Ürümqi
Ürümqi (ئۈرۈمچى e ouigoureg, distaget [yrymˈʧi] ; 乌鲁木齐 e sinaeg eeunaet, 烏魯木齊 e sinaeg hengounel, Wūlǔmùqí e pinyin) eo kêr-benn rannvro emren Xinjiang e Republik Pobl Sina. Enni ez eus ouzhpenn 2 vilion a annezidi. Dont a ra an anv eus gerioù a dalvez “peurvan gaer”.
Betek n'eus ket pell e oa poblet gant Ouigoured dreist-holl, met abaoe dibenn an XXvet kantved e teu kalz a Sinaiz Han d'ober o annez e Xinjiang, ha dreist-holl en Ürümqi, ha bremañ e reont an darn-vuiañ eus annezidi kêr, e-kichen minorelezhioù ouigour, hui ha kazak, dreist-holl. Dre Ürümqi e tremene Hent ar seiz gwechall, ha bremañ c'hoazh ez eo ur greizenn genwerzhel a bouez evit Kreiz Azia.
Betek 1954 e veze graet Díhuà (迪化) eus ar gêr-se. En-dro da Ürümqi e kaver gwiskadoù tireoul, karbon hag arc'hant. E-touez greanterezhioù kêr e c'haller menegiñ purerezhioù tireoul ha labouradegoù ma reer simant, gwiadoù ha mekanikoù evit al labour-douar.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar gêr vrasañ eo e kornôg Republik Pobl Sina. Bez' eo ivez unan eus kêrioù ar bed en em gav ar pellañ diouzh ar mor (war-hed ouzhpenn 2.500 kilometr emañ ar mor tostañ).
Un hin dezerzhel he deus, yen e vez ar goañv ha tomm an hañv.
Gevellerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kêr Ourumtsi zo gevellet gant :
- Almaty (Kazakhstan) abaoe 1991,
- Douchanbe (Tadjikistan) abaoe an 31 a viz Eost 1997.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Ürümqi travel guide war Wikivoyage
- (zh) Lec'hienn ar gouarnamant