Vlissingen
Vlissingen (distagañ [1]) a zo ur gumun hag ur gêr e proviñs Zeeland en Izelvroioù. Abaoe kantvedoù eo bet ur porzh a-bouez peogwir eo lec'hiet mat, etre ar stêr Scheldt ha Mor an Hanternoz. Gwirioù-kêr a voe roet da Vlissingen e 1315. Er 17vet kantvede voe ur porzh a-bouez, ma tilestre bagoù Vereenigde Oost-Indische Compagnie (VOC) . 344,98 km² eo gorread Vlissingen (douar : 34,16 km², dour : 310,82 km² ). D'an 31 a viz Mae 2009 e oa 44 721 annezad enni. E Vlissingen eo e vez savet lod brasañ listri morlu (Koninklijke Marine) an Izelvroioù. Ouzhpenn Vlissingen ez a ar c'hêrioù ha kêriadennoù da-heul d'ober ar gumun : Groot-Abeele, Ritthem, Oost-Souburg ha West-Souburg. Ur gêr a-bouez bras a-fet touristelezh ha merdeerezh eo.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Roud kentañ ar gêr a zo deiziet e 620. D'ar mare-se ne oa nemet ur gêriadenn pesketaerien. Lec'hiet mat e oa, ha setu perak e voe dibabet ha savet ur porzh eno gant konted Holland ha re Zeeland. Kreskiñ a reas kêr, ha brudet e voe a-drugarez da besketa harinked, kenwerzh ha kenwerzh ar sklaved. Kourserien a veze ivez e Vlissingen. Tapet e voe gant ar Saozon e 1585 en eskemm da sikour an Hollandiz (5000 soudard saoz a zeuas d'o sikour) a-enep Spagn (1568-1648).
Emgannoù a voe ivez e 1809 pa voe tapet enezenn Walcheren gant ar Saozon. Start e voe an emgannoù etre an 10 hag an 12 a viz Eost hag ul lodenn vras eus kêr a voe distrujet.
- Gwelout ar pennad Tro-vrezel Walcheren.
Goude 1870 e voe siouloc'h an traoù, ha savet e voe dokoù nevez, kanol Walcheren, an hent-houarn hag ur chanter sevel bagoù anvet Scheldt. Ar c'hresk-se a voe lakaet un termen dezhañ pa darzhas an Eil Brezel-bed.
Istor an anv Vlissingen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Amsklaer eo orin an anv Vlissingen met peurliesañ e vez lavaret e teu eus ar ger fles (boutailh). Hervez ur vojenn en em gavas sant Willibrord e Vlissingen er VIIvet kantved. Ur voutailhad a oa gantañ, hag e rannas ar pezh a oa enni gant klaskerien-bara pa oa o klask lakaat anezho da gemm kredenn. Hervez ar vojenn e c'hoarvezas ur burzhud : ne ziskenne ket ar pezh a oa er voutailh. Pa verzas Willibrod ne zeufe ket a-benn da gendrec'hiñ ar glaskerien-bara en dije roet ar voutailhad dezho. Goude-se en dije dibabet an anv Flessinghe da envel ar gêr-se. Hervez lod all e teufe an anv eus ur vag-treizh kozh, ur voutailh stag outi. E 967 e teuas ar manac'h Jacob van Dreischor d'ar gêr-se hag anvet en dije ar vag het veer aan de Flesse (bag-treizh he boutailh). Meur a gêr tro-dro a voe ouzhpennet an dibenn -inge dezho, sed perak e vefe deuet da vezañ Vles-inge.
Hervez lod e teufe eus an daneg Vles a dalvez gwagenn.
Kuzul-kêr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E kuzul-kêr Vlissingen ez eus 29 dileuriad :
- PvdA : 8 dileuriad
- Partij Souburg Ritthem : 5 dileuriad
- CDA : 3 dileuriad
- VVD : 3 dileuriad
- SP : 3 dileuriad
- Lokale Partij Vlissingen : 3 dileuriad
- GroenLinks : 1 dileuriad
- RPCU : 1 dileuriad
- Progressief Vlissingen : 1 dileuriad
- ChristenUnie : 1 dileuriad
Transportoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Daou di-gar a zo : Vlissingen ha Vlissingen Souburg.
- Ur vag-treizh da vont da vBreskens.
Gevellerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |