Daisy de Lawayss

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar rouanez Maria Sofia Bavaria, mamm Daisy de Lawayss, war-dro 1870.
Mathilde Bavaria, c'hoar Maria Sofia, war-dro 1870.
Ludovika (1808-1892), priñsez Bavaria, en he yaouankiz, a oa mamm da Maria Sofia Bavaria ha Mathilde Bavaria, mamm-gozh Daisy eta.

Daisy de Lawayss (1862 – 1870) a oa merc'h kuzh Maria Sofia Bavaria (1841-1925), rouanez an Div Sikilia, hag he serc'heg Armand de Lawayss. Arvar zo diwar he fenn, dizemglev etre an istorourien da c'houzout ha bet ez eus anezhi. Displeget eo amañ ar fedoù hervez ma vezont kontet gant ar re a gred en he ganedigezh.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Maria Sofia a oa pried d'ar roue Bourbon Francesco II delle Due Sicilie (1836-1894), a voe harluet goude Seziz Gaeta. Serc'h e oa d'ar Belgiad Armand de Lawayss a oa ofiser gant zouaved ar pab. Anavezet ha gwarezet e oa o darempred gant he flac'h a gambr, Marietta, hag he c'hoar, Mathilde Bavaria.

E 1862 e oa dougerez ar rouanez. Evit kuzhat e stad e lavaras bout klañv hag e ranke mont da Vavaria da glask aer fresk ar menezioù. He mamm Ludovica Bavaria (1808-1892) a vodas ur c'huzul-tiegezh, hag ennañ he breur Masimilian Bavaria hag he moereb an impalaerez Elesbed Wittelsbach (brudet evel Sissi), evit kavout an tu da virout ouzh ar vrud fall ha derc'hel kuzh ar c'heloù.
Gwilioudiñ a reas en ur gouent evel ma oa bet aozet gant an tiegezh. Ganti edo Marietta hag Henriette Mendel he c'hoar-gaer. Tra dic'hortoz: gevelled eo a c'hanas Maria Sofia. An abad Ulrico von Tuerk, mab bastard da Ludwig Iañ Bavaria, o badezas Daisy ha Viola. Met hervez skridoù zo ne voe nemet ur bugel. Maria Sofia a ranke chom da ziskuizhañ a-raok distreiñ d'he fried da Roma, ha lavarout ar wirionez dezhañ.
Armand en deveze keloù eus e vestrez dre he c'hoar Mathilde a reseve al lizhiri. Mont a reas da Vavaria, hag eñ klañv, da welout Maria Sofia, met miret e voe outañ gant an tiegezh. Gallet en devoa an tad gwelout e vugale koulskoude. Viola avoe fiziet en hec'h eontr Luigi di Baviera hag Henrietta, hag a eas d'ar riviera ligure (aod Liguria) da ziskleriañ ganedigezh ur verc'hig. Met marvet e oa ar bugel ha kemeret e voe e lec'h gant Maria Luisa von Wallersee.
Daisy vihan avat a voe anavezet gant an tad a gasas anezhi gantañ da Bruxelles dre ma e devoa kuitaet an arme.


Maria Sofia a deuas a-benn da welout Armand en-dro, e Pariz. Ken klañv e oa an den avat ma varvas nebeudik goude, e 1870. Ha nebeud goude e varvas Daisy diwar an droug-skevent ivez, tapet digant he zad moarvat.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]