Disheolier

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
An disheolier, gant Francisco de Goya.
An disheolier, gant Claude Monet
Plac'h he disheolier, gant Édouard Manet
Noazhourez he disglavier, gant Pierre Carrier-Belleuse, 1890
Ar c'hanseller Pierre Séguier, gant un disheolier dreist e benn, livet gant Charles Le Brun, 1670.
Ar varkizez Elena Grimaldi, livet gant Anthonis van Dyck, 1670.

Un disheolier zo ur benveg da zisheoliañ an dud, da reiñ dezho disheol, dezho da c'hallout chom er-maez hep gouzañv nerzh an heol.

Penaos eo[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tennañ a ra d'an disglavier un tamm, met kalz brasoc'h e vez peurliesañ. Evel an disglavier e ra evel un tamm toenn a-us d'ar pennoù, gant un tamm danvez stegnet d'ober disheol. Pa ne vez ket tev a-walc'h e c'haller santout an tommder a-dreuz an disheolier evelkent.

A bep seurt disheolieroù zo: ar re vihan a vez douget gant an dud, hag ar re vrasoc'h, kalz ponneroc'h, hag a vez lakaet e-kichen taolioù ha kadorioù, da zebriñ er-maez, pe e-kichen kadorioù-hir, d'an dud da c'hourvez a-wechoù.

Disheoliañ pinvidien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E kevredigezhioù zo e weler tud pinvidik gant mevelien o terc'hel disheolieroù dreist o fenn.

En Europa ar XVIIvet kantved e veze morianed yaouank, sklaved e gwirionez, e tiegezhioù zo o terc'hel an disheolier a-us da bennoù maouezed an tiegezhioù pinvidik.

En aod[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Plijout a ra d'an hañvourien astenn en heol met pa vez re greñv nerzh an heol e plij dezho kavout un tamm disheol dindan un disheolier. A-wechoù e nij kuit an disheolier gant an avel.


Arouez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Arouez ar rouaned e oa an disheolier gwenn e Gevredazia . E welout a c'haller war ardamezioù Kambodia, ha re Laos a-raok 1975.


Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


Taolennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]