Mont d’an endalc’had

Timbroù Danzig

Eus Wikipedia
Timbr Danzig 1924
Timbr Danzig 1937
Timbr Danzig 1937

Keoded Dieub Danzig ("Freie Stadt Danzig" en alamaneg, "Wolne Miasto Gdańsk" e poloneg) zo bet ur Stad hanter-zizalc’h, ijinet gant Napoleon Bonaparte, hag a bado etre 1807 ha 1813-1815. E 1815 ez eo roet tiriad ar gêriadenn da bPrusia.

E 1920 ez eo krouet Keoded Dieub Danzig a varv da vev gant Kevredigezh ar Broadoù, hervez Feur-emglev Versailhez. E miz Gwengolo 1939 emañ ar porzh e-kreiz ar brezel etre Alamagn ha Polonia, staget eo emberr ouzh an IIIde Reich.

Distrujet eo Danzig gant an Arme Ruz e-pad an eil Brezel-bed ha skarzhet an annezidi alaman kuit. Profet eo da Stad bPolonia dre urzh Stalin, ha cheñchet an anv a vo Gdańsk diwar-vremañ.

Timbr Danzig 1920

Lakaet e vez e gwerzh e 1920 timbroù Alamagn ar prantad 1905-1920 soulgarget gant an anv « Danzig » e lizherenneg gothek pe skrivet en un doare « liammet », a-skizh e-kreiz an timbr.

Timbr Danzig 1938

Embann ar Vonreizh e 1921 a ro un abeg evit moulañ an timbroù kentañ e anv ar geoded, warno ur vag dre lien hag an alc’hwez FREIE STADT DANZIG . Kalzig timbroù gant skoed-ardamezioù a heulio anezho, o kinnig div groaz gwenn a-blom, etre daou leon (1922-23).

E 1923 e kinnig ar postoù ur c’houblad timbroù gant tresadenn un den kozh, stouet war e vazh-kamm. Un darn eus ar moneiz rastellet dre o werzh a vo profet d’al leveourien vihan (« Kleinrentnerhilfe »)…

War binvidikaat ez a danvez an timbroù embannet e-pad ar bloavezhioù 30’ : savadurioù Danzig, tudennoù-meur an istor (ar prederour Arthur Schopenhauer e 1938, skiantourien e 1939), bigi ...

Timbr dreistmoullet (1939)

E kreiz ar bloavezh 1939 ez eo staget Danzig ouzh Alamagn, ha dreistmoullañ a reer timbroù zo gant ar gerioù Rpf Deutsches Reich' (Rpf = Reich pfennig). Aotreet e vo implij anezho en Alamagn e he fezh. Timat e voe paouezet gant emrenezh postel Danzig da vat.

Burev-post Polonia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur burev-post polonek zo bet digor etre 1924 ha 1939. An darn vrasañ eus an timbroù (34 en holl) lakaet e gwerzh zo re postoù Polonia gant ur soulgarg « Port Gdańsk » skrivet gant doareoù liesseurt a-hed ar bloavezhioù. Un timbr hepken a vo moulet e 1938, evit lidañ 20vet deiz-ha-bloaz Polonia dieub, dindan an anv « POCZTA POLSKA PORT GDANSK  ».

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]