Sen to Chihiro no Kamikakushi
Sen to Chihiro no Kamikakushi | |
Filmdata | |
---|---|
Titl orin : | Sen to Chihiro no Kamikakushi |
Bro produiñ : | Japan |
Deuet er-maez : | 27 a viz Gouere 2001 |
Yezh orin : | Japaneg |
Padelezh (PAL-DVD) : | 125 munutenn munutenn |
Skigner : | Toho (Japan) Walt Disney Pictures (North America) |
Boujedenn : | 1.9 milion yen |
Korvoder gros : | 27,492,509,500 yen |
Pare | |
Filmaozer : | Hayao Miyazaki |
Produer : | Toshio Suzuki |
Skrivagner : | Hayao Miyazaki |
Sonerezh : | Joe Hisaishi |
Rener al luc'hskeudenniñ : | Atsushi Okui |
Frammer : | Takeshi Seyama |
Aktourien | |
Liammoù diavaez | |
kemmañ ![]() |
Sen to Chihiro no Kamikakushi (千と千尋の神隠し, lenn. Sen ha Chihiro diankadenn speredel ) a zo ur film tresadennoù-bev japanek aozet gant Hayao Miyazaki er studio Ghibli e 2001.
Ar film-mañ eo an hini kentañ eus ur vro nann-saoznek en deus dastumet kement ha 200 milion a zolaroù e-maez ar Stadoù-Unanet. E Japan eo bet gwelet gant 23 milion a dud hag aet eo dreist Titanic a oa e penn renkadur an enkefiadoù brasañ.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lodennoù pouezus eus an istor a zo meneget aze.
Chihiro, ur plac'h yaouank, a zo war an hent evit mont d'he di nevez, pa diviz he zad kemer un hent berroc'h. En em gavout a reont neuze dirak ur riboul. Daoust da klemmadennoù ar plac'hig ez a ar familh da welet petra 'zo en tu all. En em gavout a reont en ur gêriadenn goullo, met lec'h ma z' eus boued o c'hortoz debrerien. Krog a ra kerent Chihiro da zebriñ ha pa distro hi da welet anezho ez int bet cheñchet e moc'h.
Klask a raio neuze ar plac'h yaouank da zieubiñ e gerent eus ar mallozh-se, ha dizoloiñ a ra ur bed iskis, leun a speredoù deuet da zistanañ e kreizenn gibelañ Yubaba, mestrez al lec'h. Sikouret e vo gant Haku, ur sorser kevrinus, deskard da Yubaba.
Mouezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Rumi Hiiragi : Chihiro
- Miyu Irino : Haku
- Mari Natsuki : Yubaba/Zeniba
- Bunta Sugawara : Kamaji
- Yasuko Sawaguchi : Mamm Chihiro
- Yumi Tamai : Lin
- Tatsuya Gashuin : Ar ran
Prizioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Arzh Aour ar film gwellañ e Festival Berlin 2002.
- Oscar ar gwellañ tresadenn-bev 2003.
- César 2003 er rann film gwellañ a estren-vro.
- BAFTA 2004 er rann film gwelañ en ur yezh all eget ar saozneg.
- Ur bern festivaloù sinema nebeutoc'h anavezet.
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (en) Sen to Chihiro no Kamikakushi war an Internet Movie Database