Maria Sofia Bavaria

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Maria Sofia, dugez Bavaria ha rouanez an Div Sikilia

Marie Sophie Amalie (hec'h anv gwir), pe Maria Sofia (hervez hec'h anv italianek), dugez Bavaria ha rouanez an Div Sikilia, ganet d'ar 5 a viz Here 1841 e kastell Possenhofen ha marvet e München d'an 19 a viz Genver, a oa diwezhañ rouanez an Div Sikilia.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Marie-Sophie hag he fried en 1859.

Merc'h e oa da Max Joseph in Bayern (1808–1888), Dug Bavaria, ha d'e bried Ludovika Bavaria, ha nav breur pe c'hoar all he doa. Diwezhañ ha bravañ c'hoar Elesbed Wittelsbach, an impalaerez aostrian anavezet evel Sissi, e oa. Dugez Bavaria ha c'hoar-gaer da impalaer Aostria Franz Joseph Iañ e oa : n'halle ket ober un dimeziñ dister.

Eured[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar briñsez, e 1859.
Poltred Maria Sofia de Baviera
Marie Amélie en dilhad Sikilia
Luc'hskeudenn gant Alphonse Bernoud.
Ar priñsezed e 1854. Marie en tu dehoù. Sisis Geschwister. Poltred gant Joseph Karl Stieler.

Dre abegoù politikel e voe dimezet da François de Bourbon, dug Calabria, danvez-roue Rouantelezh an Div Sikilia. Dimezet e voent dre hanterouriezh e München dan 9 a viz Genver 1859, ar priñs Luitpold Bavaria (futur régent) a oa bezant evit an danvez-pried. Pevar devezh goude, d'an 13, ez eas Marie da gemer an tren da v-München , ha hi kuit dre Leipzig ha Praha, da Vienna da gentañ, ma chomas e ti he c'hoar, an impalaerez Elisabeth, hag alese da Trieste ma savas war vourzh ar yacht "Fulminante" betek Bari. Eno e voe degemeret gant he zad-kaer, ar roue Ferdinand II des Deux-Siciles a oa gwall glañv, dug Calabria, he danvez-pried, gant e nav hantervreur ha hanterc'hoar, hag he mamm-gaer Marie-Thérèse, eil pried ar roue, an hini a rene war an tiegezh ha war he lezvab gant he mennozhioù a c'hiz kozh ken e oant, ha hi ur virourez eus ar re washañ.
Dug Calabria a oa ur paotr yaouank dister , troet gant al levrioù deoliezh ha buhez ar sent. ne gomze ket alamaneg, Maria Sofia ne ouie ket italianeg. Ouzhpenn en devoa ur fimozis, ha gant se ne voe ket kaset an nozvezh-eured da benn-vat.
Prestik goude e varvas ar roue Ferdinand II, ha setu Maria Sofia rouanez da 17 vloaz. Met gant ar vamm-gaeredo ar galloud gwirion.

Brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloaz goude e voe aloubet arrouantelezh gant arme Garibaldi. Maria Sofia, 19 vloaz, a oa e penn ar stourm goude ma oa bet trec'het ameoù he fried roue hag int repuet ha gronnet e gwikadell Gaeta.
Goulenn a reas skoazell digant he breur-kaer, impalaer Aostria, François-Joseph Ier, met aner e voe. Fall e oa e vrud goude faezhidigezhioù armeoù Aostria en emgannoù Solferino ha Magenta dirak armeoù gall Napoleon III a oa deuet da skoazellañ ar roue Victor-Emmanuel II de Sardaigne, en desped da aspedennoù e vreudeur ha c'hoarezed. En em serriñ a reas an tiegezh roueel e kreñvlec'h Gaeta, ha d'e heul e oa noñs ar pab hag an diplomated. Edo Marie, kement ha ken bihan ma voe lesanvet harozez Gaeta tra m'edo Victor-Emmanuel II Sardigna, treuzet gantañ stadoù ar pab (pezh na gredas ket he fried ober) oc'h embann bout roue Naplez hag Italia. Staget e voe Rouantelezh an Div Sikilia ouzh rouantelezh nevez Italia, goude ur referendom ha ne oa ket eus an onestañ, ha rankout a reas an tiegezh roueel mont da repuiñ da-gichen ar pab, er pezh a chome eus Stadoù ar Pab.

E Roma edo Maria o chom gant he fried trisitidik, ha hir e kave hec'h amzer. Orgediñ a reas ouzh un ofiser eus zouaved ar pab, Emmanuel de Lavaysse. Prestik e voe dougerez. Mont a reas da wilioudiñ e kuzh d'ur gouent eus Bavaria, en Augsburg. Ur verc'h he doe (div hervez darn), anvet . Daisy de Lawayss‎.

He marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a reas Maria Sofia en 1925 ha beziet e voe e-kichen he fried. Kaset e voe o c'horfoù da iliz-veur Santa Chiara Naplez, lec'h m'emañ bezioù rouaned Sikilia.

He merc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus he merc'h Daisy de Lavaysse ne ouzer ket gwall dra. Savet e vije bet e tiegezh he zad e mervent Bro-C'hall. Ur wech ar bloaz koulskoude e veze kaset, a-hervez, da b-Possenhofen da welout he mamm.

Mervel a ray d'hec'h eizh vloaz, ha dont a ray ar vamm d'an obidoù da Bariz, lidet en iliz ar Vadalen, ma voe souezhet tud ar c'hazetennoù.