Stern
Neuz
Ur stern (liester : sternioù) a vez graet eus pezhioù hir (prenn, metal, plastik) kenstrollet evit ma 'z eont da zougen traou pe o lakaat asamblez.
Meur a seurt sternioù a vez kavet evit meur a obererezh. Implijet e vezont kalz er munuzerezh (dorioù, prenestroù, arrebeuri) hag ar c'hilvizerezh. An taolennoù arzel, ar bravigoù hag an tapisoù a c'hell bezañ lakaet war ur stern ivez.
Stank e vezont sternioù arbennik evit daou obererezh, ar gwiaderezh hag ar marc'hegerezh, ken implijet m'eo lavaret stern evito hep soñjal resisañ muioc'h. Bez ez eus sternioù evit gwiadiñ a anver sternioù-gwiader ha sternioù evit lakaat al loened da denn karbedoù. Sternioù-kezeg a veze lavaret, pa oa al loened-se ar re implijetañ evit an dezougerezh gwezhall.
Gerioù gant stern enno
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Stern-aoter
- Stern-boukl
- Stern-dor
- Stern-gwele
- Stern-gwiader
- Stern-prenestr
- Sterniañ (al loened, peurvuiañ, gwiskañ an dud ivez)
Tro-lavarioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Labour war ar stern = labour war ober