Mont d’an endalc’had

Estlammadell

Eus Wikipedia

Un estlammadell zo ur ger a verk an estlamm. An estlammadelloù zo ur rummad gerioù hag a dalv da huchal, da c’hervel, da reiñ un urzh (da dud pe loened), da ziskouez ur santimant kreñv (levenez, konnar, souezh, tristidigezh, poan, hag all) hag a-daol-trumm, da gemenn enebiezh pe aduadur, urzh pe salud, en ur ger pe en-berr, pe c'hoazh da ziskouez dre vras un drouz bennak (garm ul loen, tarzhadenn, taolioù).

Estlammadell hag ereadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-wechoù e c'hall bezañ ur frazenn, hag anvet eo gant yezhadurourien zo ger-frazenn penegwir e talv kement hag ur frazenn. Distag eo pep estlammadell diouzh kement ger a c'hallfe bezañ pe a-raok dezhi pe war he lerc'h, hadizalc'h diouzh ar c'houblad rener-verb. Ma lavar lod emañ e-maez an ereadurezh.


Doareoù disheñvel an estlammadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • gerioù a denn d'an drouz graet gant an dud (kan, c'hoarzh, paz), loened, pe traoù, hag a zo, gouez da lod, ar gwir estlammadelloù nemeto :
    • boudoudoum! c'ha-c'ha! dao! flik-flok! kotokotog ! miaou ! waou-waou
  • urzhioù
    • urzhioù d'an dud
      • war-sav, war-raok, a zo adverboù
      • kae, deus, gortoz, klev, selaou, sell, a zo verboù, ne vezont ket degemeret evel estlammadennoù gant an holl
    • urzhioù d'al loened, d'ar c'hezeg dreist-holl
      • hak, haikel, wichidrou, hei, hei do!
  • gerioù berr evel
    • Peoc'h!
    • Ya ! Nann !
    • Eo (pe Geo), Geus, hag a zo verboù ivez
  • gerioù saludiñ evel Demat, kenavo, Ciao
  • gerioù a verk levenez pe tristidigezh pe boan : a! aiou! Ma Doue !Olé ! Siwazh!

Estlammadell ha trouz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Estlammadelloù a zo da zreveziñ an trouz:

  • badadao!
  • chik
  • dao
  • flik-flok
  • kotokotog!
  • miaou! miniaou!

Estlammadennoù brezhonek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • a!
  • ac’h!
  • ac’hañ! ([a’xã])
  • ac’hanta!
  • aiou ! pe aiaou!
  • allas! (pe alas!)
  • arabat! anv-gwan lakaet da estlammadenn a-wechoù
  • arsa!
  • ba!
  • badadao !
  • bastik!
  • biken!
    • biken ken!
  • bis, diwar an anv biz
    • bis dezhañ!
  • biskoazh kemend-all!
  • blev ! a lavarer pa ne daper netra, pa vez graet kazeg
  • bo !
  • boudoudoum !
  • boudoudoup
  • boulc’hurun! Lakaet da sakreadenn alies evel ar gerioù a ra anv eus foeltr, kurun, tan.
  • dal
  • dao
    • Dao! Dao! war an nor! TBP 2/133
  • del
  • diwall
  • dousik
  • ec’h
  • ei
  • e-leal
  • eo, pe geo
  • evelkent
  • feiz
  • foei
    • Foei warnañ !
  • forzh
    • Forzh war ar c’hi-mañ, AVD 363
    • Forzh war an daou brofed-se, AVD 2339
  • geo
    • Geo da!
    • Geo 'vat!
  • goustadik
  • grik
  • gwa
    • Gwa me!
  • hê-hê
    • Hê-hê warnañ! TBP 3/240
  • hopala
  • mab
  • mezh, e-barzh
    • mezh warnañ!
  • mik
  • satordellik
  • sell 'ta
    • Sell ‘ta piv!
  • serpital
  • siwazh
  • war-dreñv
  • war-raok
  • war-sav

Estlammadelloù relijiel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Doue
    • Doue! Doue!
    • Ma Doue! ha mardouen, a seblant bezañ deveradur pe distummadur
      • Ma Doue benniget!
    • en anv Doue!
  • feiz, distummet alies (distaget fi):
    • fidambie (['bi:e])
    • feiz d'am Doue, pe fidamdoue, lakaet da sakreadenn gant lod, pa vez implijet gant ar gonnar
    • fedamdoustek, fidamdoustik, fidamdousik, fedamdoulle,
  • an anv Gwerc'hez ne vez ket implijet e-unan
    • Gwerc'hez benniget!
  • Jezuz ! anavezet e pep lec'h,
    • ma Jezuz!
    • Jezuz ma Doue!
    • Moarvat eo diwar anv Jezuz e teu che!
  • Salver
    • ma Salver!
    • Salver ar bed!

Da gomz ouzh al loened

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelout ar pennad: urzhioù d'al loened


Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]