Hayao Miyazaki
Hayao Miyazaki | |
![]() | |
---|---|
Anv ganedigezh : | 宮崎駿 Miyazaki Hayao |
Lec'h ganedigezh : | Tokyo, ![]() |
Broadelezh : | Japanat |
Micher(ioù) : | Filmaozer Treser |
Filmoù a-bouez : | Kaze no Tani no Naushika Tenkū no Shiro Rapyuta Tonari no Totoro Mononoke Hime Sen to Chihiro no Kamikakushi Hauru no Ugoku Shiro Gake no ue no Ponyo |
Liammoù diavaez | |
| |
kemmañ ![]() |
Hayao Miyazaki (宮崎 駿) zo ur mangaka, ur filmaozer tresadennoù-bev japanat ha kenkrouer Studio Ghibli. Ganet eo d'ar 5 a viz Genver 1941 e Tokyo, e Japan.
Tost dianavezet er c'hornôg war-bouez an dud sot gant ar manga betek embannadur etrevroadel Mononoke Hime e 1999, e filmoù o deus hiziv an deiz ur berzh bras e pep lec'h er bed ha dreist-holl e Japan e-lec'h m'o deus e filmoù graet rekordoù[1].
E filmoù a vez alies savet diwar ar memes temoù pennañ : an darempred etre an denelezh hag an natur, an ekologiezh hag an deknologiezh, hag an diaester da chom Peoc'helour en ur bed ma vez brezel. Tudennoù pennañ e filmoù a vez peurvuiañ merc'hed yaouank pe kreñv ha dizalc'h, hag an dud "drouk" o deus perzhioù n'int ket gortozet en tresadennoù bev boas, hag a lak da soñjal er c'h/kami eus ar relijion shintoek.
E oberennoù a vez peurvuiañ graet evit ar vugale hag an dud gour, war-bouez Mononoke Hime hag a zo feulsoc'h eget ar re all. E Japan ez eo lakaet ken barrek ha Osamu Tezuka, hag er c'hornôg e vez alies keñveriet gant Walt Disney.
Resev a ra enoroù ar gazetenn Time e 2006 ar pezh a lak anezhañ evel unan eus ar personelezhioù asiat gant ar muiañ a levezon[2].
Buhezskrid[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bugaleaj ha yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ganet d'ar 5 a viz Genver 1941 e Tokyo[3] (e karter Akebono e arondisamant Bunkyo), eilvet en ur familh pevar paotr,[4] (Arata (ganet e miz Gouere 1939), Yutaka (ganet e miz Genver 1944), ha Shirō)[5], e bugaleaj a zo merket gant ur Japan distrujet gant an eil brezel bed. Oberennoù Miyazaki a vo awenet-tre gant an darvoud-se.
E zad, Katsuji Miyazaki, a zo neuze rener Miyazaki Airplane, un embregerezh sevel kirri-nij a oa d'e vreur (eontr Hayao) hag a produe gouarnoù ar Zero (Karr-nij japanat). Kavet e vez ur bern a daveoù d'ar c'hirri-nij pe d'an oabl dre vras e oberennoù Miyazaki, awenet gant endro labour e zad.[6].
Mamm Hayao a zo bet tapet gant ar torzhellegezh melkeineg, chom a ra d'an hospital, a-raok distro en ti e-pad nav bloaz. Hayao a oa tost dezhi, ar pezh a zo diskouezet er film Tonari no Totoro[4]. Shirō Miyazaki, breur yaouer Hayao a laro ez eo diazezet tudenn Dora e-barzh Tenkū no Shiro Rapyuta war hini o mamm, evit ar pezh a denn diouzh ar bersonnelezh.[5].
Terc'hout a ra kuit ar familh Miyazaki ar brezel o tilojañ e 1944 ha 1945 (O vont da skouer da prefeti Tochigi, e Utsunomiya ha Kanuma, e norzh Tokyo). Labouradeg Miyazaki Airplane a oa e Kanuma. Hayao a anavezo teir skol disheñvel e c'hwec'h bloaz : etre 1947 ha 1949 ez eo enskrivet en ur skol kentañ derez eus Utsunomiya, e 1950 e ra e studioù e skol Omiya e karter Suginami Tokyo, dre m'eo staliet ar familh e gêr-benn, eus 1951 da 1955 e Skol Eifuku. Tremen a ra e bloavezhioù lisead e Skol Omiya (1956 ha 1957) hag el lise Toyotama (1958)[5],[6].
E-pad e bloavezh lise diwezhañ e tizolo ar c'hentañ tresadenn-bev japanat e livioù, Hakuja den eus an animatour Yabushita Taiji eus ar studio Toei, awenet gant ur gontadenn a vro Sina. Evit Hayao e vo ur cheñchamant bras en e vuhez ; laret a ra bezañ e karantez gant an harozez, Pai-nyan, ha bezaén bet leñvet an nozvezh a-bezh[4]. Plijout a rae kalz dezhañ oberennoù Osamu Tezuka ha pleustriñ a ra war an tresañ, oc'h ober tresadennoù kirri-nij er penn-kentañ, evit ober ar memestra ha Tezuka, met merzout a ra ne c'hell ket tresañ an tudennoù[5]. Un devezh, merzout a ra ne rae nemet kopiañ stil Tezuka, deviñ a ra neuze holl ar mangaioù treset gantañ ; laret en deus bezañ kavet e oa diaes-tre krouiñ e stil dezhañ[4]. E 1962, kregiñ a ra gant studioù ekonomiezh e Gakushuin ha skrivañ a ra un dezenn war an industriezh japanat. Ar memes bloavezh, mont a ra en ur strollad enklaskoù e Gakushuin war al lennegezh evit ar bugale[5].
Penn-kentañ e labour e studio Toei[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kregiñ a ra Miyazaki da labourat e miz Ebrel 1963 evel esaouener er studio Toei[3]. Anavezet eo gant e labour war Garibā no Uchū Ryokō (1965) ; dre m'en deus ket kavet fin ar film dedennus e kinnig unan all, a zo asantet ha enbarzhiet er film. Goude ur gourdonadeg tri miz, labourat a ra war ar film Wan wan chushingura, ha war kentañ heulienn skinwel ar studio, Ôkami Shônen Ken, kevezer Tetsuwan Atomu eus Osamu Tezuka. Resev a ra ur gopr a 19500 yen (e randi e karter Nerima a goust dezhañ 6000 yen)[5].
Pa grog e 1964 kudennoù sindikat er studio, kemer a ra Miyazaki penn ar manifesterien ha dont a ra da vezañ sekretour pennañ sindikad al labourerien[6]. Isao Takahata a zo neuze besprezidant ar sindikat. D'ar c'houlz-se e kej gant Akemi Ota, hag a zo animatourez er studio ivez. Dimeziñ a rint e miz Here 1965 ; ar c'houplad yaouank a ziloj neuze da Higashi-Murama[5].
E 1965 e vo ivez kroget gant ur genlabour etre Hayao ha Takahata gant ur raktres, Hassuru Panchi. Pa grogo Takahata da labourat war ar film Taiyo no oji : Horusu no daiboken, Miyazaki, oadet a 22 vloaz, a ginnig kemer perzh er raktres.[7], hag a kemer evel e chañs diwezhañ labourat war filmoù hir ha paouez gant an heuliennoù skinwel. Takahata, Miyazaki ha Yasuo Otsuka en em engouestl da echuiñ ar raktres, ne vern ar pezh a c'hoarvezfe. Ar film, embannet d'an 21 a viz Gouere 1968, a vo ur c'hwitadenn kenwerzhel.
Ar memes bloavezh, Miyazaki a labour gant e wreg war stumm japanat ar c'hazh e heuzoù : Nagagutsu o haita neko gant ar perzh animatour pennañ[7],[5]. E 1969, ober a ra war-dro lodennoù ar film Sora tobu yūreisen, ur film hir, atav gant e wreg.[7].
Ar c'houplad a roio ar vuhez da daou mab : Gorō Miyazaki, a vo, eñ ivez, filmaozer, o labourat a-wechoù evit studio e zad, e Genver 1967 hag un eil, Keisuke, arzour graet gantañ engravadurioù ha tudennigoù e koad, en o zouez e vez gwelet er film Mimi wo sumaseba e miz Ebrel 1969[4],[5]. Dilojañ a ra ar familh e Tokorozawa er prefeti Saitama e 1970[5]. Kuitaat a raio e wreg he labour evit ober war-dro ar baotred.
Er memes tro, Miyazaki a labour war heuliennoù skinwel : Mahotsukai Sally, Himitsu no Akko-chan' ha kregiñ a ra d'ober mangaioù. Sabaku no Tami a vo embannet etre miz Gwengolo 1969 ah miz Meurzh 1970 e Shōnen Shojo Shinbun dindan an anv-pluenn Akitsu Saburo.
Kemer a ra perzh e 1970-71 da luskad ur film savet gant Okeda Horoshi, Dobutsu takarajima[7], savet diwar ar romant Treasure Island anavezet mat skrivet gant Stevenson e-lerc'h ma vez gwelet un dudenn ouzhpennet diwar c'hoant Miyazaki : Cathy, ur plac'h yaouank gant blev ruz gwisket e glas, hag a vo gwelet meur a-wech e stummoù disheñvel.
Goude Toei/A-raok Ghibli[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E 1971, mont a ra kuit Miyazaki eus ar studio Toei ha mont a ra gant Isao Takahata ha Yoichi Kotabe er studioioù A-Pro[3].
Mont a ra gant Yutaka Fujiota (prezidant Tokyo Movie) e Sveden evit klask kaout ar gwirioù a-benn sevel ur film evit Pippi Långstrump (Nagakutsushita no Pippi), dre m'o doa dija savet storyboardoù evito, hag evit eskemm gant skrivagnerez al levr, Astrid Lindgren. Ne deuont ket a-benn da gaout ar gwirioù ha nullet eo ar raktres.[5],[6]. Ar veaj-mañ a vo an hini kentañ e-maez Japan, ha gweledva Skandinavia a vo implijet en e filmoù, e-barzh Majo no takkyūbin da skouer, lec'h m'eo diazezet neuz Koriko war Stockholm[8].
Gweladenniñ a ra ivez kalzig a lec'hioù e Tokyo o klask ur savadur nevez evit ar studio.
An triad Miyazaki, Takahata, Otabe a aozo meur a lodennoù evit an heulienn japanat Rupan sansei hag ar film berr Panda Kopanda. E 1973, an heulienn Panda Kopanda, amefuri sakasu no maki a zeuio maez hag adkavet e vez dija e dremm ar panda, tresoù Tototro.
E miz Even 1973, an triad a za kuit eus A-Pro evit Zuiyo Pictures, ur stusio ezel eus Nippon Animation[3],[5]. Labourat a reont e-pad pemp bloaz war ar World Masterpiece Theater (世界名作劇場 Sekai meisaku gekijō, pe Meisaku hepken), heulienn japanat awenet gant romantoù europa, hag evit al lodenn brasañ treuzkaset e Bro-C'hall.
E 1978, Miyazaki en deus kroget d'ober war-dro al lodenn aozañ. Sevel a ra neuze un heulienn 26 lodenn a 26 munutenn pep hini anvet Mirai shōnen Conan (Conan, mab an dazont). An heulienn-se diazezet war ar romant evit ar vugale The Incredible Tide gant Alexander Key, a gomz eus temoù tost d'ar re a vo e-barzh Naushika (bed post-apokaliptek, kudennoù ekologel) pe Laputa ha kinnig a ra ar c'hentañ mekanikoù nij krouet gant Miyazaki.
Ar memes bloavezh, ur reporter yaouank - Toshio Suzuki - lakaet da labourat en ur gazetenn nevez, Animage, a galv Takahata evit komz dezhañ eus Taiyo no oji : Horusu no daiboken, dre ma oa e soñj skrivañ ur pennad war-c'horre evit e rubrikenn. Takahata a gomzo dezhañ e-pad un eur, hep menegiñ Taiyo no oji, dre ma gomz eus ar raktresoù nevez savet. Reiñ a ra ar pellgomz da Miyazaki, a gomz dezhañ eus Taiyo no oji hag a goulenn c'hwezek pajenn e Animage. Suzuki ne menego hini ebet eus an daou en e bennad, met na zisoñjo ket anezho. Diwezhatoc'h e vo produktour e penn ar Studio Ghibli ha mignon gant Miyazaki[1].
E 1979 ez a er Tōkyō Movie Shinsha. Ar memes bloavezh, embann a ra e c'hentañ film aozet gantañ : Rupan sansei: Kariosutoro no shiro. Deuet eo ar film-se da vezañ ur c'hlasel ha merkout a ra ul lodenn pouezhus e red-micher Miyazaki. Suzuki ha Miyazaki a gej evit ar wech kentañ. Miyazaki a ra evel ma ne vefe ket amañ ha nac'h a ra zoken bezañ kemeret e foto gantañ. Daoust d'an darvoud-se, Suzuki a gendalc'ho da skrivañ war labour Miyazaki e-barzh Animage[1].
Ar bloavezh goude, Miyazaki a labour evit Telecom Animation Film ha kemer ar ra perzh kelenner an animatourien nevez. D'ar memes c'houlz e aoz al lodennoù 145 ha 155 evit an heulienn Rupan sansei hag implij a ra Telecom, anv an embregerezh, evel anv-pluenn[5].
Berzh Nausicaä ha bloavezhioù Ghibli[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E 1982, aozañ a ra c'hwec'h pennad kentañ evit an heulienn Sherlock Holmes (hag a vo skignet e 1984–85) e kenproduadur gant ar skinwel italianeg Rai. An heulienn-se a gont troioù-kaer Sherlock Holmes gant loened antropomorfek.
D'ar mare-se eo e raio anaoudegezh da vad gant Suzuki, o komz dezhañ eus e soñjoù raktresoù evit an dazont. Kinnig a ra hemañ sikour anezhaén o kregiñ gant Kaze no Tani no Naushika. Narch'et e vez dezhañ gant ur bern produerien, a c'houlenne d'ar c'houlz-se mangaioù pe sonerezh a-raok asantién ur raktres. Ne ziskalon ket Suzuki, h alakaat a ra e Animage Naushika e stumm manga. Ar manga a raio berzh ha dilennet eo manga karetañ lennerien Animage ar bloaz goude[1]. Embann a ra ivez Miyazaki Shuna no tabi, ur manga tost a-walc'h ouzh Mononoke Hime.
E 1983, ar raktres ober ur film gant lodennoù kentañ Naushika a zo lañset. Dre ma z'eus dale gant ar produadur, embannet e vez un destennig e Animage evit klask war-lerc'h animatourien all. Hideaki Anno (hag a zo anavezztoc'h evit e labour war Neon Genesis Evangelion), a responto d'ar galv ha kemeret e vo diouzhtu evit labourat war lodenn pouezhusañ ar film dre m'eo Miyazaki bammet gant talvoudegezh e labour. E miz Du 1984 e teu maez ar film er salioù Japanat. Bez e vo lostoù hir dirak sinemaioù ar vro.[1].
A-drugarez da berzh ar film Naushika e savo Miyazaki e 1985 ar studio Ghibli (diazezet e karter Sunigami, e Tokyo), gant Isao Takahata. Er batimant e oent abaoe miz Ebrel 1984[5]. Berzh ar film ha savidigezh ar studio a gemer plas en ul lodenn diaes eus buhez Miyazaki dre m'eo marvet e vamm ur bloaz a-raok embannadur ar film, e miz Gouere 1983, d'an oad a 71 bloaz[5].
Kemer a ra Miyazaki an diviz d'ober dresit-holl tresadennoù-bev hir, pdaoust ma vez kavet dreist-holl e Japan heuliennoù hag OAVoù. Produiñ a ra neuze tresadennoù-bev gant ur frekañs izeloc'h, met gant un dalvoudegezh brasoc'h. Kentañ raktres ar studio a zo ar film Tenkū no shiro Rapyuta a vo embannet e miz Eost 1986.

Anavezet e vo muioc'h c'hoazh gant embannadur e 1988 eus Tonari no Totoro. Ar film a raio berzh e Japan ha lodenn vrasañ ar Japaniz a anavez hiziv an deiz tudenn Totoro, a zo deuet da vezañ arouez ar studi Ghibli. Ar ganaouenn digoradur, kanet gant Azumi Inoue, a zo ivez ur ganaouenn desket alies gant ar bugale Japanad er skol-vamm. Hogen, pa gomz Toshio Suzuki eus ar raktres da produerien Tokuma evit ar wech kentañ e 1986, nac'het e vo diouzhtu. Ar memes-tra eo bet pa voe klasket un eil wech, o strollañ Totoro (aozet gant Miyazaki) gant Hotaru no Haka (gant Takahata). Al labour war an daou film a grog pa roio sikour embanner Hotaru no Haka d'ar studio. Labourat a raio ar studio war an daou film d'ar memes tro. Kement-se a vo daou vloavezh diaes evit Miyazaki hag e skipailh, a ranke plijout da daou ti-embann d'ar memes tro (Totoro o vezañ ivez diazezet war ul levr, evit ar vugale) hag ober gant daou skipailh animatourien[1].
Un nebeut goude embannadur ar filmoù-se, Miyazaki a azez dirak un ti-gar un devezh pad evit sellet eus fiñv brozhoù ar merc'hed o tremen. Ar pezh en deus gwelet a vo diskouezhet en e film Majo no takkyūbin, dre m'he deus an harozez ur vrozh du sorserez. Berzh a raio ar film. Diazezet war levr Eiko Kadono, en em gavout a raio e kentañ plas ar box-office Japanad er bloavezh 1989, o rastelañ 2 170 milion yen hag o desach 2 604 619 den[1].
Suzuki, mignon bras da Miyazaki ha Takahata, a labour evit ar studio goude Majo no takkyūbin ha dont a ra da vezañ produour adalek ar film da c'houde, Omohide Poro Poro[1].
Bevañ a ra ar studio amzerioù diaes e-pas produadur Majo no takkyūbin. Daoust da se, boujedenn ar film a oa an doubl eus hini Totoro, kalite ar skeudennoù a oa gwelloc'h, an animatourien a c'houneze nebeutoc'h e-keñver al labour graet. Paeet e oent d'ar pezh, dre skeudennoù pe tresadennoù, o c'hounez war-dro kant mil yen dre miz. Evit chom hep ma varfe ar studio, Miyazaki ha Suzuki o deus divizet enbarzhiañ o labourerien dre vac'had er studio, evit gellout stummañ animatourien all. Miyazaki a soñj en ur steuñvig simpl evit ar studio : krouiñ un en-dro labour dereat evit stummañ hag henchañ an animatourien yaouank.[1] (Lodenn vrasañ an animatourien a zo etre 18 ha 25 bloaz[9]).
E 1992 e embanno ar studio ar film Kurenai no Buta(anavezet ivez evel Porco Rosso), a gont istor ur goprsoudard italian bet treuzfurmet e pemoc'h, blenier dournijerez er mor Adria er bloavezhioù 1920. Ar film-se a zo disheñvel eus filmoù boas Miyazaki, dreist-holl dre ma vez kavet un haroz gour hag un istor lec'hiet en ul lec'h gwirion.
E memes devezh ha embannadur Porco Rosso ez eo igoret burevioù nevez ar Studio Ghibli e banlev kornog Rokyo[1].
E 1994 ez eo embannet Pompoko, eus Takahata, a ra berzh a-drugarez d'an harozed hanter-rakoun, hanter-broc'h.
Emglev gant Disney ha berzh etrevroadel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E 1996 e vez sinet un emglev etre Walt Disney Company hag ar Studio Ghibli, hag a stummo ar strollad Disney-Tokuma, karget da dasparzhañ filmoù Ghibli (e diavaez an DVDoù) er bed, o kontaén ar Japan, met ket peurest Azia[10]. D'ar c'houlz-se, Miyazaki en doa diaesterioù da choaz etre daou raktres, ha lâret en deus da Suzuki en doa c'hoant ober an daou er memes koulz. Ar raktresoù a oa Boro ar viskoulennig, istor beaj ur viskoulenn betek ar gwezenn e-kichen, ha Mononoke Hime. Suzuki a gendrec'h anezhañ d'ober Mononoke a-raok , dre ma z'eo diaesoc'h ober filmoù birvidik tremenet un oad. Miyazaki en doa neuze 54 bloaz. Marteze e oa e chañs ziwezhañ aozañ ur film evel Mononoke.[1] Miyazaki a heuil kinnig e mignon hag embann a ra Mononoke Hime e 1997.
Ar film a zo diskleriet evel film diwezhañ Miyazaki gant ar c'hazetennoù goude un emvod kelaouiñ lec'h m'en deus lâret Miyazaki "D'am soñj ez eo ar film diwezhañ a rin en doare-mañ". Plijout a ra da Miyazaki bezañ aze evit holl pazennoù krouadur e filmoù hag o wiriañ pep tresadenn, un dre un, ar pezh en deus graet evit pep film. Mononoke a lako anezhañ da vezañ skuizh e-pad daou vloaz. E oad ne aotree ket anezhañ da kemer kement a perzh en e raktresoù. Lâret en deus e teue da vezañ gwen e zaoulagad ha gorrek e zaouarn ; ne gred ket e c'halfe ober pep tra evel a-raok. Ar c'hazetennoù a ra hep fin e frazenn ha diskleriañ a reont leve Miyazaki.(en) The future -- Is Miyazaki retiring? Nausicaa.net</ref>.
Ar film a zo kemeret evel ur bennoberenn ha berzh Miyazaki a gresk fonnus kement el live broadel hag etrevroadel. Dasparzhet eo e meur a vroioù, Bro-C'hall en e zouezh (e 2000) gant Miramax (Disney) a c'houlenno da Hayao troc'hañ ar film evit an embannadur etrevroadel. Nac'h a raio Miyazaki. Ur berzh vras a lako ar film kentañ er box-office japanat, o tipaseal E.T. the extra-terrestrial gwelet muioc'h eget trizek million gwech (dipaset e vo goude gant Titanic).
Miyazaki a za kuit eus ar studio Ghibli d'ar 14 a viz Genver 1998 evit sevel ur framm nevez : Butaya (Ti ar pemoc'h, e-kichen ar studio Ghibli. Adalek ar mare-se, Miyazaki en deus diskleriet e "leve" e fin pep hini eus e filmoù, met hep dont a-benn : dirak ar goulonder stalie goude marv Yoshifumi Kondō, ar 16 a viz Genver 1999, Miyazaki a zeu en-dro er studio Ghibli evel shochō (ar pezh a dalv tamm-pe-damm "penn ar servij").
Goude ur hir mare a vakaénsoù e gej gant merc'hed ur mignon ; unan anezho a aweno anezhañ evit e film Sen to Chihiro no Kamikakushi. E 2001, Miyazaki a echu aozadur ar film ha diskleriañ a ra, e-pad un emvod kelaouiñ, ez eo e film diwezhañ. Ar film-se a vo berzh brasañ e bro Japan (o vont dreist da Titanic) gant 23 milion a dont e-barzh[11], hag a vo ivez gwelet mat er bed a-bezh o c'hounezout ur bern prizhioù (en o-zouez an Arzh Aour e Berlin, ar wech-kentañ evit un dresadenn-vev, hag Oscar an dresadenn-vev wellañ e 2002).
Ar memes bloavezh e vo igoret ar mirdi Ghibli e karter Mitaka e kornog Tokyo[1].
E 2003 ez eo embannet Neko no ongaeshi, a vo produet gant Hiroyuki Morita, ha fin 2004, Hauru no Ugoku Shiro embannet e Japan. Kont a ra istor ur plac'h yaouank treuzfurmet e maouez kozh. Awenet eo bet Hayao gant ur romant Diana Wynne Jones anvet Howl's Moving Castle.
Gounez a raio ul leon aour evit e red-micher a filmaozour e Mostra Venizia e 2005. E-pad un emvod kelaouiñ, diskleriañ a ra : "N'on ket bet gwall entanet er penn-kentañ dre ma seblante bezañ ur priz evit ar re gozh. Met lâret eo bet din ez eo bet roet ar peiz-maén da tud a oa atav oberiant, evel Eastwood, neuze 'm eus asantet anezhañ. C'hoant am eus krouiñ filmoù a ro awen d'ar vugale."
E 2008 e embann ar film Gake no ue no Ponyo, a kont troioù-kaer ur paotrig pemp bloaz hag ur priñsez pesk ruz c'hoant ganti bezañ un den. Ar film-mañ a merk ur kemm pouezhus a neuz grafek dre ma 'z eo graet an tresadennoù e pastel hag ar CGI n'eo ket bet implijet. Toshio Suzuki en deus lâret ez vez « 70 % da 80 % eus ar film a dremen er mor ». Deuet eo ar film er-maez e miz Gouere 2008 e Japan ha skignet e-pad ar Mostra di Venezia 2008 evit an arvesterien european.
Filmadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Essaouenner[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1963 : Wan wan chûshingura gant Hiroshi Okawa
- 1963 : Okami shonen Ken gant Tetsuo Hara
Animatour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1965 : Garibā no uchū ryokō (ガリバーの宇宙旅行}}
- 1968 : Taiyo no oji: Horusu no daiboken (太陽の王子ホルスの大冒険) gant Isao Takahata, kemer a ra perzh en design (evel an holl animatourien pennañ er raktres-mañ)
- 1969 : Nagagutsu o haita neko (長靴をはいた猫) gant Kimio Yabuki
- 1969 : Sora tobu yūreisen (空飛ぶゆうれい船)
- 1971 : Dobutsu takarajima (どうぶつ宝島) gant Hiroshi Ikeda
- 1972 : Panda kopanda (パンダコパンダ)
- 1973 : Panda kopanda, amefuri sakasu no maki (パンダコパンダ 雨ふりサーカスの巻)
Filmaozer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1978 : Mirai shōnen Conan (未来少年コナン) - stirad skinwel
- 1979 : Rupan sansei: Kariosutoro no shiro (ルパン三世カリオストロの城)
- 1984 : Sherlock Holmes 6 tamm kentañ.
- 1984 : Kaze no tani no Naushika (風の谷のナウシカ)
- 1986 : Tenku no shiro Rapyuta (天空の城ラピュタ)
- 1988 : Tonari no Totoro (となりのトトロ)
- 1989 : Majo no takkyūbin (魔女の宅急便)
- 1992 : Kurenai no buta (紅の豚)
- 1995 : On Yua Māku (オン・ユア・マーク) (video-klip)
- 1997 : Mononoke Hime (もののけ姫)
- 2001 : Sen to Chihiro no Kamikakushi (千と千尋の神隠し)
- 2004 : Hauru no ugoku shiro (ハウルの動く城)
- 2008 : Gake no ue no Ponyo (崖の上のポニョ)
- 2013 : Kaze Tachinu(風立ちぬ)
Gourseller[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Produer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1994 : Heisei tanuki gassen pompoko (平成狸合戦ぽんぽこ) gant Isao Takahata
- 2002 : neko no ongaeshi (猫の恩返し) gant Hiroyuki Morita
Senarier[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1979 : Rupan sansei: Kariosutoro no shiro
- 1984 : Kaze no tani no Naushika
- 1986 : Tenku no shiro Rapyuta
- 1988 : Tonari no Totoro
- 1989 : Hauru no ugoku shiro
- 1992 : Kurenai no buta
- 1995 : Mimi wo sumaseba (耳をすませば) gant Yoshifumi Kondō
- 1997 : Mononoke Hime
- 2001 : Sen to Chihiro no Kamikakushi
- 2004 : Hauru no ugoku shiro
- 2008 : Gake no ue no Ponyo
Loreadeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 4 Priz Mainichi Noburō Ōfuji :
- 1979 evit Rupan sansei: Kariosutoro no Shiro
- 1984 evit Kaze no tani no Naushika
- 1986 evit Tenku no shiro Rapyuta
- 1988 evit Tonari no Totoro
- 5 Priz meur an dresadenn-vev Mainichi :
- 1989 evit Majo no takkyūbin
- 1992 evit Kurenai no buta
- 1994 evit Pompoko (soñj ha produadur nemetken)
- 1997 evit Mononoke Hime
- 2001 evit Sen to Chihiro no Kamikakushi
- Diuzad ofisiel ar film estren gwellañ e Oskar ar sinema :
- 1998 evit Mononoke Hime
- 1 Kristal ar film hir er Festival etrevroadel an tresadennoù-bev e Annecy :
- 1993 evit Kurenai no buta
- 1 Arzh aour ar film gwellañ e Festival Berlin :
- 2002 evit Sen to Chihiro no Kamikakushi
- Oskar ar sinema (tresadenn-vev wellañ) :
- 2003 evit Sen to Chihiro no Kamikakushi
- Anvet e César ar sinema er c'hategorienn film estren gwellañ :
- 2003 evit Sen to Chihiro no Kamikakushi
- 1 BAFTA er rann film gwellañ e yezh nann-saoz :
- 2004 evit Sen to Chihiro no Kamikakushi
- 1 Inkpot Award :
- 2009 evit Hayao Miyazaki
Levrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1969-1970 : Sabaku no tami (砂漠の民) (manga)
- Shuna no tabi (シュナの旅) (levr skeudennaouet)
- 1982-1992 : Kaze no tani no Naushika (風の谷のナウシカ) (manga)
- Miyazaki Hayao no zassō nōto (雑想ノート), embannet e saozneg gant an titl The Notebook of Various Images
- The Age of the Flying Boat (飛行艇時代), diazez ar film Kurenai no buta
- 1999 : Doromamire no tora, kont a ra ar manga troioù-kaer al letanant Otto Carius, ar blenier tankoù alaman hag e Tigr e-pad brezeliadenn Estonia a-enep an arme soviedel.
- 2006 : A Trip to Tynemouth (embannet e Japan ; diazezet war ar gontadennoù evit ar re yaouank gant Robert Westall, en deus kresket e Bro-Saoz e-pad an Eil brezel bed).
Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ 1,00 1,01 1,02 1,03 1,04 1,05 1,06 1,07 1,08 1,09 1,10 ha1,11 (ja)(fr) La naissance du Studio Ghibli, teulfilm skignet d'ar 5 a viz Gouere 1998 war Nihon TV. Bonus an DVD Kaze no Tani no Naushika.
- ↑ (en) Hayao Miyazaki: In an era of high-tech wizardry, the animé auteur makes magic the old way, Time Asia, 13 a viz Du 2006
- ↑ 3,0 3,1 3,2 ha3,3 (en) Buhezskridig war Nausicaa.net
- ↑ 4,0 4,1 4,2 4,3 ha4,4 (en) Details about Miyazaki
- ↑ 5,00 5,01 5,02 5,03 5,04 5,05 5,06 5,07 5,08 5,09 5,10 5,11 5,12 5,13 ha5,14 (en) Steven Feldman, Hayao Miyazaki Biography, Revision 2, 24 juin 1994, Nausicaa.net
- ↑ 6,0 6,1 6,2 ha6,3 (en) Helen McCarthy, Hayao Miyazaki: Master of Japanese Animation, Stone Bridge Press, 1999, (ISBN 1880656418)
- ↑ 7,0 7,1 7,2 ha7,3 (en) Les films de Miyazaki antérieurs à la création du studio Ghibli
- ↑ (en) FAQ: Kiki's Delivery Service
- ↑ (en) An Interview with Hayao Miyazaki, kazetenn Protoculture Addicts, n°12, 1992
- ↑ (en) The Disney-Tokuma Deal
- ↑ Produadur Chihiro, Buta-connection.net
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Lec'hienn ofisiel Studio Ghibli
- Ttouroù diwar-benn Miyazaki e Nausicaa.net
- Miyazaki e lec'hienn Japan Zone
- Atersadenn er gazetenn saoznek The Guardian
- Atersadenn graet e miz Eost 1997
- Miyazaki e lec'hienn Anime News Network

