Urzhioù d'al loened

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Estlammadelloù a zo e brezhoneg da c'hervel al loened pe da reiñ urzhioù dezho.

Skridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Listennoù anezho a gaver e div oberenn:

Gerioù all a gaver er geriadurioù, evel Geriadurig Roparz Hemon.

Gervel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an holl loened e larer

  • Deus amañ! pe 'z amañ!
  • Deuit amañ! pe 'd amañ!

Met hervez al loened e reergant gerioù all c'hoazh.

Ouzh ar chas[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • d'o gervel: tiê! tiê! pe piti! piti!
  • d'o isañ: kis! kis! pe sailh warnañ! pe sa warnañ! pe kae dezhañ!

Ouzh an deñved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • d'o gervel: pe bara! bara!
  • d'o c'has diwar-dro: tê! tê!


Ouzh ar c'hezeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • da vont war-raok: hei! huy! hu!
  • da vont war-dreñv:
    • souz! a-dreñv! (JG)
    • rirc'h! kul! (FK)
  • da vont a-gleiz:
    • da! haty! (JG)
    • so! (FK)
    • hak! (RH)
  • da vont a-zehou:
    • wichidrou! hulc'ho! so! (JG)
    • hal! dic'ha! (FK)
    • haikel! (RH)
  • da chom a-sav:
    • ho! chom! (JG)
    • c'ho! c'hri! (FK)
  • da dreiñ, da zont-en-dro: tro! en-dro!
  • da c'hervel an ebeul: chemp! chemp!

Ouzh ar c'hizhier[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • d'o gervel:
    • bisig! bisig! pe bichig! bichig!
    • gerioù all zo c'hoazh:
      • bich! bibi! bibich! bibichig! bichanig! kikaezhig! bibichiloutig! (JG)
      • sous! bisous ! (FK)
  • d'o c'has diwar-dro:

Ouzh ar moc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • d'o gervel:
    • toch! toch! pe koch!koch! (JG)
    • doc'h! doc'h! pe darc'h! (FK)
    • chuen (RH)
  • d'o c'has diwar-dro:
    • chou! chou du-se! (JG)
    • si! si 'ta! (FK ha Tad Medar)

Ouzh ar saout[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • d'o gervel: pruik!
  • d'o gervel en-dro: wetiu!
  • da vont war-raok: heut!
  • da chom a-sav: chô! chô!
  • da evañ: haou! haou!

Ouzh ar yer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • d'o gervel: pit! pit! pe piti! piti!
  • d'o c'has diwar-dro: chou! pe dichou!

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]