Forc'h




Ur forc'h zo ur benveg houarn daouvizek, pe tribizek, pe pevarbizek, dezhi un troad hir da dapout plouz pe foenn peurvuiañ, teil pe douar a-wechoù, hervez he bizied.
Bizied[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur gwif a vez graet eus ur forc'h daouvizek. Hennezh a servij da gemer foenn kentoc'h.
Debriñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur forc'higell a vez graet gant tud zo eus ur fourchetez.
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur Vari-forc'h zo kement hag ul loudourenn.
Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- En Emgann Kergidu ez eus anv eus ur c'habiten gall zo bet bornet gant un taol forc'h hag a anavez ar c'houer war an hent hag a laka fuzuilhañ anezhañ.