Maion & Wenn
Maion ha Wenn zo div ganerez c'hallek a gan diwar-benn ar garantez hag e vez lakaet da gostez gante an « tabou » ha kodoù an dereadegezh vat. Lakaat nerzh ha c'hoarzh, setu ar pezh a reont.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gounezet o deus e 2008 priz « les Jeunes Charrues » ar c'honkour 'mañ 'zo evit strolladoù yaouank hag ar re a c'hounez a c'hall digeriñ gouel an Erer Kozh ar gwener war an eil leurenn. Tremenet int ivez e 30 bloaz diwan e Karaez c'hoaz
Gwenn Jouin a zo eus ur familh sonerien a vicher. Da 8 vloaz e krog da zeskiñ piano ha buan-tre e son e nozhvezhioù prevez,marc'hadoù, tavarnioù hag all .Met kavout a ra gwelloc'h kanañ, kanañ a ra e-barzh ul lazh-kanañ hag e solo abaoe ma z'eo bihan,neuze e krogas da grouiñ tonioù hag e kajas gant Marion Guen
Marion Guen a ra c'hoariva abaoe pell (ar Vro-Bagan pe le panthéatre ) kavet 'vez anezhi un tamm sot. Abred tre e krog de grouiñ abadennoù (Breizh pride, la boite a Meuh ). Bet eo bet e diwan eus ar skol-vamm betek al lise. Labourat a ra ivez gant TV Breizh ha Frañs 3 .Dizoloiñ a ra ar c'han en ur genlabourat d'an ober eus « les soeurs André ». Skrivañ a ra kanaouennoù ha c'hoant he doa abaoe pell da lakaat anezhe e muzik.
Hag ivez DJ Blunt d'ar platines/canevas,Paco ar serial lover d'an akordeoñs ha Fred d'ar gitar
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]2 bladenn-arc'hant:
- Maion et Wenn vous parlent d'amour, 2008, Coop Breizh
- Maion et Wenn et les garçons