Good Night, and Good Luck
Neuz
Ur film amerikan gant George Clooney eo Good Night, and Good Luck.. Deuet e oa e 2005 ouzh ar skrammoù.
Stourm Edward R. Murrow, kinniger ar c'heleier er skinwel er bloavezhioù 50 hag ar produktour Fred Friendly ouzh ar senedour McCarthy eo danvez ar film. E gwenn ha du eo bet filmet.
Synopsis
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Penn-kentañ ar c'hazetennerezh er skinwel eo prantad Good Night, and Good Luck. Edward R. Murrow hag e skipailh a glask lakaat war wel doareoù ar senedour Joseph McCarthy, kroaziad ouzh ar gomunisted anezhañ. War wel d'an holl e teu ar reuz pa voe tamallet d'ar gazetennerien gant ar senedour a vezañ komunisted. Dindan ar bec'h e talc'ho mat skipailh CBS.
Tudennoù ar film
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar re bennañ eo :
- Edward R. Murrow - (David Strathairn) : kazetenner war ar chadenn skinwel CBS, evit an abadenn See It Now.
- Fred Friendly - (George Clooney) : kenproduktour gant Murrow eus See It Now.
- Don Hollenbeck - (Ray Wise) : kazetenner ha kenlabourer Murrow e CBS, a voe tamallet dezhañ bezañ komunour.
- William Paley - (Frank Langella) : rener CBS.
Fichenn deknikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Titl : Good Night, and Good Luck. (da lavaret eo : Noz vat ha chañs vat)
- Furmad : Gwenn ha du
- Deiziadoù dont er-maez : 1añ Gwengolo 2005 (Mostra Venise), 23 Gwengolo-14 Here 2005 (SUA), 4 Genver 2006 (Belgia, Frañs)
Prizioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Good Night, and Good Luck. zo war ar renk dre beder gwezh evit Golden Globe Award 2006 :
- Golden Globe Award : Film dramatek gwellañ
- Golden Globe Award : Sevenour gwellañ, Georges Clooney
- Golden Globe Award : Aktour gwellañ en ur film dramatek, David Strathairn
- Golden Globe Award : Senario gwellañ, George Clooney ha Grant Heslov
Tro-dro d'ar film
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar frazenn a rae Murrow ganti evit klozañ e abadennoù a zo aet d'ober titl ar film.