Pentagon (Stadoù Unanet Amerika)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar Pentagon e Genver 2008

Pentagon a vez graet eus pennlec'h departamant an difenn Stadoù Unanet Amerika, lec'hiet e Arlington County, Virginia, dres ar ster Potomac eus Washington D.C. Deuet da vezañ arouez an nerzhioù milourel stadunanat, ar Pentagon a vez implijet alies evit komz eus departamant difenn ar vro. Ar Pentagon a oa bet soñjet gant an tisaver stadunanat George Bergstrom (1876–1955), ha savet gant John McShain eus Philadelphia. Krog e oa al labouriom d'an 11 a viz Gwengolo 1941, hag ar savadur a voe echuet ha digoret d'ar 15 a viz Genver 1943. Ar jeneral Brehon Somervell a roas an nerzh a-dreñv mennad ar savadur hag ar c'horonal Leslie Groves a voe karget gant an US Army da ziwall ouzh ar saverezh.