Ally McBeal (stirad skinwel)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ally McBeal a zo ur stirad skinwel amerikan a 5 koulzad, 112 rann a 44 munutenn pep hini, bet krouet gant David E. Kelley. Skignet eo bet da gentañ etre an 8 a viz Gwengolo 1997 hag an 20 a viz Mae 2002 gant ar rouedad FOX.

Skignet eo bet e Frañs adalek ar 24 a viz C'hwevrer 1998 war Téva, adalek ar 25 a viz Du 1998 war M6 hag adalek ar 25 a viz Eost 2014 war RTL9.

An danvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tremen a ra an traoù en un embregerezh breutaerien eus Boston. En ur metoù pinvidik. Trelatet eo an holl dudennoù o kregiñ gant an dudenn bennañ , un alvokadez a tregont vloaz leun a faltazi betek kaout gweledigezhioù, Ally McBeal.

Meur a senenn a-bouez en diavaez eus al lez-varn a dremen pe e privezioù paotred ha merc'hed an embregerezh pe er bar darempredet gant an alvokidi goude o devezhioù labour.

Kalz eus a rannoù a zo savet war un darempred etre an aferioù a dremen el lez-varn ha karantezioù un tamm diroll izili an embregezeh. Brudet eo ar stirad evit komzoù dibrenn an tudennoù , ur fent un tamm luziet tost eus an diskiantegezh a-wechoù ha dibrenn alies.

Aktourien ha tudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Calista Flockhart e 2009
  • Calista Flockhart a zo Ally McBeal (amañ e Deauville e 2009)
  • Greg Germann a zo Richard Fish
  • Peter MacNicol a zo John Cage
  • Jane Krakowski a zo Elaine Vassal
  • Gil Bellows a zo Billy Thomas (1997-2000)
  • Courtney Thorne-Smith a zo Georgia Thomas (1997-2000)
  • Lisa Nicole Carson a zo Renée Raddick (1997-2001)
  • Portia de Rossi a zo Nelle Porter (1998-2002)
  • Lucy Liu a zo Ling Woo (1998-2002)
  • Hayden Panettiere a zo Maddie Harrington (2002)
  • Robert Downey Jr. a zo Larry Paul (2000-2001)
  • James LeGros a zo Mark Albert (2000-2001)
  • Tracey Ullman a zo Dr Tracy Clark (1998-1999)
  • Vonda Shepard a c'hoari he roll
  • Regina Hall a zo Greta Lipp (2001-2002)
  • Josh Hopkins a zo Raymond Milbury (2002)
  • Julianne Nicholson a zo Jenny Shaw (2001-2002)
  • James Marsden a zoGlenn Foy (2001-2002)
  • Albert Hall a zo ar barner Seymore Walsh
  • John Michael Higgins a zoSteven Milter (2001-2002)
  • Taye Diggs a zo Jackson Duper (2001)