Robert Downey Jr.

Eus Wikipedia

Robert Downey Jr.

Robert Downey Jr en Academy Awards e 2010
Robert Downey Jr en Academy Awards e 2010

Anv ofisiel Robert John Ford - Elias Jr.
Ganedigezh 4 a viz Ebrel 1965
New York
Broadelezh amerikan
Micher(ioù) aktor
Filmoù brudet Iron Man, Sherlock Holmes, Less Than Zero
Pried(où) Deborah Falconer (1992-2004), Susan Downey (2005-bremañ)
IMDB http://www.imdb.com/name/nm0000375/


Robert Downey Jr. (anv gwir Robert John Ford - Elias Jr.[1]) a zo un aktor amerikan bet ganet d'ar 4 a viz Ebrel 1965 e New York.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Robert John Ford - Elias Jr. a voe ganet e Greenwich Village[2], e Manhattan. E dad, Robert Downey Sr. e anv, a oa produer sinema a-orin iwerzhonat ha yuzev[3]. E vamm a oa a-orin skosat hag alaman. Ganet e oa e dad gant anv « Robert Elias », kemmañ a reas anezhañ pa c'hoantaas bezañ degemeret en arme padal ne oa ket en oad d'hen ober.

E 1970 e c'hoarias en ur film sevenet gant e dad. Goude disparti e dud ez eas da chom da di e dad e Los Angeles, ma labouras en ur preti hag en ur stal-botoù. Goude dilezel ar skol-veur e c'hoaris e meur a bezh-c'hoari.

Red-micher[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Penn-kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemer perzh a reas en ur stirad skinwel berr titlet Mussolini : The Untold Story, hag ivez e Saturday Night Live e 1985-1986[4]. Goude-se ez eas da Hollywood, ma c'hoarias perzhioù bihan e meur a film a-raok bezañ lakaet da aktor pennañ The Pick-up Artist sevenet gant James Toback e 1987[5]. Er memes bloavezh e c'hoarias perzh un den yaouank drammet er film Less Than Zero diwar romant Bret Easton Ellis Less Than Zero. Meur a berzh a c'hoarias goude-se, ma weler anezhañ asambles gant aktorine brudet evel James Woods (True Believer) ha Mel Gibson (Air America).

Brud war gresk ha kudennoù drammaj[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar mare-se e voe dibabet gant ar sevener Richard Attenborough evit c'hoari perzh Charlie Chaplin er film Chaplin. Da-heul e voe lakaet war roll Oscar an aktor gwellañ. Met etre 1996 ha 2001 en doe kudennoù bras gant an alkool hag an drammaj, ha meur a wech e voe harzet ha bac'het[6].

E 2000 e c'hoarias er stirad skinwel Ally McBeal, hag a-drugarez dezhañ e tapas kaout ur Golden Globe. Skarzhet e voe diouzh Ally McBeal peogwir e voe kavet gant drammaj hag un arm-tan : rankout a reas mont da bareañ ur wech ouzhpenn[7]. E-pad pemp bloaz e pareas.

Distro d'ar sinema[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daoust d'e gudennoù e kendalc'has da c'hoari e meur a film. Ofiser e voe e U.S. Marshals (1997), bredvezeg ha keneil Halle Berry e Gothika (2004), evel muntrer en In Dreams (1998), kelaouenner e Good Night, and Good Luck sevenet gant George Clooney hag ivez e Zodiac gant David Fincher pe c'hoazh evel mezeg e Raymond gant Brian Robbins.

Robert Downey Jr. o vrudañ Iron Man e Kêr-Vec'hiko e 2008

E 2008 e c'hoarias en Iron Man hag e Tropic Thunder sevenet gant Ben Stiller. Gant ar film-se e voe kinniget e anv evit Oscar an aktor (eil renk) gwellañ[8].

E 2009 e c'hoarias perzh Sherlock Holmes, hag e tapas kaout priz Golden Globe an aktor gwellañ. E 2010 e c'hoarias perzh Iron Man en-dro er film Iron Man 2 sevenet gant Jon Favreau.

E 2012 e c'hoarias daou berzh brudet-tre : hini Sherlock Holmes er film Sherlock Holmes : A Game of Shadows, sevenet gant Guy Ritchie; ha hini Tony Stark /Iron Man er film The Avengers, m'eo bodet Iron Man, Thor, Hulk, Captain America, The Black Widow, ha Hawkeye. E miz Mae 2012 e stagas gant filmañ Iron Man 3, sevenet gant Shane Black.

Obererezhioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En ur rann eus Ally McBeal e klever anezhañ o kanañ Every Breath You Take asambles gant Sting[9]. Goude kemer perzh e video-klip I Want Love gant Elton John e 2000 e tiskouezas ez eo soner barrek hag ec'h embannas ur bladenn he zitl The Futurist (Sony Classical, 2004).

Buhez prevez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Robert Downey Jr. hag e wreg Susan Downey en Academy Awards e 2010

E 2005 e timezas gant Susan Nicole Levin ha savet o deus un embregrezh produiñ anvet "Team Downey[10]".

Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aktor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloavezhioù 1970[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloavezhioù 1980[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloavezhioù 1990[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloavezhioù 2000[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloavezhioù 2010[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Senarier[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Prizioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Prizioù tapet gantañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War roll meur a briz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.