Roman Polanski
Roman Polanski, ganet Raymond Thierry Liebling d'an 18 a viz Eost 1933 zo ur filmaozour, produer, skrivagner senario hag aktour polonat-gall.
Polanski a vez klasket war e lerc'h gant ar sistem justis stadunanat dre ma'z eo tec'het diouzh ar vro a-raok bezañ barnet evit un darempred reizhel rediet gant ur plac'h vinor.
Tud Polanski a oa yuzevien bolonat o devoa fiñvet eus Pariz da Graków e 1937. Daou vloaz war-lerc'h, Polonia a voe aloubet gant Alamagn an Trede Reich pa oa kroget an Eil Brezel-bed. Ar familh Polanski a oa trapet e Ghetto Kraków. Harzet e oa bet ar vamm hag an tad, Roman Polanski a oa aet da vevañ e ti ar vreudeur ha c'hoarezed gant un anv nevez, o klask dreistbevañ al Loskaberzh.