Mont d’an endalc’had

Thor (Marvel)

Eus Wikipedia
Thor
tudenn bandenn-dreset, fictional deity, Asgardian
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhAsgard Kemmañ
TadOdin Kemmañ
MammGaea Kemmañ
LeztudFrigga Kemmañ
BugelTorunn Kemmañ
Liv ar blevblev melen Kemmañ
Ezel eusAvengers Kemmañ
Perc'henn warMjolnir Kemmañ
Diazezet warThor Kemmañ
Krouet gantStan Lee, Jack Kirby, Larry Lieber Kemmañ
Awenet gantmitologiezh norsek Kemmañ
Present in workJourney into Mystery, Thor, Avengers Kemmañ
A denn da ved ar faltaziMarvel Universe, Earth-616 Kemmañ
Superhuman feature or abilityweather manipulation Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.marvel.com/characters/thor-thor-odinson Kemmañ
Character typesuperhero, unseen character Kemmañ
Alternate universe counterpartThor, King Thor Kemmañ
Thor (albom Marvel Heroes, 2008)

Thor (hag ivez The Mighty Thor) a zo ur gourharoz bet krouet gant Stan Lee ha Jack Kirby. E droioù-kaer a vez embannet gant Marvel Comics, hag an hini gentañ anezho a zo bet kinniget e-barzh Journey into Mystery # 83 (1962). Diazezet eo an dudenn-se war an doue anvet Thor hag a gaver e mojennerezh Skandinavia. E 2011 e voe c'hoariet perzh Thor gant an aktor aostralian Chris Hemsworth er film Thor, sevenet gant Kenneth Branagh ha deuet er-maez d'ar 6 a viz Mae 2011 er Stadoù-Unanet[1].

E 2012 e vo ar memes aktor a c'hoario perzh Thor er film The Avengers, sevenet gant Joss Whedon[2].

Unan eus krouerien strollad ar Veñjerien eo Thor. Ur gourharoz dibar eo, dre ma'z eo den (Donald Blake) ha doue war un dro. Gant e dad, Odin e anv, eo bet lakaet da zen (mervel e c'hall neuze), a-benn deskiñ bezañ uvel hag a-benn bezañ prest da vare Ragnarök. Don Blake ne oar ket eo bet un doue. Tamm-ha-tamm e teu soñj dezhañ en-dro, hag e tizolo e c'halloudoù dreistordinal pa gav e vorzhol, anvet Mjöllnir. Adalek ar mare-se e rank neuze Don Blake dont a-benn da verañ e vuhez evel mezeg hag e vuhez evel haroz. Ouzhpenn da se e fell dezhañ bezañ karet gant e skoazellerez, Jane Foster hec'h anv. Dres d'ar mare-se ez eo degemeret e skipailh ar Veñjerien (goude un irienn bet ijinet gant e vreur, Loki e anv). Ur wech aet kuit Hulk eus ar strollad ez eo Thor an ezel kreñvañ ennañ.

Pa glev Thor kaoz eus Asgard e kemm an istorioù : adalek ar mare-se ez eo rannet etre e ziv vro : war an douar e stourm a-enep da c'hourvilened hag e Asgard e stourm a-enep da voudoù o tont eus mojennerezhioù all, pe e rank seveniñ kefridioù ern egor. Ouzhpenn da se e tle dibab etre gwareziñ an douar, ha chom feal da Asgard. Diaes e vez dezhañ dibab, ar pezh a laka Odin da vont e fulor : en harlu e kas Thor neuze, pe e tenn e c'halloudoù digantañ.

Thor, roue Asgard

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An doare-se da vont en-dro a baouez pa varv Odin. Adalek ar mare-se e tap Thor gallouduoù e dad, ha lakaet eo da roue Asgard, goude ma vefe bet tennet e lodenn den dioutañ. E-touez e zivizoù kentañ evel roue e tiviz staliañ Asgard war an douar, ha krouiñ ur relijion nevez, diazezet war doueed Asgard. War vrasaat ez a perzh an asgarded e buhez an dud, ar pezh a laka an dud da vezañ entanet diouzh un tu, hag a re a zo e penn ar relijionoù all da vezañ ankeniet diouzh un tu all. Sach-blev a sav e reter Europa abalamour da Dhor, ha d'ar mare-se ec'h echu e zarempred gant Iron Man ha Captain America. Un emglev a vez aozet etre pennoù bras ar stadoù ha pennoù bras ar relijionoù, gant ar pal diskar an asgarded da vat. Ur beleg a zeu a-benn da lakaat Thor da bellaat diouzh Asgard. Un darzhadenn nukleel a zo aozet, gant ar pal distruj Thor. Met er memes koulz ez eo distrujet Asgard hag e kouezh war New York. Thor a zeu a-benn da zreistvevañ, hag e sikour an asgarded. Pa glask Jake Olson tapout Mjöllnir e sko Thor gantañ. Met pa glask Thor tapout Mjöllnir ne zeu ket a-benn, peogwir n'eus nemet ar re zellezek a c'hall implijout ar morzhol-se. E fulor e ya Thor neuze, hag asambles gant Loki hag Amora ec'h aloub an douar. Met diskaret eo o ren war an douar pa'n em gav Thialfi e Asgard nevez, dekvloaziadoù goude diskar Asgard. Met pa grog ar reveulzi kaset gant Thialfi ha mab Thor e kompren roue an doueed ar pezh a zo c'hoarvezet. E-pad ur veaj en amzer dremenet e vir ouzh Thor a lazhañ Jack Olson, hag unvanet eo en-dro tu den ha tu doue Thor. Neuze ec'h asant Thor kuitaat an douar hag ec'h adkas Asgard el lec'h ma oa, e-keit m'emañ Loki o prientiñ Ragnarök.

Ragnarök, pe marv Thor

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ragnarök n'eo ket ur fin, ur c'helc'hiad eo. Mervel ha genel en-dro a ra bed an Ased : ennañ e vev boudoù galloudus ha kevrinus, hag int kalz kreñvoch' evit ar Vikinged. A-benn lakaat un termen d'an dra-se e tiviz Thor distruj e-unan bed an Ased.

Civil War, hep Thor

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eus ket pell zo eo deuet Thor en-dro, er rummad anvet Civil War. Un den, anvet D.B. (evel ma c'haller lenn war e sac'h-kein) a zeu a-benn da dapout Mjöllnir (hag a oa kouezhet war an douar). E-pad un emgann e teu Thor hag e stourm a-enep an dispac'herien : lazhañ a ra Goliath (bet Black Goliath, Bill Foster), hag e redi strollad Captain America da dec'hout kuit. Goude-se e tizoloer e oa Thor ur c'hlon bet krouet gant Tony Stark, Red Richards ha Henry Pym.

Ur rummad nevez a zo bet embannet gant Marvel. Ennañ e kaver Thor ha Don Blake kollet en netra. Blake a zeu a-benn da lakaat Thor da vevañ en-dro, ha neuze e teu Thor/Blake war an douar. Kreñ-kenaén eo deuet Thor da vezañ, dr em'eo an doue asgardian nemetañ. Sevel a ra Asgard en-dro, ha plavaén a ra ar gêr-se a-us da Oklahoma. Goude-se e krog Thor d aglask roudoù an doueed all, rak adenkorfet ez us ul lodenn anezho e-touez an dud, da vare Distruj Kelc'hiad Ragnarök.

Istor a c'homic

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude un nebeud troioù-kaer embannet e-barzh Journey into Mystery e tivizas Stan Lee diorren bed Thor, hag ennañ ec'h ouzhpennas muioc'h-mui a dudennoù tennet eus mojennerezhioù, kontadennoù ha mojennoù liesseurt. Jack Kirby, hag en doa lasket e blas da dreserien all, a stag en-dro gant Thor. Ijinañ a ra tudennoù dibar evel ar Rigellianed (tud diavaez douar), marcheien Wundagore, pe c'hoazh Sif, ur vrezelourez e karantez gant Thor.

Adalek niverenn 125 Journey into Mystery e teuas Thor da vezañ the Mighty Thor, ar pezh a ziskouez e oa brudet mat e-touez al lennerien. Marzhusoc'h-marzhusañ e teuas ivez an istorioù da vezañ, dreist-holl diwar levezon Jack Kirby. Pa guitaas hemañ Marvel Comics e klaskas Stan Lee derc'hel d'an dra-se. Dont a reas a-benn, a-drugarez da dud evel John Buscema (treser) ha Gerry Conway (istorioù). E-touez ar re all a reas war-dro istorioù Thor e c'haller memegiñ ivez, Lee parvient à Rich Buckler, Walt Simonson, Keith Pollard, Greg Larocque (evit an tresadenoù) ha Len Wein pe Roy Thomas evit a sell ouzh an istorioù. Hemañ diwezhañ a zeuas a-benn da liammañ doueed Skandinavia ouzh harozed Marvel, ha displegañ a reas "Ragnarôk" en ur chom feal d'a vojenn ha da rummad Marvel war-un-dro.

E 1983 e oa Thor war an diskar, hag e istorioù ne raent ket kement a verzh. Lakaet e voe Walt Simonson (tresañ hag istorioù) e karg eus an dudenn, gant ar pal adlakaat ar gwerzhañ da vont war-raok. Krouiñ a reas Beta Ray Bill, un den diavaez douar hag en deus ar memes galloudoù ha Thor, ijinañ a ra ivez ur c'hommando doueed en ifern. War e lerc'h e teuas Tom DeFalco (senario) ha Ron Frenz (tresañ), ha ganto e voe klaseloc'h an traoù, hag o istorioù a voe levezonet gant an daouad Lee/Kirby. Menegomp ivez Jim Starlin ha Bruce Zick, Roy Thomas ha M.C. Wyman, hag a stagas en-dro gant tammoù istorioù bet krouet gant Thomas p'en doa bet tro da sevel istorioù. Gant Warren Ellis ha William Messner-Loebs e voe echu al lodenn anvet "volume I". Gant Dan Jurgens e voe adroet lañs da Dhor adalek 1999. E karg eus an istorioù e oa, hag evit a sell ouzh an tresañ e labouras gant treserien liesseurt, evel John Romita Jr, Andy Kubert, Tom Raney pe Stuart Immonen.

Embannadur Thor e C'hwec'hkorn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar gelaouenn Thor zo bet embannet en dastumad anvet Flash (levrioù bihan) gant Arédit/Artima. Goude-se ez eus bet embannet albomoù bras gant liv, goude-se albomoù bihan e gwenn ha du en-dro, hag albomoù bras marc'hadmat en-dro. Goude-se eo bet prenet Thor gant Lug. Da gentañ eo bet embannet e droioù-kaer e-barzh Ombrax-Saga, ha goude-se en ur rummad ispisial anvet « stumm klok ». Abaoe m'eo bet adprenet katalog Marvel gant Panini eo bet embannet troioù-kaer Thor e-barzh meur a gelaouenn : Avengers, Thor, ha Marvel Elite. Ranndanevelloù diwezhañ "volume II" a zo bet troet er rummad anvet "Monster" da gentañ, ha goude-se e -barzh Marvel Icons Hors Série #1. Rummadoù bihan gouestlet da Dhor a zo bet embannet e-barzh 100% Marvel hag ivez e-barzh Marvel Mega #28.

Tudennoù all stag ouzh Thor

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Balder: doue skandinavian ar garantez, ar vraventez hag ar gouloù
  • Amora ar Strobinellerez
  • Fandral : mignon da Thor, klezeour
  • Fenris (pe Fenrir) : bleiz, mab Loki
  • Frigga : doueez an natur, ha mamm Thor
  • Geirrodur : roue an drolled
  • Heimdall : gward Bifrost, ar pont-kanevedenn
  • Hella : doueez ar re varv
  • Hogun : mignon da Dhor
  • Karnilla : rouanez an Norned
  • Kurse :
  • Odin : tad Thor
  • Loki : hanter-vreur Thor, doue an tan
  • Sif : danvez-pried Thor
  • Surtur : diaoul an tan
  • Ulik : troll
  • Ar Walkyrie : brezeloure Odin
  • Vidar : Dieu an eost, ha breur Thor
  • Volstagg : mignon da Dhor
  • Ymir : ramz bet ganet e bro ar skorn, ha tad an holl zoueed
  1. http://marvel.com/news/moviestories.10874.thor_movie~colon~_principal_photography_starts~excl~ Thor Movie: Principal Photography Starts!, marvel.com, 11 a viz Genver 2010
  2. http://www.firstshowing.net/2009/06/07/profile-on-marvel-studios-with-big-updates-from-kevin-feige/ Profile on Marvel Studios with Big Updates from Kevin Feige, Alex Bellington, First Showing, 7 a viz Even 2009


Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]