Joseph McCarthy

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Joseph McCarthy e 1954

Joseph Raymond McCarthy, ganet d'ar 4 a viz Du 1908 hag aet da Anaon d'an 2 a viz Mae 1957, a oa ur politikour stadunanat a voe senedour evit ar Republikaned e Stad Wisconsin etre 1947 betek e varv e 1957.

E penn kentañ ar bloavezhioù 1950, McCarthy a oa deuet da vezañ dreistbrudet evel dremm an enep-komunouriezh e Stadoù-Unanet Amerika. Aon a oa dre ar vro ma vefe treitourien o labourat evit an URSS). Tan en doa plantet McCarthy oc'h embann e oa breinet ar vro gant treitourien, spierien ha harperien gomunour ha soviedat er gouarnamant kevredadel, er skolioù-meur, en industriezh ar filmoù ha dre vras e pep korn eus ar vro. Dre forzh falstamalloù drouk e oa bet tamallet gant ar Sened stadunanat. An droienn "McCarthyism", krouet e 1950 evit ober dave da zoareoù McCarthy, a vez implijet hiziv an deiz c'hoazh evit ober anv eus tud oc'h implij ar memes doareoù evit louzañ an dud, dreist-holl a-fed tamall d'an dud bezañ brogarourien fall.