Stan Lee
Ar pennad-mañ a zo ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez. Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzot hiroc'h kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
|
Stan Lee | |
---|---|
![]() Stan Lee e 2007 | |
Obererezh | senarioour, embanner, pennskrivagner, produer, aktor |
Ganedigezh | 28 a viz Kerzu 1922 e New York |
Yezh skrivañ | saozneg |
Enorioù | Comics Hall of Fame |
Oberennoù pennañ | |
Spider-Man, Fantastic Four, X-Men, Avengers, Hulk, Iron Man, Thor, Daredevil, Doctor Strange | |
Sinadur | ![]() |
kemmañ ![]() |
Stan Lee (Stanley Martin Lieber eus e wir anv) a zo ganet e New York d'an 28 a viz Kerzu 1922. Ur senarioour hag ur rener embannadur amerikan mil anavezet eo-eñ. E anv a zo kevredet da vat gant an ti-embann Marvel Comics.
Krouet en deus Lee, e kenlabourerezh gant senariourien all, da skouer Jack Kirby pe Steve Ditko evit ar re anavezetañ, meur a c'hourharoz hag a zo evit ar brasañ anezho re vrudetañ Marvel Comics ( Spider-Man, Fantastic Four, X-Men, Iron Man, Hulk, Thor, Daredevil pe c'hoazh The Avengers). A-drugarez d'ar bennvad savet gant e dudennoù, tremenet eo Marvel Comics eus ur gevredigezh embann bihan d'ur strollad industriel multimedia bras-meurbet.
E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ganet e New-York City, e Manhattan en ur familh embroet, kroget en deus Lee da labourat evit un embanner anvet Martin Goodman hag e gevredigezh Timely Comics pa oa c'hoazh dindan-oad. Embannet eo e oberenn gentañ (ur pennad-skrid) er gazetenn Captain America #3 e miz Mae 1941. Aze eo e implij ar wech gentañ e anv-bluenn Stan Lee. Buan a-walc'h e teuas Lee da vezañ ur senariour wir, ha da 17 vlez e teuas da vezañ ar rener embannadur yaouankañ e industriezh ar c'h-comic. Servijout a ra àr-lerc'h Lee e-barzh an United States Army e-pad an Eil Brezel-bed, adalek 1942. Labourat a rae er Servijoù-Kemenn, skrivañ a rae dornlevrioù, tresañ pe skrivañ luganioù, pe c'hoazh sevel filmoù. Ur wech distro d'ar vuhez normal, e 1945, e tistroas e Timely Comics, ha kenderc'hel a reas da skrivañ bannoù-treset. Eurediñ a reas d'ar 5 a viz Kerzu 1947 gant Joan Clayton Boocock, ha prenañ a rejont un ti e New York. E-kreiz ar bloavezhioù 1950 e skrivas Lee istorioù eus rummadoù disheñvel an eil diouzh ar re all, evel romantelezh, western, fent, faltazi, istorioù ar Grennamzer, spont ha suspent. Met a-raok fin an dekvloiziadeg-se, e voe displijet Lee gant e labour ha divizout a reas chom a-sav.
E fin ar bloavezhioù 1950 ec'h adsavas an embanner Julius Schwartz, embanner e ti DC Comics, mojenn Flash, hag ivez diwezhatoc'h The Justice League of America. Evel respont d'an ti-embann kentc'hoantegezh-mañ, an embanner Martin Goodman a c'houlennas gant Lee sevel ur skipailh gourharozed nevez. Heuliañ a reas Lee kuzulioù e wreg, he doa laret dezhañ n'en doa netra da goll, rak c'hoant cheñch labour 'oa gantañ.
Gourharozed nevez Lee a voe disheñvel mik diouzh ar c'hourharozed all hag a oa evit ar muiañ anezho tud dispar, peurvat, ha savet dreist-holl evit bout lennet gant ar bro-krennarded. Ar c'hourharozed krouet gantañ a oa tudennoù gant kudennoù bredoniezh, imorioù displijus pe c'hoazh kudennoù argant. Da lavaret eo, tudennoù ma c'hell al lennerien en em anavezout enno.
Ar strollad gourharozed kentañ krouet gant Stan Lee ha Jack Kirby a voe The Fantastic Four. Ur bennvad e voe ar gazetenn-se, ha buan o deus ranket Lee ha treserion Marvel krouiñ ur bern titloù nevez. Gant Kirby evit kregiñ, e krouas Lee Hulk, Iron Man, Thor ha The X-Men; gant Bill Everett, Daredevil ha gant Steve Ditko, Doctor Strange ha gourharoz pennañ Marvel, Spider-Man. Gantañ eo bet ijinet ivez ar mod produiñ ar c'homics anavezet hiziv an deiz gant an anv Stil Marvel: o labourat gant tresourion ampart, ne lavare dezho nemet ar pep pouezusañ eus an istor, al linennoù bras eus an istor da dresañ. D'ar mare-se, e oa ret d'an treser sevel an niver a bajennadoù rediet da dizhout evit ar gazetenn, hag ur wech echu ec'h ouzhpenne Lee ar c'homzoù. En un doare disheñvel, an dreserion a oa kensenariourien ar c'homic treset ganto.
Kalz kemmoù a zegasas Lee e bed ar gourharozed, evit krouiñ an istorioù modern a vez bremañ hiziv an deiz.
Er bloavezhioù 1970 e teuas da vezañ penn brasañ Marvel Industries, met pouez al labour a lakaas anezhañ da chom a-sav. Skrivañ a reas Comic-strip Spider-Man tro-dro 1970, hag e grouidigezh diwezhañ a voe Miss Hulk e 1979.
Hiziv an deiz e labour Lee evit DC Comics, kevezer brasañ Marvel Comics, o skrivañ senariooù ar c'h-Comics Just imagine, èl lec'h e adijine harozed brasañ DC gant ar memes doareoù o doa graet e bennvad e ti Marvel d'ar c'houlz amzer bras.
Stan Lee er sinema[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gallout a reer gwelout Stan Lee e holl filmoù Marvel pe stiradoù liammet ouzh gourharozed.
- gwerzhour hot-dogs war an draezhenn er film X-Men
- spontet gant ar boufoner gwer e Spider-Man
- lennour savetaet gant Matt Murdock e Daredevil
- gward o komz gant Lou Ferrigno e-barzh ar c'hentañ Hulk
- gwelet e vez div wech e Spider-Man 2
- paotr al lizhiri e Fantastic Four
- un den o tourañ al leton e X-Men 3
- e Spider-Man 3, ma lavar da bPeter Parker: " goût a reoc'h, soñjal a ran e c'hell un den ober an diforc'h...lavaret em eus pep tra!" ha mont a ra kuit.
- blenier bus er stirad skinwel Heroes, koulz-amzer 1, pennad 16
- Eñ, skarzhet diouzh eured Susan ha Red Richards e Fantastic Four: Rise of the Silver Surfer: " Stan Lee on!".
- e Hulk, evañ'ra ur voutailhad gant gwad Hulk enni
- Kazetenner oc'h atersiñ Tony Stark e Iron Man 2
- Thor (film)
- The First Avenger: Captain America
- Batman 3
- Superman: Man of Steel
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- POW! Entertainment Lec'hienn ofisiel
- Stan Lee's Fan Site
- Stan Lee e FEARnet
- Framingham, Mass. "Myth and the Hero's Journey: Big Screen Blockbusters - Star Wars, Spider-Man Tell Timeless Tales", Daily News (5 a viz Mae 2002), gant Chris Bergeron]
- Stan Lee: Conversations (University Press of Mississippi)
- Stan Lee e ComiCon Seattle