Denheñvelegezh
Neuz
(Adkaset eus Antropomorfegezh)
Denheñvelegezh a vez graet eus an arvez denel a vez roet da loened, traoù divuhez pe c'hoarvoudoù naturel.
Implijet e vez an denheñvelegezh a-wechoù da gomz diwar-benn Mab-Den, evel e fablennoù Ezop pe Jean de La Fontaine, e kalz tresadennoù-bev Walt Disney hag all.
Gant an doueoù, er savouriezh hag en teknologiezhoù nevez e vez implijet an denheñvelegezh ivez.
An denheñvelegezh en oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kalz oberennoù Walt Disney. Mickey Mouse zo ul logodenn denheñvel peogwir e kerzh evel un den, hag e emzalc'h a zo hini un den (komz, santimantoù...). Goofy a zo un c'hi denheñvel met Pluto en em zalc'h evel un c'hi ordinal mui pe vui.
- Fritz the Cat gant Robert Crumb
- Maus gant Art Spiegelman
- Troioù-kaer Alis e Bro ar Marzhoù gant Lewis Carroll
- Fablennoù Ezop, La Fontaine...
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Salomon Reinach, Phénomènes généraux du totémisme animal, Revue scientifique (1900).
- Salomon Reinach, Les Théoxénies et le vol des dioscures, Revue archéologique (1901).
- Anthropomorphism at The Encyclopedia of Astrobiology, Astronomy, and Spaceflight