Captain America
Captain America | |
---|---|
![]() Un den gwisket evel Captain America er Pentagon, d'an 28 a viz Ebrel 2005. A-dreñv e weler kein un den gwisket evel Spider-Man | |
Titouroù embann : | |
Embanner : | Marvel Comics |
Krouet gant : | Joe Simon, Jack Kirby |
Kentañ avantur : | Captain America Comics #1 (miz Meurzh 1941) |
Titouroù ar personaj | |
Anv klok : | Steven Rogers |
Lesanvioù : | Nomad, The Captain |
Galloudoù : | Nerzh, tizh, kaleter, gwevnded, kilstourmoù, ha skiantoù kresket a-drugarez da serom ar goursoudard. Pareañ a ra buanoc'h evit a re all ha ne gosha ket. |
Arm : | Skoed e kendeuzad dir-Vibraniom |
Barregezhioù : | Mestr en arzoù an emgann gant an daouarn |
Keveler(ien) : | Avengers |
Mignon(ed) : | Bucky Barnes, Falcon, Sharon Carter |
kemmañ ![]() |
Captain America a zo un haroz faltazi a gaver e comic books embannet gant Marvel Comics. Dizoloet e voe evit ar wech kentañ e Captain America Comics #1 (miz Meurzh 1941), embannet gant Timely Comics,[1] ha krouet gant Joe Simon ha Jack Kirby. A-hed ar bloavezhioù ez eus bet gwerzhet e-tro 210 milion a skouerennoù eus comic books "Captain America" e 75 bro er bed.[2] Alter ego Steve Rogers (un den a voe lakaet da greñvaat dre gemer louzoù a-benn sikour ar Stadoù-Unanet e-pad an Eil Brezel-bed) eo Captain America. Tennañ a ra e zilhad da vanniel ar Stadoù-Unanet. Bepred e vez gant ur skoed dizistrujus, hag a c'hall bannañ[3]. Haroz brudetañ Timely Comics e voe Captain America e-pad an Eil Brezel-bed. Goude ar brezel ez eas e vrud war zigreskiñ, betek mont da netra er bloavezhioù 1950, war-bouez un taol-esae e 1953. Adlañset e voe Captain America da vare oadvezh argant ar c'homics (saozneg : Silver Age of Comic Books), pa voe sikouret gant izili Avengers e The Avengers #4 (miz Meurzh 1964). Abaoe eo bet alies Captain America e penn ar skipailh, ha comics gouestlet dezhañ nemetken a zo bet embannet ivez. Daoust ma voe lazhet Steve Rogers e Captain America vol. 5, #25 (miz Meurzh 2007) e voe dizoloet e oa bev c'hoazh, hag kenderc'hel a reer da embann e droioù-kaer[4] ma weler James "Bucky" Barnes o kemer plas Captain America.
Istor an embann[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Krouet e voe Captain America gant ar senarioour Joe Simon gant sikour an treser Jack Kirby e 1941. Er memes koulz e kemeras perzh ar Stadoù-Unanet er brezel. Ur pal politikel o doa lakaet d'an oberenn rak heuget e oant gant Alamagn nazi. Goude e lavaras Simon : "Aozet mat-tre e oa an dud a-enep ar brezel. Fellout a rae deomp embann hor savboent ivez."[5]
E miz Kerzu 1940 e voe lakaet e gwerzh Captain America Comics #1 (miz Meurzh 1941), da lavaret eo bloaz a-raokPearl Harbor. War golo ar c'homic e weler Captain America o reiñ un taol e javed Adolf Hitler. Tost ur milion a skouerennoù a voe gwerzhet.[6] Dre vras e voe degemeret mat gant al lennerien. Simon a venegas memestra "Pa voe embannet an niverenn gentañ hor boe. . . lizheroù gourdrouz ha kunujennoù. Tud' zo a oa a-enep penn-da-benn ar pezh a dalveze Cap."[5] Daoust ma voe krouet gourharozed vrogarour all e teuas Captain America da vezañ an hini brudetañ e-touez ar c'homics bet embannet a-raok hag e-pad an Eil Brezel-bed. Asambles gant e skorer Bucky e stourmas Captain America ouzh an naziegezh, ouzh Japan hag ouzh kement hini a oa a-enep ar Stadoù-Unanet pe ar Gevredidi e-pad ar brezel. Buan e teuas da vezañ gourharoz brudetañ Timely, hag e voe krouet ur c'hlub tud entanet gantañ, "Sentinels of Liberty" e anv.[5] D'ar mare-se e veze gwerzhet e-tro 1 milion a skouerennoù bep miz, da lavaret eo ouzhpenn ar pezh a veze gwerzhet gant kelaouennoù evel Time[7]. Simon ha Kirby a reas war-dro betek #10 (miz Genver 1942). Goude-se ez ejont da labourat evit D.C. Comics, hag ez eo neuze Al Avison ha Syd Shores a reas war-dro tresañ Captain America. Ar gourharoz a weler ivez en All Winners Comics #1-19 (hañv 1941 - diskar-amzer 1946), Marvel Mystery Comics #80-84,86-92, USA Comics #6-17 (miz Kerzu 1942 - diskar-amzer 1945) hag All Select Comics #1-10 (diskar-amzer 1943 - hañv 1946). Da-heul ar brezel ez eas war ziskar brud ar c'hourharozed. Lakaet e voe Captain America e penn ar strollad gourharozed kentañ krouet gant led Timely/Marvel, All-Winners Squad e anv, en All Winners Comics #19 & 21 (diskar-amzer - goañv 1946) ne voe ket eus #20). E 1948 e voe gloazet Bucky e Captain America ha Betsy Ross (karedig Captain America) a gemeras e blas hag a zeuas da vezañ ar c'hourharozez Golden Girl. E miz C'hwevrer 1950 e paouezas Captain America Comics da vezañ embannet (#75).
Klasket e voe adstagañ gant embann ar c'homic Captain America gant Atlas Comics er bloavezhioù 1950. Distreiñ a reas neuze Captain America gant Human Torch ha Sub-Mariner, e Young Men #24 (miz Kerzu 1953). Captain America a voe gwelet bloaz goude e Young Men #24-28 hag e Men's Adventures #27-28 ha #76-78. Met ur c'hwitadenn e voe,[8] hag embann comic Captain America a voe paouezet gant #78 (miz Gwengolo 1954).
Da vare Oad argant ar c'homics[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En istor gant Human Torch anvet "Captain America" (e-barzh Strange Tales #114, miz Du 1963)[9] e lakaas Stan Lee ha Jack Kirby Johnny Storm (Human Torch) da gejañ ouzh Captain America, hag eñ lakaet da haroz an Eil Brezel-bed ha distro goude meur a vloaz. E dibenn an istor 18 pajennad e tizoloer ne oa ket Captain America met ar gourvilen Acrobat, hag a oa bet trec'het gant Human Torch e Strange Tales #106. Goude-se e weler Storm o tapout ur c'homic kozh ma weler ez eo Captain America Steve Rogers. Un taol-esae e oa da welout hag-eñ e plijfe d'al lennerien e teufe Captain America en-dro.
Captain America a zistroas en The Avengers #4 (miz Meurzh 1964), ma tispleger e oa kouezhet diwar ur c'harr-nij arnodiñ er Meurvor Atlantel e dibenn ar brezel, hag e oa chomet skornet en ur bloc'had skorn. Buan e voe lakaet e penn ar strollad. Da-heul berzh gourharozed all krouet gant Marvel e voe lakaet Captain America da haroz "aloubet e spered gant eñvorennoù kozh, hag a glask azasaat da gevredigezh ar bloavezhioù 1960."[10]
Captain America a voe gwelet ivez asambles gant "Iron Man" e Tales of Suspense #58 (miz Here 1964). Lakaet e vo Captain America da bennharoz en ivernen da-heul. Adstagañ a reas Jack Kirby gant tresañ Captain America, ar pezh n'en doa ket graet abaoe 1941. Eus #63 (miz Meurzh 1965) #71 (miz Du 1965) e voe adkontet orin Captain America.
Er bloavezhioù 1970 e voe lakaet meur a zudenn da wiskañ dilhad Captain America.[11],[12] Lennerien nevez a voe ivez, tra ma oa lakaet Captain America e penn Avengers. Ur c'homic gouestlet dezhañ nemetken a voe ivez e Tales of Suspense #59 (miz Du 1964). Gant Kirby e voe treset holl istorioù (war-bouez daou anezho) Tales of Suspense, hag a zeuas da vezañ Captain America adalek #100 (miz Ebrel 1968). Gil Kane ha John Romita Sr. ar reas war-dro an daou istor all. Meur a istor a voe echuet gant all iver George Tuska hag ivez gant Romita Sr, Dick Ayers ha John Tartaglione. Tresadennoù Kirby a veze livet peurliesañ gant Frank Giacoia ("Frank Ray") ha Joe Sinnott, met Don Heck ha Syd Shores a gemeras perzh ivez. Tresadennoù ar c'homic nevez titlet Captain America a voe graet gant Kirby, Jim Steranko ha meur a hin all. Anvet e voe ivez Captain America and the Falcon (#134-222).
Ar rummad-se — anvet Captain America vol. 1 gant enklaskerien hag istorourien ar c'homics,[13] da-heul Captain America Comics (bloavezhioù 1940 ha 1950) — a echuas gant #454 (miz Eost 1996). Da-heul e voe Captain America vol. 2 (miz Du 1996 – miz Du 1997),[14] Captain America vol. 3 (13 levrenn, miz Genver 1998 – miz C'hwevrer 2002),[15] the 32-issue Captain America vol. 4 (miz Even 2002 – miz Kerzu 2004)[16] ha Captain America vol. 5 (miz Genver 2005 – miz Gouere 2009 )[17].
Krouet e voe ivez an heuliadoù Captain America Sentinel of Liberty (miz Gwengolo 1998-miz Eost 1999) ha Captain America and the Falcon (miz Mae 2004-miz Even 2005).
E-touez disoc'hoù "Civil War" emañ marv Steve Rogers e Captain America vol. 5, #25 (miz Meurzh 2007). Ed Brubaker hag a skrivas ar senario, a lavaras "An dud eus an tu-kleiz a blij Captain America dezho a felle dezho e rafe prezegennoù a-enep politikerezh George W. Bush hag ar re eus an tu-dehou a felle dezho ez afe da Vaghdad, da skeiñ gant Saddam Hussein".[18]
Joe Simon, hag a oa bet unan eus krouerien an dudenn, a lavaras : "N'eo ket ar mare evitañ da vont kuit. Ezhomm hon eus anezhañ bremañ."[18]
E miz Eost 2007 e voe embannet gant Marvel e tistrofe en amzer vremañ Captain America ar bloavezhioù 1940 en un heuliad 12 niverenn-pad titlet Avengers/Invaders krouet gant Alex Ross[19] Embannet e voe ivez e vefe ur Captain America nevez gant dilhad treset gant Ross, hag a vefe embannet e Captain America (vol. 5) #34.[20].
E 2007 e voe krouet an heuliad berr Captain America: The Chosen, senario gant David Morrell ha tresañ gant Mitchell Breitweiser, ma weler munutennoù diwezhañ Steve Rogers e savadur S.H.I.E.L.D., tra ma'z implij e nerzh spered da gas James Newman, ur marine o vrezeliñ en Afghanistan. N'emañ ket The Chosen en heuliad pennañ Marvel Universe[21],[22].
E vuhez evel m'eo bet ijinet gant e grouerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bloavezhioù 1940[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
D'ar 4 a viz Gouere 1917 e voe ganet Steve Rogers e Lower East Side of Manhattan, New York. Divroidi iwerzhonat eo e dud Sarah ha Joseph Rogers.[23] Joseph Rogers a varvas pa oa bugel Steve ha Sarah a varvas gant an droug-skevent pa oa krennard Steve. E penn-kentañ 1940 ez eo Rogers studier war an arzoù. Un den gwan eo. Pa wel ar pezh a c'hoarvez gant an Trede Reich e fell dezhañ dont da vezañ soudard, met n'eo ket degemeret en arme peogwir eo re wan. Ar jeneral Chester Phillips a zo klask tud a c'hallo implijout en e daolioù-arnod, hag e kinnig da Rogers tkemer perzh en e raktres kuzh anvet Operation: Rebirth. Dont a-benn da grouiñ soudarded kreñv-kenañ eo pal ar raktres. Asantiñ a ra Rogers ha roet e voe dezhañ serom ar goursoudard bet ijinet gant ar skiantour "Dr. Josef Reinstein".[24],[25]
Kresket a galz eo kigennoù ha dastaolioù Rogers, hag Erskine a embann eo deuet Rogers da vezañ "un den tost peurvat."[25] Ne zeu ket a-benn gouarnamant SUA da virout kuzh Operation: Rebirth, ha neuze ez eo lakaet Captain America da c'hourharoz. Stourm a ra neuze ouzh Red Skull. D'ar mare-se ivez e resev Rogers e zilhad savet diwar skouer banniel SUA[23]), ur skoed hag an anv Captain America. Un identelezh kuzh a zo roet dezhañ ivez evit ma kasfe e vuhez e kamp Lehigh e Virginia, ma kej ouzh James Buchanan "Bucky" Barnes.[24]
E dibenn miz Ebrel 1945, da zevezhioù diwezhañ an Eil Brezel-bed e klask Captain America ha Bucky mirout e vefe distrujet ur c'harr-nij gant Baron Zemo. Ur vombezenn a zo bet lakaet er c'harr-nij gant Zemo ha pa dizh Captain America ha Bucky ar c'harr-nij e tarzh. Soñjal a reer e varv Bucky war an taol, ha kouezhañ a ra Captain America er mor. Met n'int ket marv.[26]
Dibenn ar bloavezhioù 1940, bloavezhioù 1950[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Goude bezañ bet o stourm ouzh nazied da vare an Eil Brezel-bed e voe lakaet Captain America da stourm ouzh enebourien nevez SUA, da lavarout eo komunourien. Berrbad e voe taol-esae adlañsañ troioù-kaer Captain America er bloavezhioù 1950.
Bloavezhioù 1960-1970[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bloavezhioù goude[26] e voe dizoloet korf Steve Rogers e norzh ar Meurvor atlantel gant izili Avengers. Kinniget e voe da Rogers bezañ ezel eus Avengers hag asantiñ a reas, ha buan e voe lakaet e penn ar strollad[27]. Kenlabourat a ra ivez Rogers gant e vignon kozh Nick Fury (hag eñ e penn S.H.I.E.L.D.).[28] A-drugarez da Fury e kej Rogers ouzh Sharon Carter, hag a labour evit SHIELD[29]. Un istor karantez a zo etrezo.
Kejañ a reas ivez Rogers ouzh Sam Wilson. Lakaat a reas anezhañ da bleustriñ ha dont a reas Wilson da vezañ Falcon,[30] Mignoned e teujont da vezañ, hag e kaver an daou anezho e meur a gomic gant an titl Captain America and the Falcon.[31]
Anv a voe graet ivez eus istor Watergate er c'homics, ar pezh a lakaas Captain America d'en em soñjal war e berzh evel arouez eus SUA. E-pad ur pennadig e tibabas bezañ anvet Nomad. D'ar mare-se e voe gwisket dilhad Captain America gant meur a hini all, met ne rejont ket berzh.[32] A-benn ar fin ec'h asant Rogers dont da vezañ Captain America en-dro.[33] D'ar mare-se ivez e teuas Rogers da vezañ kreñv-kenañ e-pad ur pennadig.[34] D'ar mare-se ivez e tizoloas e vije marv Sharon Carter[35].
Bloavezhioù 1980-1990[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Treset e voe Captain America gant John Byrne er bloavezhioù 1980. Kontet e vo ivez istor hag orin Red Skull. Rogers a gejas ouzh Bernie Rosenthal,[36] hag a zeu da vezañ e garedig. Kenlabourat a ra ivez gant Nomad e-pad ur pennadig.[33] Kejañ a reas ivez ouzh Diamondback[37] Dilennet e voe Rogers gant an holl harozed bodet gant Beyonder p'edont o chom e Battleworld.[38].
Mark Gruenwald a lakaas dodennoù politikel ha kevredigezhiel en istorioù.[39],[40] Kenlabourat a reas Captain America gant D-Man[41],[42].
Er bloavezhioù 2000[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Rogers a asant lavarout ez eo Captain America hag ez a da chom da Red Hook e Brooklyn, New York.[43]
Da-heul an darvoudoù kontet en Avengers Disassembled ec'h adkrog Rogers da labourat evit S.H.I.E.L.D. hag e tizolo ez eo bepred bev Bucky nemet eo bet lakaet da spier gant URSS gant an anv Winter Soldier. Rogers a baouez ivez e zarempred gant Sharon Carter. Goude marv Captain America e soñj dezhi ez eo dougerez[44].
E 2006-2007 en heuliad "Civil War" e sav Captain America a-enep al lezenn ma kemenner d'ar c'hourharozed kemer perzh en un niveradeg, peogwir e soñj dezhañ ez eo ul lezenn a-enep frankizoù sivil an dud. E penn ar strollad gourharozed a stourm a-enep ar gouarnamant emañ. Rankout a ra tec'hout ha kuzhat hag e stourm a-enep ar c'hourharozed a-du gant al lezenn, hag int kaset gant Iron Man. Lakaat a ra da grediñ ez eo anvet "Brett Hendrick", ur gward en ur greizenn-genwerzh[45] A-feur ma kendalc'h ar brezel ec'h asant degemer en e skipailh tud n'en dije ket dibabet en un degouezh all, evel Punisher ha Kingpin.[46]
Captain America a zo trec'h war Iron Man en emgann diwezhañ met paouezet eo gant ur strollad tud a-raok peurlazhañ Iron Man. Merzout a ra neuze e laka en arvar an dud a fell dezhañ gwareziñ. En em zaskoriñ a ra, ar boliserien a lak kefioù-dorn dezhañ, hag e weler Punisher o tastum e vaskl.[47]
Marv Captain America[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Da-heul e zaskor e tamaller ur bern torfedoù da Steve Rogers. E-keit ha ma kaser anezhañ d'u lez-varn e tenn ur sniper warnañ. E-pad ar pennad reuz da-heul ez eo gloazet Captain America teir gwech ouzhpenn gant Sharon Carter. Kaset eo Rogers d'un ospital ma varv ennañ.[48] Aozet eo bet ar muntr gant Red Skull, Crossbones eo ar sniper ha Dr. Faustus en deus lakaet da grediñ e oa bredvezeg S.H.I.E.L.D. hag eñ eo en deus lakaet Carter dindan gazelge.[48]
Gwall skoet eo kumuniezh ar c'hourharozed gant ar muntr. E-pad ur pennad en em wisk Punisher tamm-pe-damm evel Captain America, ha Winter Soldier ha Wolverine a glask veñjiñ o mignon. Laeret eo skoed Captain America gant Winter Soldier ha Punisher a ro dmaskl Captain America dezhañ[49] Douaret eo Captain America e bered broadel Arlington, ma saver ur monumant d'e enoriñ. Met n'eo ket e gorf a zo douaret : Tony Stark, Hank Pym ha Janet Van Dyne a gas korf Rogers d'an arktik, e-lec'h ma oa bet kavet bloavezhioù a-raok. Namor a gemer perzh el lid ivez, hag e tou ne zeuio den da zirenkañ al lec'h.[50].
Stark a resev ul lizher m'eo skrivet c'hoantoù diwezhañ Rogers : dav eo da Stark saveteiñ Bucky, ha daoust m'eo marvet Captain America en deus ezhomm ar bed anezhañ[51] Bucky a asant kinnig Stark hag e wisk dilhad Captain America, gant ma vo emren.[52] Derc'hel a ra Bucky skoed Captain America, met cheñch a ra dilhad, hag e toug ivez ur bistolenn hag ur gontell.[52] Thor a zeu a-benn da eskemm gant spered Steve Rogers da-geñver kentañ deiz-ha-bloaz e varv. Dont a ra a-benn Thor da lakaat holl vedia tredan SUA da chom a-sav e-pad ur vunutenn da enoriñ Captain America.[53].
Distro Steve Rogers[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kadarnaet e voe gant New York Daily News ha Newsarama e teufe Steve Rogers en-dro. An istor a grogas e #600[54],[55] D'ar 1añ a viz Gouere 2009 e voe bev Steve Rogers en-dro en heuliad 6 levrenn anvet Captain America: Reborn.[56].
Captain America: Reborn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E Captain America: Reborn #1 e tizoloer ne oa ket marv Steve Rogers, met kaset difiñv en egor hag en amzer. Klask a ra Red Skull implijout Sharon Carter hag ur mekanik krouet gant Doctor Doom a-benn adtapout Rogers, met dre ma'z eo bet distrujet ar mekanik gant Sharon e pourmen Rogers en egor hag en amzer. E-pad unan eus ar beajoù-se e komz ouzh Vision,[57], hag a ro ar gemennadenn da Reed Richards, hag eñ a gompren ez eo gant Sharon e c'hallo adtapout Rogers. Met re ziwezhat en em gav Reed pa zeu a-benn Red Skull da gontrolliñ korf Steve ha da implijout anezhañ a-enep Bucky[58].
Er c'homic Captain America: Who Will Wield the Shield? (one-shot), hag a c'hoarvez goude fin Reborn[59] en em c'houlenn Rogers hag-eñ e talv ar boan e wiskfe dilhad Captain America en-dro. Santout a ra eo gouest Bucky da vezañ Capatin America. E-pad un dro-c'hed e kej Rogers ouzh Bucky ha Black Widow. Bucky a wel anezhañ hag e taol e skoed dezhañ. Goude-se ec'h adro Rogers e skoed da Bucky, hag a nac'h kemer anezhañ dre ma'z eo distro Rogers ha dre ma soñj dezhañ ez eo Rogers ar gwir Captain America. Rogers a lavar da Bucky n'eo ket sur en dije c'hoant da vezañ Captain America en-dro hag e c'houlenn gantañ, ar pezh a zegemer Bucky a-benn ar fin.
Diwezhatoc'h e c'hortoz Rogers en Ti gwenn hag e komz ouzh Barack Obama. Pardonet eo Rogers gant ar prezidant. Pa zispleg Rogers da Obama e c'hellje dilezel e berzh a Captain America e respont ar prezidant e c'hallfe kinnig dezhañ un dra "a bouez bras-kenañ"[60].
Siege[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kemennet eo bet e stourmfe Captain America asambles gant Thor hag Iron Man, ar pezh ne oa ket c'hoarvezet pell'zo, da-geñver darvoudoù Siege, hag a vo klozadur pennad Dark Reign[61].
E dibenn Dark Avengers Annual #1 e weler Bucky Barnes e Captain America. O komz ouzh Steve Rogers (gwisket e du) emañ, hag o sellout ouzh Noh-Varr emaint[62] Degemer a ra New Avengers en e ziazez-lec'h goude ma vefe bet distrujet ranndi Barnes gant Dark Avengers.[63] Digoradur Siege a echu pa wel Steve Norman Osborn hag e strollad Dark Avengers o tizorniañ Thor er skinwel.[64]. En eil niverenn Siege emañ Steve Rogers o prientiñ mont da Asgard gant ur strollad gourharozed ennañ Nick Fury, Spider-Man ha Bucky. A-raok ma loc'hfent war-du Asgard, e lavar Steve Rogers (gwisket e Captain America) da Bucky en deus ezhomm eus e skoed a-benns tourm ouzh Dark Avengers.[65].
Heroic Age[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E dibenn "Siege" ez eo galvet Steve Rogers da vont d'an Ti gwenn ma kinnig ar prezidant dezhañ bezañ e penn surentez ar Stadoù-Unanet. Asantiñ a ra Rogers gant ma vo laosket d'ober evel ma fell dezhañ. Nullet eo lezenn niveradeg ar c'hourahrozed (saozneg : Super-Human Registration Act) hag e-pad un emvod en Avenger Tower e lavar Rogers d'ar re all ez eo penn-kentañ un pennad nevez hag en deus ezhomm eus o sikour[66] Goude-se e weler Steve oc'h ober war-dro bac'hañ Norman Osborn e toull-bac'h The Raft. Deuet eo da vezañ Captain Steve Rogers.[67].
Enebourien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Abaoe 60 vloaz ma stourm Captain America en deus bet tro da gejañ ouzh enebourien arouezius eus an enepamerikaniezh : nazied (Red Skull, Baron Zemo), neveznazied (Crossbones, Doctor Faustus), faskourien (AIM, Arnim Zola), komunourien (Aleksander Lukin) ha sponterien (HYDRA).
Galloudoù ha perzhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
N'en deus Captain America tamm galloud dreistordinal ebet, met un de kreñv, gwevn, bliv eo, a-drugarez d'ar serom a zo bet roet dezhañ.[68] A-drugarez d'ar serom eo ivez kaletoc'h evit forzh piv bennak e vefe.[69] Sed penaos e tispleger e chomas bev e-keit ha ma oa er skorn. Anavezout mat a ra ivez kement tra a denn d'an arme, ha barrek eo war ar judo, ar boks, ar c'hickboxing hag an embregrezh korf. Ar spiañ a anavez ivez, dre forzh labourat evit S.H.I.E.L.D.. Ken barrek eo ken e c'hall tizhout meur a enebour pa daol e skoed. Unan eus gourharozed varrekañ Marvel eo a-fet barregezhioù d'en em gannañ.[70],[71] Goude bezañ stourmet ouzh ar Wehrmacht en deus desket Rogers, ha ne c'hell ket bezañ lakaet dindan gazelg-ê. N'eo ket direnket gant ar gaz ivez. Sed ar pezh a brouas pa stourmas ouzh Prometheus hag e voe trec'h warnañ. Rogers a lavaras e oa dre stourm ouzh ar Wehrmacht en doa desket chom war evezh[72].
Armoù ha dafar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
A-hed an istorioù ec'h implij Captain America meur a skoed. An hini implijetañ a zo diazezet war ur meskaj vibraniom ha dir ha dizistrujus eo[73] Savet eo bet ar skoed-se gant Dr. Myron MacLain diwar urzh ar prezidant Franklin Delano Roosevelt. Gallout a ra ivez Captain America bannañ e skoed, evel ma weler e "Captain America Foils the Traitor's Revenge" e Captain America Comics #3 (miz Mae 1941).[74]. Gellout a ra ar skoed bezañ implijet gant gourharozed all, evel ma lenner e Cable. Ennañ e lenner ivez e vo eus ar skoed en dazont, ha Cable a implij anezhañ pa vez o stourm, hag e toug anezhañ evel un arouez[75].
Gwarezet eo Captain America diouzh an tan a-drugarez d'e zilhad, ha dindanañ e wisk ur jiletenn a warez anezhañ diouzh tennoù e enebourien. Er penn-kentañ e oa distag e vaskl diouzh peurrest e zilhad, ar pezh en dije gellet lakaat anezhañ da vezañ anavezet. Kemmet ha kreñvaet eo bet ar maskl gantañ, ha staget ouzh peurrest e zilhad. Abaoe en deus Captain America embannet piv e oa e gwirionez. Evel ezel eus Avengers en deus Rogers ur gartenn Avengers renk a-raok.
Captain America a implij ivez ur marc'h-tan Harley Davidson dibar (bet kemmet e labourva armoù S.H.I.E.L.D.) hag ur van bet savet gant Wakanda Design Group.
Dastumadoù comics[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Titl | Comics dastumet | ISBN |
---|---|---|
Essential Captain America, Vol. 1 | Tales of Suspense #59-99; Captain America (vol.1) #100-102 | SC: ISBN 0-7851-3006-3 |
Essential Captain America, Vol. 2 | Captain America (vol.1) #103-126 | SC: ISBN 0-7851-0827-0 |
Essential Captain America, Vol. 3 | Captain America (vol.1) #127-156 | SC: ISBN 0-7851-2166-8 |
Essential Captain America, Vol. 4 | Captain America (vol.1) #157-186 | SC: ISBN 0-7851-2770-4 |
Captain America: Secret Empire | Captain America (vol.1) #169-176 | SC: ISBN 0-7851-1836-5 |
Captain America: Nomad | Captain America (vol.1) #177-186 | SC: ISBN 0-7851-2197-8 |
Captain America: Madbomb | Captain America (vol.1) #193-200 | SC: ISBN 0-7851-1557-9 |
Captain America: Bicentennial Battles | Captain America (vol.1) #201-205; Bicentennial Battles #1 | SC: ISBN 0-7851-1726-1 |
Captain America: Swine | Captain America (vol.1) #206-214; Captain America Annual #3-4 | SC: ISBN 0-7851-2078-5 |
Captain America: War and Remembrance | Captain America (vol.1) #247-255 | SC: ISBN 0-7851-2693-7 |
Captain America: Deathlok Lives | Captain America (vol.1) #286-288 | SC: ISBN 0-7851-0019-9 |
Captain America: The Bloodstone Hunt | Captain America (vol.1) #357-364 | SC: ISBN 0-87135-972-3 |
Captain America: Streets of Poison | Captain America (vol.1) #372-378 | SC: ISBN 0-7851-0057-1 |
Captain America: Fighting Chance: Denial | Captain America (vol.1) #425-430 | SC: ISBN 0-7851-3738-6 |
Captain America: Fighting Chance: Acceptance | Captain America (vol.1) #431-437 | SC: ISBN 0-7851-3739-4 |
Captain America: Operation Rebirth | Captain America (vol.1) #444-448, 450-454 | SC: ISBN 0-7851-3126-4 |
Heroes Reborn: Captain America | Captain America (vol.2) #1-12 | SC: ISBN 0-7851-2339-3 |
Captain America: To Serve and Protect | Captain America (vol.3) #1-7 | SC: ISBN 0-7851-0838-6 |
Captain America: The New Deal | Captain America (vol.4) #1-6 | SC: ISBN 0-7851-1101-8 |
Captain America: The Extremists | Captain America (vol.4) #7-11 | SC: ISBN 0-7851-1102-6 |
Captain America: Ice | Captain America (vol.4) #12-16 | SC: ISBN 0-7851-1103-4 |
Captain America: Cap Lives | Captain America (vol.4) #17-20; Tales of Suspense #66 | SC: ISBN 0-7851-1318-5 |
Captain America: Homeland | Captain America (vol.4) #21-28 | SC: ISBN 0-7851-1396-7 |
Captain America and The Falcon: Two Americas | Captain America and The Falcon #1-4 | SC: ISBN 0-7851-1424-6 |
Avengers Disassembled: Captain America | Captain America (vol.4) #29-32; Captain America And The Falcon #5-7 | SC: ISBN 0-7851-1648-6 |
Captain America and The Falcon: Brothers And Keepers | Captain America and The Falcon #8-14 | SC: ISBN 0-7851-1568-4 |
Captain America: Winter Soldier, Book One | Captain America (vol.5) #1-7 | SC: ISBN 0-7851-1920-5 |
Captain America: Winter Soldier, Book Two | Captain America (vol.5) #8, 9, 11-14 | SC: ISBN 0-7851-1921-3 |
Captain America: Red Menace, Book One | Captain America (vol.5) #15-17; Captain America 65th Anniversary Special | SC: ISBN 0-7851-2321-0 |
Captain America: Red Menace, Book Two | Captain America (vol.5) #18-21 | SC: ISBN 0-7851-2225-7 |
Captain America: Civil War | Captain America (vol.5) #22-24; Winter Soldier: Winter Kills | SC: ISBN 0-7851-2798-4 |
The Death of Captain America, Vol. 1: The Death of the Dream | Captain America (vol.5) #25-30 | SC: ISBN 0-7851-2423-3 |
The Death of Captain America, Vol. 2: The Burden of Dreams | Captain America (vol.5) #31-36 | SC: ISBN 0-7851-2424-1 |
The Death of Captain America, Vol. 3: The Man Who Bought America | Captain America (vol.5) #37-42 | SC: ISBN 0-7851-2971-5 |
Captain America: The Man with No Face | Captain America (vol.5) #43-48 | SC: ISBN 0-7851-3163-9 |
Captain America: Road to Reborn | Captain America (vol.5) #49-50, 600-601 | HC: ISBN 0-7851-4174-X |
Captain America: Reborn | Captain America: Reborn #1-6 | HC: ISBN 0-7851-3998-2 |
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ E-barzh Marvel Milestone Edition: Captain America (1995) e weler un eilenn eus ar c'homic hep golo na niverenn, met lenn a reer s "Originally published ... as Captain America #000". N'eus niverenn ebet war golo comic kentañ Timley, Marvel Comics #1 e ditl.
- ↑ Death to ‘America’: Comic-book hero killed off, msnbc.com, 7 a viz Meurzh 2007
- ↑ "Bullpen Bulletins: "Stan's Soapbox", miz Kerzu 1999
- ↑ http://forum.newsarama.com/showthread.php?t=104091"yes, Captain America, Steve Rogers, is dead." Kemennadenn gant Marvel diwar-benn Captain America #25, Matt Brady, Newsarama, 7 a viz Meurzh 2007
- ↑ 5,0 5,1 ha5,2 Wright, Bradford W. Comic Book Nation: The Transformation of Youth Culture in America. Johns Hopkins, 2001. ISBN 0-8018-7450-5, p. 36
- ↑ Per researcher Keif Fromm, Alter Ego #49, p. 4 (caption)
- ↑ Marvel: Five Fabulous Decades of the World's Greatest Comics, Daniels, p. 37
- ↑ Wright, p. 123
- ↑ Grand Comics Database: Strange Tales #114 (Nov. 1963)
- ↑ Wright, p. 215
- ↑ Captain America #153-156 (miz Gwengolo-miz Kerzu 1972)
- ↑ What If? #4 (miz Eost 1977)
- ↑ https://web.archive.org/web/20110224173534/http://www.maelmill-insi.de/UHBMCC/capamer2.htm#S5%7Ctitle=The Unofficial Handbook of Marvel Comics Creators: "Captain America (I) (1968-1996)"
- ↑ https://web.archive.org/web/20100830173129/http://www.maelmill-insi.de/UHBMCC/capamer3.htm#S29 Unofficial Handbook: "Captain America (II) (1996-1997)"
- ↑ Unofficial Handbook: "Captain America (III) (1998-2002) PG"; Grand Comics Database: Captain America (1998 Series)
- ↑ Unofficial Handbook: "Captain America (IV) (2002-2004) PSR"; Grand Comics Database: Captain America (2002 Series)
- ↑ Unofficial Handbook: "Captain America (V) (2005-2007) T+"; Grand Comics Database: Captain America (2005 Series)
- ↑ 18,0 ha18,1 "Captain America killed!", by Ethan Sacks, New York Daily News, 7 a viz Meurzh 2007
- ↑ "Wizard World Chicago 2007: Alex Ross Returns to Marvel", kemennadenn Marvel (11 a viz Eost 2007) ha http://www.comicbookresources.com/?page=article&id=11195 Jonah Weiland : Ross' Return Avengers/Invaders, Comic Book Resources, 14 a viz Eost 2007
- ↑ http://marvel.com/news/comicstories.1640.Captain_America_Lives?utm_campaign=front+page+tracking&utm_source=main+graphic&utm_medium=big+graphic+link&utm_content=%2Fnews%2Fcomicstories.1640.Captain_America_Lives : Captain America Lives
- ↑ http://forum.newsarama.com/showthread.php?t=116612 David Morrell Talks Captain America: The Chosen, Newsarama, 14 a viz Even 2007
- ↑ http://www.comicbookresources.com/?page=article&id=11191 THE FOUR VIRTUES: Morrell Talks "Captain America: The Chosen", Comic Book Resources, 13 a viz Eost 2007
- ↑ 23,0 ha23,1 Adventures of Captain America–Sentinel of Liberty #1-#4 (miz Here 1991 – miz Genver 1992)
- ↑ 24,0 ha24,1 Captain America Comics #1 (miz Meurzh 1941)
- ↑ 25,0 ha25,1 Captain America #109 (miz Genver 1969)
- ↑ 26,0 ha26,1 The Avengers #4 (miz Meurzh 1964)
- ↑ The Avengers #16 (miz Mae 1965)
- ↑ Tales of Suspense #78 (miz Even 1966)
- ↑ Tales of Suspense #75 (miz Meurzh 1966)
- ↑ Captain America #117 (miz Gwengolo 1969)
- ↑ Captain America #117-119 (miz Gwengolo-miz Du1969)
- ↑ Captain America #176-183 (miz Eost 1974 – miz Meurzh 1975)
- ↑ 33,0 ha33,1 Captain America #282 (miz Even 1983)
- ↑ Captain America #159 (miz Meurzh 1973)
- ↑ Captain America #237 (miz Gwengolo 1979)
- ↑ Captain America #248 (miz Eost 1980)
- ↑ Captain America #310 (miz Here 1985)
- ↑ Secret Wars #1 (May 1984)
- ↑ Mark Gruenwald : Captain America, Issue 312, miz Kerzu 1985
- ↑ Mark Gruenwald : Captain America, Issue #318-#320, miz Even-miz Eost 1986)
- ↑ Mark Gruenwald : Captain America, Issue #328, miz Ebrel 1987
- ↑ Captain America, Issue = #270
- ↑ Captain America vol. 2, #1-7 (miz Even 2002 – miz C'hwevrer 2003)
- ↑ Ed Brubaker : Captain America, Volume 5, Issue 1, miz Du November 2004, Marvel Comics
- ↑ Mark Millar : Civil War, Volume 1, Issue 1-7, miz Gouere 2006-miz Genver 2007, Marvel Comics
- ↑ Frank Tieri : Civil War: War Crimes, Volume 1, Issue 1, miz C'hwevrer 2007, Marvel Comics
- ↑ Mark Millar : Civil War, Volume 1, Issue 7, miz Genver 2007, Marvel Comics
- ↑ 48,0 ha48,1 Ed Brubaker : Captain America, Volume 5, Issue 25, miz Meurzh 2007, Marvel Comics
- ↑ Punisher War Journal vol. 2, #11 (miz Du 2007)
- ↑ Fallen Son: The Death of Captain America #1-5 (miz Even-miz Eost 2007)
- ↑ Captain America #30 (miz Gwengolo 2007)
- ↑ 52,0 ha52,1 Captain America #34
- ↑ Thor vol. 3, #11 (miz Here 2008)
- ↑ [1]
- ↑ [2]
- ↑ http://www.cnn.com/2009/SHOWBIZ/06/15/captain.america/index.html CNN : Captain America, thought dead, comes back to life - CNN.com
- ↑ Ed Brubaker: Captain America: Reborn, Volume 1, Issue 3, miz Gwengolo 2009, Marvel Comics
- ↑ Ed Brubaker : Captain America: Reborn, Volume 1, Issue 4, miz Du 2009, Marvel Comics
- ↑ Captain America: Who Will Wield the Shield? #1 preview @ Comic Book Resources
- ↑ Ed Brubaker : Captain America: Who Will Wield the Shield?, Volume 1, Issue 1, miz Kerzu 2009, Marvel Comics
- ↑ http://comics.ign.com/articles/103/1034124p1.html Richard George : Marvel Lays Siege to Dark Reign, IGN.com, 12 a viz Here 2009
- ↑ Dark Avengers Annual #1
- ↑ New Avengers Annual #3
- ↑ Siege #1
- ↑ Siege #2
- ↑ Siege #4
- ↑ Dark Avengers #16
- ↑ Captain America #372-#378 (miz Mae-miz Du 1990)
- ↑ Captain America 65th Anniversary Special (miz Mae 2006)
- ↑ Captain America #302 (miz C'hwevrer 1985)
- ↑ Captain America #375 (miz Eost 1990)
- ↑ Avengers/JLA #4 (miz Mae 2004)
- ↑ Captain America #303-304 (miz Meurzh-miz Ebrel 1985)
- ↑ Thomas, Roy, Stan Lee's Amazing Marvel Universe (Sterling Publishing, New York, 2006), p. 11. ISBN 1-4027-4225-8; ISBN 978-1-4027-4225-5.
- ↑ Cable and Deadpool #25
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Daniels, Les. Marvel: Five Fabulous Decades of the World's Greatest Comics. Harry N. Abrams, Inc., 1993. ISBN 0-8109-8146-7
- Gladstone, Brooke. On The Media (March 9, 2007): Transcript (and streaming audio) of "Death to America"
- Powell, Matt. Wizard (March 7, 2007): "Captain America Remembered"
- Wright, Bradford W. Comic Book Nation: The Transformation of Youth Culture in America. Johns Hopkins, 2001. ISBN 0-8018-7450-5
- Simon, Joe and Simon, Jim. The Comic Book Makers. Crestwood/II Publications, 1990
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Captain America e lec'hienn Marvel
- Captain America e lec'hienn Comic book db
- Captain America Library
|