'h e penn al länder dindan ar SPD.

E 1987 c'hoazh en doa klasket mont da benn ar vro evel kañseller (ha n'eo ket Prezidant a zo ur post hep kalz a c'halloud en Alamagn). Ouzh Helmut Kohl avat n'en doa ket gellet ober kalz a dra.

Tostaat da Israel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Roud pennañ ar pezh en deus graet evel Prezidant eo. Un 30 gwezh bennak eo bet eno a-raok komz dirak ar C'hnesset d'ar 16 C'hwevrer 2000 evit goulenn bezañ pardonet abalamour d'ar Shoah.

Un den a feiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur protesant ezel eus un iliz luterat e oa. Reuz a oa bet er vro dre 2 wezh da nebeutañ abalamour ma ne blege ket.

E 2001 e lavaras penaos e save a-enep politikerezh ar gouarnamant a oa e bal kas an enklask war ar genetik war-raok.

E 2004 e savas a-enep an tu-dehou ar wezh-mañ : ne wele ket perak e vije berzet ar ouel islamek er c'hlasoù ma c'hallje an arouezioù relijiel all chom war wel.


En e raok:
Roman Herzog
Prezidant Alamagn
Ardamezoù Republik Alamagn
19992004
War e lerc'h:
Horst Köhler