Kazeg

Eus Wikipedia
Ur gazeg gant hec'h ebeul o tenañ.

Ar gazeg eo parez ar marc'h, ha mamm an eal, pe an ebeul.

Implij ar ger[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peurvuiañ e komzer eus kazeg adal an oad a dri bloaz, eus ebeulez pa vez yaouankoc'h.

E bed ar sevel kezeg-red avat e komzer eus kazeg adal pevar bloaz.

Ma komzer eus kezeg el liester evit komz eus pared kenkoulz hag eus parezed eo peogwir e oa boutinoc'h ar parezed a vije implijet da labourat en atantoù kentoc'h eget ar par.

Pa vez leun ar gazeg e vez laret eo keneb. Ealiñ pe ebeuliñ a ra a-benn unnek miz. Magañ hec'h ebeul a ra betek pevar pe c'hwec'h miz, a-wechoù muioc'h, hervez imor ar vamm, pe hini ar mestr.

Sevel kezeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Unnek miz e vez ar gazeg o tougen hec'h eal. Kontet e vez etre 320-370 deiz.[1] Mareadoù tommder a vez bep 19-22 deiz adalek deroù an nevezamzer betek kreiz an diskar-amzer. Koulz an tommder evit ar c'hezekenned zo diazezet war hirder an deiz, ha kregiñ a ra pa grog an deizioù da hiraat. Se zo kaoz eo ehanet e-pad ar goañv. Ma vije brazezet e-pad ar goañv e vije oc'h ebeuliañ e-pad ar goañv ivez, da lavarout eo d'ar c'houlz yenañ ha gwashañ d'an ebeul.[2]

Ur gazeg yac'h a c'hallfe ebeuliañ bep bloaz, met ne garfe ket ar vistri sevel ur gazeg bep bloaz. An hini a fell dezhañ mont war e gazeg en deus ezhomm unan ha n'eo ket kenep ha ne vag ket hec'h ebeul, rak ankeniet e vez ar c'hezekenned pa vezont dispartiet diouzh o ebeulien, ha ne vez ket aes o dibrañ.

Tro-lavar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Bezañ kazeg: 1 Bezañ hep netra. 2 (a-wechoù) bezañ mezv
  • Bezañ kazeg (ganti) : pell diouzh al lec’h a glasker tizhout.
  • Berr war e gezeg: berr e anal
  • Laouen evel kezeg digerc'h: (tud) displijet bras.
  • Chom kazeg: chom berr.
  • Distreiñ kazeg d'ar gêr: hep netra
  • Komz galleg evel peder c’hazeg: komz galleg saout
  • Marc’hekaat ar gazeg c’hlas: mont war vor
  • Ober kazeg: ober tro wenn.
  • Ober kazeg dre-greiz ar porzh: c’hwitout pa oa graet an taol
  • Stagañ kezeg ouzh lost ar c’harr: kregiñ dre ar penn fall
  • Pell emañ Yann diouzh e gazeg: pell emaoc'h diouzh ar gont, diouzh ar wirionez, diouzh ar gaoz.
  • Kazeg! C'hwitet!


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Kazeg er
wikeriadur, ar geriadur frank.


Krennlavaroù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ur gazeg kamm a ya pell.
  • Dreist moue ar gazeg kozh e vez kabestret an ebeulez.
  • Pa vez lavaret « hei! » d’ar gazeg wenn E vez lavaret d’an harnez penn-da-benn.
  • N’eo ket ar c’hezeg bras A gas ar c’herc’h d’ar marc’had.
  • Strakal e skourjezig Ne zastum ket kezeg spontik.

Sterioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar gazeg a vez graet eus un tamm koad

Ur gazeg a vez laret eus ur plac'h vras, en un doare dizereat.

Gerioù kevrennek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gerioù kar dre ar ster[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Ensminger, M. E. Horses and Horsemanship: Animal Agriculture Series. Sixth Edition. Interstate Publishers, 1990. ISBN 0-8134-2883-1 p. 156
  2. Ensminger, M. E. Horses and Horsemanship: Animal Agriculture Series. Sixth Edition. Interstate Publishers, 1990. ISBN 0-8134-2883-1 p. 150