Iron Man (film)

Eus Wikipedia
Iron Man
Filmdata
Titl orin : Iron Man
Bro produiñ : SUA
Deuet er-maez : 2 a viz Mae 2008 er Stadoù-Unanet
Yezh orin : saozneg
Padelezh (PAL-DVD) : 126 munutenn
Skigner : Paramount Pictures
SND
Boujedenn : 135 milion $
Korvoder gros : 585 133 287 $
Pare
Filmaozer : Jon Favreau
Produer : Avi Arad
Kevin Feige
Skrivagner : Matthew Hollaway
Arthur Marcum
Mark Fergus
Hawk Ostby
John August
diwar an tudennoù krouet gant
Stan Lee
Larry Lieber
Don Heck
Jack Kirby
Sonerezh : Ramin Djawadi
Rener al luc'hskeudenniñ : Matthew Libatique
Frammer : Dan Lebental
Aktourien

Robert Downey Jr.
Terrence Howard
Gwyneth Paltrow
Jeff Bridges

Liammoù diavaez

Iron Man a zo ur film amerikan bet sevenet gant Jon Favreau ha deuet er-maez e 2008. Diazezet eo war an dudenn comic Iron Man bet krouet gant Stan Lee, Don Heck, Jack Kirby ha Larry Lieber.

An istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tony Stark a zo ur playboy pinvidik-mor. Hêr labouradeg armoù e dad eo, hag ijinour dreistdonezonet eo ivez. E-ket ha m'emañ e veajiñ en Afghanistan a-benn diskouez e fuc'hell Jeriko ez eo skrapet gant sponterien ha gloazet da vat. Dont a ra a-benn da dreuzvevañ a-drugarez d'un dredanerez vihan tost ouzh e galon. Nac'h a ra sevel ur fuc'hell evel ma c'houlenn ar sponterien gantañ ober, hag e-lec'h e sav un houarwisk dir leun a vitrakoù hag a implij a-benn tec'hout kuit. Goude bezañ komprenet e vez implijet armoù savet gant e embregerezh gant sponterien, e tiviz implijout e houarnwisk a-benn gwareziñ an dud ha stourm evit ar justis.

Tro-dro d'ar film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • E miz Meurzh 2007 e voe kroget ar filmañ
  • Ar film kentañ arc'hantet penn-da-benn gant Marvel Studios eo