12 Angry Men (film)

Eus Wikipedia
Tañvaenn orin 12 Angry Men.

12 Angry Men[1] (12 Den Droug enne e brezhoneg) zo ur film saoznek, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour stadunanat Sidney Lumet e 1957.

Kentañ film savet gant Lumet evit ar sinema e oa, deuet e-maez a-raok Stage Struck (miz Ebrel 1958).

Fichenn deknikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An danvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En un tu bennak e Stadoù-Unanet Amerika.
Tamallet eo ur paotr yaouank da vezañ lazhet e dad a daolioù kontell en e ranndi ha fiziet en ur juri a zaouzek den e varn. Da-heul ar votadeg kentañ e tiskouez an toued niverenn 8, tisavour diouzh e vicher, kaout douetañs diouzh kablusted an tamallad yaouank. Ma van e-unan-penn rak an douidi all a glask ober dezhañ cheñch e veno evit ma vo kemeret an diviz mat a-unvouezh, evel m'eo dleet.
Padal, dre forzh arguziñ ouzh an testeni-mañ-testeni ha lakaat war wel diwirheñvelded ar brouenn-mañ-prouenn e teu a-benn an eizhvet toued da cheñch penn d'ar vazh o kendrec'hiñ e gendouidi, an eil war-lerc'h egile.
M'eo didamallet ar paotr yaouank a-barzh fin ar gont, goude eurvezhioù a dabutoù lakaet garv ha faezhus abalamour d'an amzer douforek o ren e-barzh ar sal kement hag er-maez anezhi. Echuiñ a ra ar film pa guita an douidi al lez-varn : torret eo d'ar glav arnevek ha ne oar ket Yann Arvester ha kablus e oa ar paotr yaouank pe get...

Roll ar gomedianed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eo nemet e dibenn ar film e vez roet da Yann Arvester da anavezout anv-familh daou eus an douidi pa gimiad an eil diouzh egile : an aotrou Davis (8vet toued) hag an aotrou MacCardle (9vet toued), da lâret eo an daou zen kentañ o devoa dibabet didamall ar paotr yaouank en abeg d'o douetañsoù.

Skrivañ a c'heller ez eo pouezus-kenañ ar roll a zalc'h Henry Fonda er film dre ma teu a-benn e dudenn da gendrec'hiñ an douidi all d'e savboent a-barzh fin ar gont. Fentus eo stadañ en devoa c'hoariet Fonda roll un den tamallet e gaou e The Wrong Man (deuet e-maez e miz Kerzu 1956) gant Alfred Hitchcock...

Goproù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Oskar ebet gant 12 Angry Men rak rastellet e voe prizioù Akademiezh Arzoù ha Skiantoù ar Fiñvskeudenniñ gant ur film all, The Bridge on the River Kwai, e miz Meurzh 1958.

Tapout a reas Arzh Aour (Goldener Bär en alamaneg) ar gwellañ film hir da-geñver Internationale Filmfestspiele Berlin en hañv 1957 koulskoude.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Dougen a ra ur film all an hevelep titl, bet sevenet evit ar skinwel gant William Friedkin e 1997.