Darvoudoù 2008 e Tibet
E miz Meurzh 2008, da vare deiz-ha-bloaz emsavadeg Tibet a-enep Sina e 1959, ez eus bet manifestadegoù Tibetiz e Lhasa a-enep d'ar galloud sinaat kreiz. Degas a reont da soñj eus taolioù-dispac'h grevus 1989 a oa bet mouget en un doare garv. C'hoarvezout a rae un nebeud mizioù kent c'hoarioù olimpek hañv 2008. Ar manifestadegoù, loc'het gant menec'h voudaat, en em ledas er peurrest eus Tibet, en Amdo ha Kham zoken. Kresket o doa goude an 10 a viz Meurzh 2008, 49vet deiz-ha-bloaz emsavadeg Tibet a-enep politikerezh Sina e 1959.
Red an darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An manifestadegoù kentañ e Lhasa
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'al Lun 10 a viz Meurzh, 300 pe 400 manac'h eus manati bras Drepung zo tremenet e straedoù Lhasa, da c'houlenn ma vefe dieubet ar venec'h toullbac'het e 2007, abalamour m'o doa adlivet mogerioù o manati e gwenn da lidañ prof medalenn aour ar C'hendalc'h d'an XIVvet dalai-lama]][1],[2]. E-pad an devezh kentañ-se ez eas ar venec'h da azezañ en unan eus straedoù bras kêr, dirak ur strollad polised a stanke an hent. Goude se en em zivodas ar sit-in. Da serr-noz en em vodas menec'h ha studierien e kreizkêr, e plasenn ar Barkhor, ha 6 pe 7 a oa harzet. A-benn diskouez e oant a-enep an harzadennoù nevez-se e vanifestas adarre en tu all d'un hanter viliad menec'h eus Drepung ha Sera antronoz. Divodet e oant gant ar bolised ha parasoudarded eus Polis Armet ar Bobl gant greunadennoù lakrimogen[3]. Hervez gouarnamant Tibet en harlu e tarzhas manifestadegoù all e tri manati all, en o zouez unan eus proviñs Qinghai. D'ar Meurzh en deus kadarnaet un dileuriad eus maodiern sinaat an aferioù estren e oa bet manifestadegoù « er-maez al lezenn hag a c'hourdrouz stabilded ar gevredigezh » e Lhasa. D'ar Merc'her 12 a viz Meurzh ez eas tennoc'h an traoù pa redas ar vrud o doa klasket daou vanac'h eus Drepung en em lazhañ. En India e oa serret, d'ar Yaou 13 a viz Meurzh, ur c'hant Tibetad en harlu bennak a oa o kerzhet etrezek Tibet evit manifestiñ a-enep an doare ma klaske Sinaiz mougañ an eneberezh[4].
En em ledañ a ra ar manifestadegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'ar 14 e washaas an traoù da vat hag en em ledas an darvoudoù e lec'hioù all poblet gant Tibetiz. Mouget e oa an taolioù-dispac'h en un doare feuls. Lazhet e oa tud ha serret e oa Tibet d'an estrañjourien. Keulfe a oa lakaet ivez e Tibet. E miz Ebrel 2008 e oa kondaonet 17 manifester harzet gant ar polis sinaat e tribunal pobl Lhasa. Roet e oa dezho kastizoù a yae eus tri bloaz prizon betek an toull-bac'h buhez-pad abalamour d'o roll e "taolioù-dispac'h" Lhasa e miz Meurzh[5],[6]. D'ar 14 e tarzhas taolioù-dispac'h feuls e Lhasa, ar re washañ a oa bet abaoe degadoù a vloavezhioù[7],[8],[9]. Kregiñ a reas ar c'hentañ feulsterioù evit beure e-tal Manati Ramoche. Stlapet e vije bet mein ouzh nerzhioù surentez hervez ar mamennoù ofisiel, hag e vije bet skoet daou vanac'h gant ar polis hervez ar vrud a red e Lhasa. Tarzhet o deus an taolioù-dispac'h e deroù an endervezh gant un nebeud degadoù tud, lod anezhe a huche hag a daole mein ouzh stalioù ar Sinaiz ha war an taksioù, a vez bleinet gant Haned e Lhassa peurvuiañ. En em ledañ a reas an taol-dispac'h buan er straedoù e-lec'h m'emañ ar stalioù. En em vodañ a reas an engroez, spontanément war a seblant. Gwastet o deus ar stalioù na oant ket da Dibetiz, ha strevet o deus ar marc'hadourezh er straedoù kent plantañ an tan enno. Diskouezet e oa ar stalioù a oa Tibetiz perc'henn warne gant mouchouerioù gwenn hengounel skoulmet war o zalbenn. Chomet int dibistik evel se. Lod eus ar vanifesterien a huche « Bevet an dalaï-lama ! » ha « Tibet dizalc'h ! ». Sinaiz en o unan a dremene eno war droad pe en o c'harbed a oa meinataet pe redet war o lerc'h gant ar vanifesterien. Lod eus ar re-se a vije bet armet gant kountilli ha bizhier hervez ar mammennoù sinaat[10]. Taget e veze dreist-holl an Haned hag an Huied. Hervez ar mammennoù ofisiel e vije bet lazhet 13 den da-heul an taol-dispac'h, al lodenn vrasañ anezhe bet devet en tangwallioù. E-doug eurvezhioù e vije chomet an nerzhioù surentez hep ober netra.
Evit doare ar riskloù politikel spurmantet m'o dije taget ar vanifesterien diouzhtu o dije miret oute a ober un dra bennak e-pad ur prantad[11],[12],[13].
Radio Free Asia[14] a lavar o dije tennet ar bolised hag izili an nerzhioù surentez « ouzh ar vanifesterien enepsina pa oa ar re-se o vountañ an tan e gweturioù hag oc'h aloubiñ ar straedoù», bilañs an devezh a vefe ur c'hantad a dud varv[15] tra ma lavar an ajañs kazetennerezh Xinhua[16] ne oa ket armet an nerzhioù surentez hervez gouarnamant ar rannvro emren da vare taolioù-dispac'h ar 14 e Lhasa, e vije bet devet an dud en bev pe kountelataet, hag e vije bilañs an 22 a viz Meurzh : marv 18 sivil hag un ofisour polis e-pad taolioù-dispac'h ar 14 e Lhasa. Ouzhpenn e vije bet gloazet 241 ofiser polis, en o zouez 23 hag a vije en ur stad arvarus c'hoazh, hag un all lazhet gant an engroez, 382 sivil gloazet, 58 gloazet-fall en o zouez. An ajañs Xinhua a skriv ivez e vije bet plantet an tan, hervez gouarnamant ar rannvro, e seizh skol, pemp ospital, 120 ti, 84 c'harbed, hag e vije bet gwastet 908 stal. Istim a a reont e vije bet kollet ouzhpenn 244 milion yuan (war-dro 34,59 milion dollars)[17],[18].
Testoù o deus lavaret e oa evezhiet holl straedoù Lhasa gant ar bolised, nerzhioù Polis armet ar bobl ha gant an arme[19]. Menegiñ a reer manifestadegoù garv divodet gant tennoù an nerzhioù surentez er Gansu, ul lodenn eus ar broviñs tibetat kozh anvet Amdo[20].
Gouarnamant Tibet en harlu a zisklêrias e oa « prederiet-kenañ » gant ar c'heleier « a zeue eus tri rannvro an Tibet hag a lavare e oa bet lazhet tud au hasard, tud gloazet hag harzet miliadoù Tibetiz a oa o vanifesstiñ en un doare habask a-enep politikerezh Sina ». Penn gouarnamant Rannvro Emren Tibet, Qiangba Puncog, a lavare "n'hon eus ket tennet war ar vanifesterien", ha tamall a rae ouzh « santier » disrannour an dalaï-lama da vezañ a-dreñv ar reuz[21]. Resissat a ray d'ar 17 a viz Meurzh : « Ne oa bet na douget nag implijet armoù distruj gant tud ar servijoù surentez e-doug taolioù-dispac'h Lhasa ». Nac'hañ a reas an dalaï-lama kement kiriegezh en darvoudoù ha disklêriañ e tiskoueze ar manifestadegoù-se « droug kreñv » Tibetiz ouzh ar galloud sinaat[22].
An Unaniezh europat a embannas neuze e oa prederiet hag an Ti gwenn a c'halvas ar galloud sinaat da « zoujañ da sevenadur Tibet »[23].
D'ar sadorn 15 a viz Meurzh, poz d'ar greizenn tibetat evit gwirioù mab-den hag an demokratiezh, miliadoù manifesterien en em vodas adarre er vro-se tost da vanati Labrang[24]. Touristed estren o deus lavaret e oa tankoù ha kirri eus an arme sinaat e Lhasa[25]. Lakaet e oa kreiz istorel ar gêr dindan keulfe, difennet e oa ar rannvro emren d'an douristed ha paouez a reas Sinaiz da reiñ tremenoù-hent ispisial ret evit beajiñ e Rannvro Emren Tibet, ar pezh a vire ouzh ar mediaioù estren da dizhout ar vro[26]. Goulenn a reas ar 14vetdalai-lama digant sina « Paouez a implijout an nerzh », « respont d'an droug zo en des Tibetiz o kaozeal gante » ha digant Dibetiz « chom hep ober gant ar feulster »[27]. E-pad an dibenn sizhun e tarzhas manifestadegoù a-enep Sina er gêrbenn. E Xiahe, e proviñs Gansu, e voe manifestadegoù d'ar Gwener ha d'ar Sadorn en-dro da manati bras Labrang, miliadoù menec'h a vanifeste en ur huchal « Tibet dieub ! » ha « Lezit an dalai-lama da zistreiñ en Tibet ! ». Hervez Kate Saunders, e penn an International Campaign for Tibet, « Manifestaadegoù zo bet d'ar sul e kêr Ngawa (er Sichuan) ha lazhet ez eus eizh den ». Prometet en deus ar gouarnamant lec'hel « da zisklêriañ ur brezel eus ar bobl da stourm ouzh an disrannouriezh ha da zispakañ dremm vil an dalai-lama hag e strollad », roet en deus ivez un ultimatum d'ar vanifesterien o c'houlenn digante en em zaskoriñ a-raok al lun da noz[28].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ "Au Tibet, des moines ont défié le régime chinois au cœur de Lhassa" gant Bruno Philip
- ↑ "La semaine qui ébranla le Tibet", Bruno Philip
- ↑ "Au Tibet, des moines ont défié le régime chinois au coeur de Lhassa"
- ↑ "La semaine qui ébranla le Tibet"
- ↑ La presse canadienne, 29/04/2008
- ↑ "Emeutes à Lhasa, première condamnations", AFP, 29/04/2008
- ↑ "Trashing the Beijing Road", The Economist, 19 a viz Meurzh 2008
- ↑ "Jours d’émeutes à Lhassa", The Economist, 19/03/2008
- ↑ Teulfilm CCTV9 taolioù-dispac'h e Lhasa, CCTV-9, 21 a viz Meurzh 2008
- ↑ "Tibet : 183 émeutiers se rendent à la police, les témoignages sont macabres" Chine Information
- ↑ "Trashing the Beijing Road", The Economist, 19 a viz Meurzh 2008
- ↑ "Jours d’émeutes à Lhassa", The Economist, 19/03/2008
- ↑ "Documentaire CCTV9 émeutes à Lhassa, CCTV-9, 21/03/2008
- ↑ Radio eus ar gouarnamant amerikan, savet e 1950 gant ar CIA hag arc'hantaet hiziv gant Kendalc'h ar Stadoù-Unanet
- ↑ "China Clamps Down on Tibetan Protests As Many Deaths, Injuries Reported", Radio Free Asia, 14/03/2008
- ↑ Xinhua
- ↑ bilan par Xinhua
- ↑ "18 civils et un officier de police tués par les émeutiers à Lhasa, Xinhua, 22/03/2008
- ↑ "révolte au Tibet", Le monde
- ↑ "Tibet: Guns shots fired as thousands of Tibetans hold fresh protest in Amdo Labrang" Phayul.com, 14 a viz Meurzh 2008
- ↑ [https://web.archive.org/web/20080826053057/http://www.french.xinhuanet.com/french/2008-03/15/content_596987.htm Nous n'avons pas ouvert le feu], Xinhua, 15 a viz Meurzh 2008
- ↑ "Pékin aux prises avec une révolte au Tibet", Le Monde, 15 a viz Meurzh 2008
- ↑ "révolte au Tibet", Le monde
- ↑ Fresh protest in Amdo Labrang, Phayul.com, 15 a viz Meurzh 2008
- ↑ Des chars dans les rues de Lhassa, selon des visiteurs étrangers Le Point, 15 a viz Meurzh 2008
- ↑ "Révolte au Tibet" Le Monde
- ↑ "The Dalai Lama expresses deep concern amidst growing unrest in Tibet", Phayul.com, 14 a viz Meurzh 2008]
- ↑ "Agitation antichinoise a débordé Lhassa" Le Monde, 17 a viz Meurzh 2008