Mont d’an endalc’had

Ally McBeal (stirad skinwel)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Ally McBeal)
Ally McBeal
stirad skinwel
TitlAlly McBeal Kemmañ
Tachenncomedy drama, legal television program Kemmañ
Krouet gantDavid E. Kelley Kemmañ
Skigner orinFox Broadcasting Company Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwelsaozneg Kemmañ
Deiziad kregiñ8 Gwe 1997 Kemmañ
Deiziad echuiñ20 Mae 2002 Kemmañ
SonaozerDanny Lux Kemmañ
ProduerMike Listo Kemmañ
Embregerezh produiñ20th Century Fox Television Kemmañ
Dasparzher20th Television, Hulu Kemmañ
Camera setupsingle-camera setup Kemmañ
Roll ar rannoùlist of Ally McBeal episodes Kemmañ
Diaz embannvideo diwar c’houlenn Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.foxhome.com/ally/index_frames.html Kemmañ
Logo Ally McBeal

Ally McBeal a zo ur stirad skinwel stadunanat a 5 koulzad, 112 rann a 44 munutenn pep hini, bet krouet gant David E. Kelley. Skignet eo bet da gentañ etre an 8 a viz Gwengolo 1997 hag an 20 a viz Mae 2002 gant ar rouedad FOX.

Skignet eo bet e Frañs adalek ar 24 a viz C'hwevrer 1998 war Téva, adalek ar 25 a viz Du 1998 war M6 hag adalek ar 25 a viz Eost 2014 war RTL9.

Tremen a ra an traoù en un embregerezh breutaerien eus Boston. En ur metoù pinvidik. Trelatet eo an holl dudennoù o kregiñ gant an dudenn bennañ, un alvokadez a tregont vloaz leun a faltazi betek kaout gweledigezhioù, Ally McBeal.

Meur a senenn a-bouez en diavaez eus al lez-varn a dremen pe e privezioù paotred ha merc'hed an embregerezh pe er bar darempredet gant an alvokidi goude o devezhioù labour.

Kalz eus a rannoù a zo savet war un darempred etre an aferioù a dremen el lez-varn ha karantezioù un tamm diroll izili an embregezeh. Brudet eo ar stirad evit komzoù dibrenn an tudennoù, ur fent un tamm luziet tost eus an diskiantegezh a-wechoù ha dibrenn alies.

Aktourien ha tudennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Calista Flockhart e 2009
  • Calista Flockhart a zo Ally McBeal (amañ e Deauville e 2009)
  • Greg Germann a zo Richard Fish
  • Peter MacNicol a zo John Cage
  • Jane Krakowski a zo Elaine Vassal
  • Gil Bellows a zo Billy Thomas (1997-2000)
  • Courtney Thorne-Smith a zo Georgia Thomas (1997-2000)
  • Lisa Nicole Carson a zo Renée Raddick (1997-2001)
  • Portia de Rossi a zo Nelle Porter (1998-2002)
  • Lucy Liu a zo Ling Woo (1998-2002)
  • Hayden Panettiere a zo Maddie Harrington (2002)
  • Robert Downey Jr. a zo Larry Paul (2000-2001)
  • James LeGros a zo Mark Albert (2000-2001)
  • Tracey Ullman a zo Dr Tracy Clark (1998-1999)
  • Vonda Shepard a c'hoari he roll
  • Regina Hall a zo Greta Lipp (2001-2002)
  • Josh Hopkins a zo Raymond Milbury (2002)
  • Julianne Nicholson a zo Jenny Shaw (2001-2002)
  • James Marsden a zoGlenn Foy (2001-2002)
  • Albert Hall a zo ar barner Seymore Walsh
  • John Michael Higgins a zoSteven Milter (2001-2002)
  • Taye Diggs a zo Jackson Duper (2001)