Mont d’an endalc’had

Sildavia

Eus Wikipedia
Rouantelezh Sildavia
Зылдaвыa
Zyldavja
Bro ijinet e troioù-kaer Tintin

Sturienn : Eih bennek, eih blavek.
Yezh ofisiel sildaveg
Kêrbenn Klow (КЛОВ)
Kêr vrasañ Klow : 122 000 annezad (1939)
Poblañs 642 000 annezad (1939)
Gouarnamant rouantelezh
Penn ar Stad roue Muskar XII (1939)
Dizalc'h diouzh Turkia e 1127
diouzh Borduria e 1275
Moneiz Khôr (Эйлдав хор)
Kan broadel Sildaviz, joa ha kaniri!
Relijion kristeniezh hag islam
Arouez broadel ar pilikant du
Stêrioù pennañ Wladir ha Moltus
Menezioù pennañ Menezioù ar Szhalpatoù

Sildavia a zo ur vro ijinet gant Hergé, hag a gaver e troioù-kaer Tintin. Lec'hiet eo en Europa ar reter. Diazezet eo anv ar vro war silabenneoù a gaver en anvioù Transilvania ha Moldavia. Tennañ a ra banniel Sildavia da hini Albania un tamm bennak.

Sildavia, «rouantelezh ar pilikant du», a zo ur stad vihan e Kreizeuropa. 642 000 annezad (anvet Sildaviz) a zo o chom enni.

Div draoñienn vras (hini ar stêr Wladir hag hini hec'h adstêr Moltus) a ya d'ober ar vro. Marteze e teu an anv "Wladir" eus hini ar stêr Vltava (Moldau en alamaneg). Ha marteze e teu an anv "Moltus" eus Moldau, pe eus hini ar stêr Olt (Roumania). Kejañ a ra an div stêr e Klow, kêr-benn ha kêr vrasañ ar vro (122 000 annezad).

Diblaen eo an torosennadur, ha menezioù, anvet ar Szhalpatoù, a zo.

Kêrioù ha kêriadennoù all a zo brudet :

  • Kragoniedin, ma kaver eien tomm
  • Dbrnouk, war aodoù ar su (marteze diwar anv Dubrovnik)
  • Niedzdrow, war ar Wladir,
  • Zlip (ЗЛІП)
  • Istow, 55,9 km diouzh Klow
  • Douma, war an aod
  • Tesznik (ТЕСЗНІК), 85,8 km diouzh Klow
  • Sbrodj, m'emañ kreizenn an egor

Stok ouzh Borduria emañ Sildavia, etre an div stad emañ lenn Flechizaff.

Politikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur rouantelezh eo Sildavia. Plijout a ra ar roue hag an hengoun d'ar bobl. Bep bloaz e vez aozet dibunadeg ar roue ma tiskouez e vazh-roue. Muskar XII eo anv ar roue.

Armerzh ha sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • pinvidik eo kondon ar vro (uraniom)
  • Frouezhus eo ar plaenennoù, ma c'hounezer gwinizh ha ma lakaer gwez da greskiñ
  • Khôr eo anvet moneiz ar vro; war ar bilhedoù 200 khôr eo treset poltred ar roue.
  • Ezporzhet e vez dreist-holl dour Klow, koad, gwinizh, gwin Szprädj ha kezeg
  • Brudet eo sonerien violoñs Sildavia
  • Syldair eo anv ar gompagnunezh kirri-nij
  • Bloushtika eo anv dañs broadel Sildavia
  • E-touez gouelioù pennañ ar vro emañ gouel Sant-Wladimir (gouel broadel).
  • Szlaszeck eo anv meuz aroueziusañ ar vro. Ur meuz aozet diwar kig, gant togoù-touseg, saladenn ha gwin ruz (Szprädj) eo
  • Er bloavezhioù 1950 e oa bet kaset war-raok ur raktresad enklask atomel.

Er 6vet kantved e voe aloubet Sildavia gant ar Slaved ha goude-se e chomas dindan beli an Durked e-pad daou gantved. E 1127 e voe trec'het an Durked gant Hveghi, e-pad un emgann e-kichen Klow (anvet Zileheroum d'ar mare-se). Dont a reas Hveghi da vezañ ar roue Muskar Iañ.

E 1195 e voe aloubet Sildavia gant Borduria. E 1275 e voe skarzhet an alouberien gant ar baron Almaszout hag a a zeuas da vezañ ar roue Ottokar Iañ daou vloaz goude. Da vare ren Ottokar IV e voe diorroet hag unvanet ar vro. Da-heul ur rendael gant ur baron e rankas ar roue en em zifenn gant e vazh-roue. Diwar an afer-se eo bet krouet an hengoun ma rank ar roue diskouez e vazh-roue da zevezh gouel Sant-Wladimir.

Sildavia en albomoù Tintin

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meneget eo Sildavia e pevar albom troioù-kaer Tintin :


Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]