Mont d’an endalc’had

Spider-Man

Eus Wikipedia

Spider-Man a zo ur gourharoz bet krouet e 1962 gant Stan Lee ha Steve Ditko, e 10vet niverenn ar gelaouenn Amazing Fantasy embannet gant Marvel Comics. Ne voe niverenn all ebet eus ar gelaouenn-se : adalek 1963 e voe gouestlet ur gelaouenn a-bezh, The Amazing Spider-man he zitl, da Spider-Man. Embannet eo bet troioù-kaer Spider-Man e galleg adalek 1969 er gelaouenn Fantask, hag er gelaouenn Strange adalek 1971. Unan eus ar c’hourharozed vrudetañ eo Spider-Man. E droioù-kaer a zo bet lakaet da filmoù ha da fiñvtresadennoù. Er bloavezhioù 2000 int bet lakaet da film gant ar filmaozour amerikan Sam Raimi. Ar film kentañ, Spider-Man e ditl, a zo 11vet film gwelet ar muiañ er bed.

Buhez Spider-Man

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab nemetañ Richard ha Mary Parker eo Peter Parker. Emzivad en em gav d’an oad a 6 vloaz, goude ma marvfe e dud e-keit ma oant o labourat dre guzh evit ar gouarnamant. Neuze ez eo degemeret Peter Parker gant e eontr hag e voereb, Benjamin ha May Parker o anvioù. Ma’z eo start da Beter daremprediñ ar re all, e tiskouez ez-yaouank ez eo barrek war dachenn ar skiantoù. Un devezh bennak, e-keit m’emañ oc’h arvestiñ un taol-arnod, ez eo flemmet gant ur gevnidenn skinoberiant. A-drugarez d’ar flemm-se e tap galloudoù dreistordinal : kreñv-kenañ ha gwevn e teu da vezañ, ha tapout ar ra ivez « skiant » ar c’hevnid, da lavaret eo e oar diouzhtu pa vez en arvar.

Er penn-kentañ e tiviz Parker implijout e c’halloudoù gant ar pal gounit arc’hant, met buan-tre e cheñch red an traoù : ur wech e chom hep herzel ul laer, hag ur pennadig war-lerc’h ez eo muntret e eontr gant ul laer. Kounnaret-ruz e teu parker da vezañ, hag ez a war roudoù al laer-se. E dapout a ra, hag e verz ez eo ar muntrer al laer en doa laosket da vont. Adalek ar mare-se e tiviz stourm a-enep an dorfedourien ha heuliañ un dro-lavar a glevas gant e eontr : « An hini en deus galloudoù bras en deus ivez kiriegezhioù bras. »

A-benn gounit e vara, paeañ e studioù ha sikour e voereb e tle labourat memestra. Tennañ a ra poltredoù outañ e-unan gwisket e Spider-Man, hag e werzh anezho d’ar c’hazetennoù. Degemeret eo gant J. Jonah Jameson, perc’henn ha pennskrivagner ar gazetenn anvet Daily Bugle. Jameson koulz hag e gelaouenn o deus ur perzh bras e troioù-kaer Spider-Man. Reuz a sav diehan etre an daou zen, dre ma soñj da Jameson ez eo drouk an holl c’hourharozed, ha gwashoc’h zoken evit an dorfedourien. Holl e gas a laka war Spider-Man.

Identelezh kuzh Spider-Man

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-raok ma vefe embannet skaler d’an holl e oueze un nebeud tud piv e o Spider-Man :

  • Mary-Jane Watson a oar kerkent ha kejet gantañ, met diaes eo dezhi lavarout dezhañ, ha diaesoc’h c’hoazh eo dezhi asantiñ gouzout piv eo.
  • Harry Osborn a zizolo gwiskamant Spider-Man e kambr e genfeurmer, met biskoazh ne glask lakaat familh Parker en arvar. Ur wech e savete Spider-Man zoken, hag e varv abalamour da se.
  • Dr Octopus a oar ivez, met divizout a ra tevel, gant ar pal sikour moereb Parker.
  • Kraven a oar ivez, met ur c’hod enor en deus, ha setu perak e chom hep embann ar fet e ouezfe.
  • E voereb a zizolo e wiskamant drailhet goude un emgann a-enep da Vorlun. Ma’z eo start dezhi asantiñ an traoù er penn-kentañ, e sikour Peter goude-se.
  • Daredevil a gej gantañ meur a wech, met disheñvel eo o zroioù-kaer, betek ma krogfe Mysterio, unan eus enebourien Spider-Man, da hegasiñ Daredevil.
  • Ar c’hazetenner Ben Urich (mignon da Daredevil) en deus divinet piv e oa Spider-Man goude ma vefe be embannet piv e oa Matt Murdock er gazetenn Daily Bugle.

Emgannoù kentañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er penn-kentañ e fell da Spider-Man bezañ ezel eus Fantastic Four, rak soñjal a ra dezhañ ez eo un doare da c’hounit arc’hant. Mont a ra neuze e Baxter Building, rak eno emaint o chom. Goulenn a ra ganto bezañ ezel eus o strollad, ha bezañ gopret. Met ne asantont ket : ur familh eo Fantastic Four, ha ket un embregerezh. Ur pennadig goude e stourm Spider-Man a-enep e enebour kentañ, Chameleon e anv, hag a soñj dezhañ ez eo Spider-Man ur c’hrennard. Goude bezañ bet el lise ez a Parker da Empire State University, eno e tarempred meur a zen, Harry Osborn ha Gwen Stacy en o zouez. Green Goblin, unan eus enebourien gentañ Spider-Man, a zizolo piv eo e gwirionez. Paket e vez Spider-Man gant Green Goblin, ha dre ma soñj d’ar Goblin e vo trec’h e lavar da Barker piv eo e gwirionez. Neuze e kompren Parker ez eo Norman Osborn, da lavaret eo tad e vignon gwellañ. E dibenn an emgann e koll Osborn e vemor hag e tisoñj neuze piv eo, ha piv eo Parker. Ur pennadig goude o emgann e kej Parker gant Mary-Jane Watson.

Spider-Man er c'homics

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Amazing Spider-Man (#1 : miz Meurzh 1963 - #441, miz Du 1998 ; #1 : miz Kerzu 1998 - #? : 2003 ; #500 : 2003 betek bremañ)
  • Marvel Team-Up (#1 : miz Meurzh 1972 - #150 : miz C’hwevrer 1985)
  • The Spectacular Spider-Man (#1 : miz Kerzu 1976 - #263, miz Du 1998; #1 : miz Gwengolo 2003 - #27 : miz Even 2005)
  • The Web Of Spider-Man (#1 : miz Ebrel 1985 - #129 : miz Gwengolo 1995)
  • Spider-Man (pe Peter Parker: Spider-Man) (#1 : miz Eost 1990 - #98 : miz Du 1998 ; #1 : miz Kerzu 1998 - #? : miz Eost 2003)
  • Sensational Spider-Man (#1 : miz Genver 1996 - #33 : miz Du 1998)
  • Spider-Man : Chapter One (#1 : miz Kerzu 1998 - #12 : miz Here 1999) Troioù-kaer kentañ Spider-Man nevesaet.
  • Ultimate Spider-Man (#1 : miz Here 2000 betek bremañ) gant Brian Michael Bendis ha Mark Bagley .
  • Marvel Knights Spider-Man ((#1 : miz Even 2004, anvet Sensational Spider-Man adalek #23)
  • Friendly Neighbourhood Spider-Man, gant Peter David ha Mike Wieringo abaoe 2005.

Hag ar rummad New Avengers (krouet gant Brian Michael Bendis ha David Finch). Unan anezho eo Spider-Man.

Tudennoù a eil renk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ben Reilly (klon,marv)
  • Mary Parker (mamm, marv Annual Spider-Man #5)
  • Richard Parker (tad, marv, Annual Spider-Man #5)
  • Benjamin Parker (eontr, marv, Amazing Fantasy #15)
  • May Parker (ganet Reilly) moereb, Amazing Fantasy #15)
  • Mary Jane Watson (bet e wreg : disoñjet an eured ganto, gwelout Amazing Spider-Man #42,)
  • May Parker/Spider-Girl (e verc’h) lesanvet "Mayday" moereb Peter

E vignoned ha e zarempredoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Liz Allan (mignonez el lise, gwreg Harry Osborn, Amazing Fantasy #15)
  • Betty Brant (karnatezig kentañ, sekretourez Jonah Jameson, intañvez Ned Leeds)
  • Ned Leeds (kazetenner en Daily Bugle, gwaz Betty Brant, marv)
  • Harry Osborn (mignon eus ar skol-veur, eil Green Goblin, marv ha bev en-dro)
  • Norman Osborn (tad Harry, Green Goblin, marv ha bev en-dro)
  • Gwen Stacy (karantezig, marv)
  • George Stacy (tad Gwen, komiser polis, marv)
  • Eugène Thompson lesanvet "Flash Thompson" (enebour el lise ha mignon er skol-veur, Amazing Fantasy #15)
  • J.Jonah Jameson (rener Daily Bugle, Amazing Spider-Man #1)
  • Joe "Robbie" Robertson (pennskrivagner Daily Bugle, Amazing Spider-Man #51)
  • Spider-Woman I (Jessica Drew), II (Julia Carpenter), III (Martha Franklin), IV
  • Ar Gazhez Zu (bet e garantezig, bet ul laerez ha deuet da vezañ enklaskerez)

Kevredidi Spider-Man

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Spider-Man en deus kejet ivez gant gourharozed eus tiez-embann all (crossover a lavarer e saozneg) :

  • Superman (e 1976 e-barzh Marvel Treasury One-Shots, e 1981 e-barzh Marvel Treasury Edition #28 hag e 1997 er rummad bihan All-Access)
  • Gen 13 (1996)
  • Ultraforce (1996)
  • Batman (e 1995 e-barzh Spider-Man and Batman hag e 1997 e-barzh Batman & Spider-Man)
  • Backlash (1996)
  • Badrock (1997)
  • Invincible (e 2006, er rummad Marvel Team-Up, a vez gouestlet da harozed Marvel peurliesañ)

Peder flac’h a zo bet anvet Spider-Woman :

  • Jessica Drew, ezelez eus New Avengers.
  • Julia Carpenter, bet ezelez eus West Coast Avengers /Force Works, ezelez eus Omega Flight goude.
  • Martha (Mattie) Franklin, a weler ivez er rummad Alias. An hini nemeti o vezañ liammet ouzh Spider-Man, dre ma weler anezhi e rummadoù gouestlet da Spider-Man.
  • Charlotte Winter

Ur Spider-Woman a weler ivez er rummad Ultimate Spider-Man, tro-dro d’an niverenn #100.

En ur bed all anvet MC2 (Marvel Comics 2), e c’hoarvez he zroioù-kaer. Er bed-sed eo chomet Peter Parker a-sav gant e labour, goude un emgann diwezhañ a-enep da Green Goblin. Pemzek vloaz goude e wisk May Parker, e verc’h, gwiskamant Ben Reilly.

Ar rummad-se (senario gant Tom DeFalco, tresadennoù gant Pat Oliffe) a zo paouezet goude an niverenn #100, ha kroget en-dro dindan an titl The Amazing Spider-Girl.

Troioù-kaer Spider-Man 2099 a c’hoarvez en amzer-da-zont. E-pad ur pennadig ez eus bet eus ar rummad-se, goude-se eo chomet a-sav. Kavout a reer an haroz en-dro e Captain Marvel volume 3.

Anv Ben Reilly eo (klon Peter) pa’n em gav e-unan a-enep da Venom.

Ar rummad nevesañ eo. Er penn-kentañ e oa ul lodenn eus Amazing Fantasy ha bremañ ez eo ur rummad distag.

Enebourien Spider-Man

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Gwiskamantoù Spider-Man

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ar gwiskamant ruz ha glas klasel:

Ur gwiskamant e danvez ruz ha glas eo, gant arouez ur gevnidenn da live bruched. Gwiskamant pennañ ha brudetañ Spider-Man eo, gantañ e vez anavezet diouzhtu. Ouzhpenn ar gwiskmanat ez eus bitrakoù liesseurt : er manegoù ez eus peadra da deurel gwiad, er gouriz ez eus peadar da vannañ skeudenn arouez Spider-Man, kartouchennoù enno gwiad a zo ivez, ur mekanik skeudennoù munut evit ma c’hallfe Peter kaout skeudennoù a-feson da ginnig d’an Daily Bugle hag ur mekanik magnetek a implij a-benn heuliañ e enebourien. E filmoù Sam Raimi e teu a-benn Spider-Man da deurel gwiad e-unan, a-drugarez d’ur c’hemm a zo c’hoarvzet en e arzornioù p’eo bet flemmet gant ar gevnidenn. Ar c’hemm-se a voe kinniget evit ar wech kentañ e 2004 er rummad Spectacular Spider-Man (senario gant Paul Jenkins), met n’eo ket bet kendalc’het gant senariourien all. Ar c’hemm a weler en-dro en is-rummad The Other (senario gant Joe Michael Straczynski), a c’haller lenn er rummadoù bet embannet e 2005.

  • Ar gwiskamant du kentañ:

E-kerzh Secret Wars e tap Spider-Man ur gwiskamant du nevez, ur boud bev eo e gwirionez. Eus diavaez douar e teu, goleiñ ar c’horf a ra, padout ra dre lonkañ adrenalin ar re a wisk anezhañ. Dont a ra a-benn Spider-M d’en em zizober dioutañ a-drugarez da sikour Mr.Fantastic. Ar gwiskamant a vez gwisket gant Eddie Brock goude-se, hag eñ a a zeu da vezañ Venom. Evel-se e c’hall teurel gwiad diehan, ha gwiskañ pe diwiskañ ar gwiskamnat pa fell dezhañ. Ouzhpenn ez a war gresk an tizh pa red hag e varregezh da lammat.

  • An eil gwiskamant du:

Ur wech skarzhet ar gwiskamant du kentañ ha diwar c’houlenn e vignonez (Black Cat) e tiviz Parker fardaén un eil gwiskamant du. E lakaat a ra er boubellenn goude ma vefe bet taget Mary Jane gant Venom (mirout a ra ar maslk hag ar manegoù nemetken). Implijet e vo ar gwiskamant du en-dro e-pad ur pennadig, goude ma vo bet tizhet moereb Spider-Man gant tenn ur sniper : un doare da gemenn d’e enebourien e teu d avezañ evit Spider-Man.

  • Ar gwiskamant-difuiñ:

Ur gwiskamant kaoutchoug eo, hag un arm a-zoare a-enep d’an tredan implijet gant Electro. (Amazing Spider-Man #425)

  • An harnez :

Un harnez houarn a warez ouzh an tennoù eo.(Web of Spider-Man #100)

  • Gwiskamant Scarlet Spider :

Ur gwiskamant ruz ha glas eo, hini ar c’hlon anvet Ben Reilly. (Web of Spider-Man #118)

  • Iron-Spidey :

Goude marv Peter Parker er rummad The Other e tiviz e vignoned skarzhañ kement tra a oa dezhañ. Pa zeu en-dro ne chom netra neuze, ha Tony Stark (Iron Man) a brient ur gwiskamant nevez, ruz ha liv an aour eo. E-pad ur pennadig e vo gwisket gant Spider-Man. Pevar fav a zo hag alaouret eo an daoulagad (The Amazing Spider-Man #529). E wiskamant orin a vez gwisket en-dro gant Spider-Man pa vez o stourm asambles gant Captain America en istor Civil War.

Spider-Man e diavaez bed ar c’homics

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Fiñvtresadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar rummad fiñvtresadennoù kentañ a zo bet savet e 1967, dek vloaz goude eo bet skignet er C’hwec’hkorn. Rummadoù nevez a zo bet savet e 1981, 1994, 1999 hag e 2003. Ur rummad nevez a zo war ar stern.

C’hoarioù video

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ