Iliz Sant Yann-Vadezour (ar Fouilhez)
Neuz
(Adkaset eus Iliz Sant Yann Vadezour (ar Fouilhez))
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Iliz ar Fouilhez (1860) a zo dediet da Sant Yann-Vadezour.
An tour dreist holl a zo heverk, met ret eo menegiñ ivez ar c'hornioù chap, 14 anezho, lec’hiet war uhel ar mogerioù, stumm tudoù pe anevaled ganto, da skouer : leoned, chas, ur pemoc’h, ur c’hangourou, ur marmouz, un arzh, un aerouant hag un den kozh.
- stern aoter e marmor gwenn, ennañ delwennoù, savet e 1866 gant Yann L’Arc’hantec eus Montroulez ;
- kador-brezeg ; graet ha kizellet gant an Aotrou Derrien eus Kastell-Paol ;
- gwerenn livet ar chantele diwar-benn Sant Yann Vadezour ;
- delwennoù kozh ha dreist-holl hini ar Pieta ;
- ur c’hloc’h (1683), unan eus ar re goshañ en eskopti Kemper ha Leon, warnañ enskrivadurioù gant anvioù latin Mari, Jos, Joachim, Anna ha Sant Yann Vadezour, hag ivez re Missire Pêr Mevel, kure, ha Missire Fañch Mevel … moarvat Personed eus ar barrez.