Arzh Aour
An Arzh Aour (Goldener Bär en alamaneg) eo ar gopr-sinema pennañ a vez roet da wellañ film hir Festival etrebroadel ar film Berlin (Internationale Filmfestspiele Berlin) bep bloaz abaoe 1951.
Stumm un arzh — arouez Berlin, kêr-benn Alamagn — he deus an delwennig krouet gant ar gizellerez alaman Renée Sintenis (1888-1965).
Kentañ dalc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da-geñver an dalc'h kentañ e voe dibabet pep a loread e-touez pemp rummad — drama, komedienn, teulfilm, skrij/troioù-kaer ha sonerezh — gant ur juri alaman :
Bloaz | Film | Filmaozer | Bro |
---|---|---|---|
1951 | Die Vier im Jeep (drama) | Leopold Lindtberg[1] | Suis |
Sans laisser d'adresse (komedienn) | Jean-Paul Le Chanois | Bro-C'hall | |
Beaver Valley (teulfilm berr) | James Algar | Stadoù-Unanet | |
Justice est faite (skrij ha troioù-kaer) | André Cayatte | Bro-C'hall | |
Cinderella (sonerezh) | Wilfred Jackson[2] | Stadoù-Unanet |
Etre 1952 ha 1955 e voe dibabet al loreidi diwar votiñ an arvesterien.
Bloaz | Film | Filmaozer | Bro |
---|---|---|---|
1952 | Hon dansade en sommar | Arne Mattsson | Sveden |
1953 | Le Salaire de la peur | Henri-Georges Clouzot | Bro-C'hall |
1954 | Hobson's Choice | David Lean | Rouantelezh-Unanet |
1955 | Die Ratten | Robert Siodmak | RKA |
Goude ma voe anavezet Festival Berlin e 1956 gant FIAPF (Kevread Etrebroadel Kevredigezhioù ar Broduourien Filmoù) e voe dibabet al loreidi gant ur juri etrebroadel :
Chom a ra an Taiwanad Ang Lee ar filmaozer nemetañ bet tapet an Arzh Aour div wech (1993 ha 1996) gantañ, evit c'hoazh.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ A-gevret gant Elizabeth Montagu.
- ↑ A-gevret gant Clyde Geronimi ha Hamilton Luske.