Brehon B. Somervell
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
| Anv e yezh-vamm an den | Brehon Somervell |
| Anv ganedigezh | Brehon Burke Somervell |
| Anv-familh | Somervell |
| Deiziad ganedigezh | 9 Mae 1892 |
| Lec'h ganedigezh | Little Rock |
| Deiziad ar marv | 13 C'hwe 1955 |
| Lec'h ar marv | Ocala |
| Lec'h douaridigezh | Bered vroadel Arlington |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
| Micher | milour |
| Bet war ar studi e | United States Army Command and General Staff College, Akademiezh vilourel Stadoù-Unanet Amerika, United States Army War College |
| Dibenn ar prantad labour | 1946 |
| Grad milourel | jeneral |
| Brezel | Brezel-bed kentañ, Eil Brezel-bed |
| Skour lu | United States Army |
| Prizioù resevet | Distinguished Service Medal, Knight Commander of the Order of the British Empire, Legionnaire of Legion of Merit |

Brehon Burke Somervell, ganet d'an 9 a viz Mae 1892 hag aet da Anaon d'an 13 a viz C'hwevrer 1955, a oa ur jeneral eus arme ar Stadoù Unanet ha penn jeneral en Army Service Forces e-pad an Eil Brezel-bed, etre 1942 ha 1945. Gant ar renk-se e oa e karg eus dafariñ an arme. Pa 'z eas da Anaon, ar Washington Post a zeskrivas anezhañ evel "unan eus an ofiserien varrekañ a voe produet gant lu ar Stadou Unanet"[1].
Evel penn d'an divizion sevel United States Army Quartermaster Corps e 1941, Somervell a oa bet karget da sevel un heuliad kampoù ha savadurioù evit lojañ ha gourdoniñ an niver uhel a emezelidi a oa bet el lu. Evel boaz, Somervell a oa deuet a-benn da seveniñ ar savadurioù lies ha pouezus evit an nerzh brezel hep kaout dale. E-touez an holl vennadoù pouezus e voe unan pouezusoc'h eget ar re all, hag a oa hini ar Pentagon. Ar chanter a voe hir ha kasaüs evit ar jeneral, met hiziv an deiz c'hoazh ez eo e bennoberenn. Ar Pentagon a zo brudet dre ar bed a-bezh abaoe fin al labourioù, d'ar 15 a viz Genver 1943.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) "One of the ablest officers the United States Army has produced".