Francesco II an Div Sikilia
- Io sono Napolitano; nato tra voi, non ho respirato altr'aria, non ho veduti altri paesi, non conosco altro suolo, che il suolo natio. Tutte le mie affezioni sono dentro il Regno: i vostri costumi sono i miei costumi, la vostra lingua la mia lingua, le vostre ambizioni mie ambizioni. Francesco II an Div Sikilia. (Napolitan on, ganet en ho touez, n'em eus ket analet aer all, n'em eus ket gwelet broioù all, n'anavezan ket a zouar all, nemet hini ar vroad. Ma holl c'harantezioù zo e-barzh ar rouantelezh: ho kizioù eo ma gizioù, ho yezh eo ma yezh, ho mennadoù eo ma mennadoù.)
Francesco II, pe Francesco d'Assisi Maria Leopoldo (Napoli 1836 – 1894 Arco) a oa roue diwezhañ an Div Sikilia, adal 1859 betek 1861, pa voe staget e rouantelezh ouzh rouantelezh Italia.
Mab e oa da Ferdinando II an Div Sikilia ha d'e bried kentañ Maria Cristina Savoia (1812 – 1836), merc'h da Vittorio Emanuele Iañ. Marvet e oa e vamm er gwentloù, ouzh en genel. Hag addimezet e oa e dad da Maria Theresia von Österreich (1816–1867).
Savet ha desket fall e oa bet, gwan e oa e dro-spered, ha dindan lasoù e lezvamm e oa, ma sponte diraki, dindan lasoù an dud a iliz, ha dindan tud e lez.
Eured ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E 1859 e timezas da Maria Sofia Bavaria, diwezhañ ha bravañ c'hoar an impalaerez Elesbed Wittelsbach (an impalaerez aostrian anavezet evel Sissi) e oa, c'hoar-gaer da impalaer Aostria Franz Joseph Iañ, ha keniterv d'ar roue Ludwig II Bavaria. Pemp bloaz yaouankoc'h e oa e bried.
Ur verc'h o doe, Maria Cristina Pia di Borbone-Due Sicilie, marvet da dri miz.