Pippi Långstrump
Pippi Långstrump (Pippi hir he loeroù) zo ur plac'hig hag a gaver e romantoù ar skrivagnerez svedek Astrid Lindgren (1907-2002), hag er filmoù niverus savet diwarno. E Breizh n'anavezer anezhi nemet en hec'h anv gallek, Fifi Brindacier, rak n'eo ket troet nag al levrioù nag anv ar bugel en hon yezh.
Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pippi zo bet anvet gant Karin, merc'h Astrid Lindgren, pa oa nav bloaz, hag e c'houlenne digant he mamm sevel un istor, un deiz ma kave hir hec'h amzer er gêr dre ma ne oa ket skol.
Levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tri romant zo:
- Pippi Långstrump,1945 - (Fifi Brindacier, e galleg)
- Pippi Långstrump går ombord, 1946 - (Fifi en bateau) -
- Pippi Långstrump i Söderhavet, 1948 - (Fifi dans les mers du sud)
Levrioù skeudennet zo bet a-hend-all e saozneg ha yezhoù all savet diwar pennadoù eus ar romantoù.
Ar bugel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Nav bloaz eo Pippi, ar plac'h dinec'h ha dichipot, ha nerzh he deus ken e c'hall sevel ur marc'h gant un dorn. Goap a ra ouzh an dud vras, ha c'hoari troioù kamm dezho. Kement-se a blij d'ar vugale, ha pell emaomp eus bed Kontez Ségur. Evel Peter Pan, Pippi ne fell ket dezhi bout bras. Evel kalz bugale, ne fell ket dezhi mont d'ar skol.
An anv e yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Troet eo bet levr Astrid Lindgren en un 70 yezh bennak.
|
|