Superman

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Superman a zo un haroz faltazi a gaver e comic books embannet gant DC Comics. Krouet eo bet gant ar skrivagner Jerry Siegel hag an arzour Joe Shuster ha deuet war wel evit ar wezh kentañ e-barzh Action Comics #1 (Miz Even 1938). Bet eo bet an dudenn-se e-barzh meur a filmoù, c'hoarioù-video pe heuliadoù skinwel. Da gustum e vez gwisket gant ur gwiskamant glas, ur c'hap ruz hag ur skoed melen gant un "S" ruz ennañ war e vruched. Kontet e vez gant istor orin Superman eo ganet gant an anv Kal-El war ar blanedenn Krypton a-raok bezañ kaset d'an Douar gant e dad skiantour Jor-El ur pennadig a-raok distruj Krypton. Kavet ha advugelet eo bet gant ur menajer eus Kansas hag e wreg ha savet gant an anv Clark Kent.