Tro-vrezel Walcheren
Tro-vrezel Walcheren (30 a viz Gouhere - 10 a viz Kerzu 1809) zo un dro-vrezel aozet gant arme Breizh-Veur, en Zeeland en 1809. War-dro 40 000 soudard ha 6 000 a gezeg, gant artilherezh, a dreuzas Mor an Hanternoz.
O fal e oa tagañ porzh Antwerpen a oa dalc'het gant Bro-C'hall evit reiñ skoazell da Aostria, a oa o paouez koll emgann Wagram e deroù Gouhere. Ne voe ket kalz emgannoù, met kalz a soudarded a varvas gant ur c'hleñved a oa anvet "Terzhienn Walcheren". Ouzhpenn 4000 Saoz a varvas diwarnañ, ha 106 hepken en emgannoù; ar re a chomas bev a zistoas da Vreizh-Veur d'an 9 a viz Kerzu.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 29 a viz Gouhere 1809 e voe roet keloù d'ar jeneral gall Monnet e oa ul lestraz saoz eus ar Royal Navy a 22 lestr kenwerzh ha 120 lestr-brezel o tostaat ouzh aod hanternoz enez Walcheren. Mennet e oant da stankañ aber ar stêr Scheldt da virout ouzh ar C'hallaoued da implij porzh Antwerpen d'ober brezel dezho, da zistruj al lestraz gall a gave dezho edo e Vlissingen (Flushing e saozneg), ha da skañvaat ar bec'h lakaet gant an armeoù gall war an Aostrianed. Met re ziwezhat e oa evit an Aostrianed, trec'het dija en emgann Wagram.
Ne deuas ket ar gouarnour gall a-benn da virout ouzh 18 000 pe 20 000 soudard breizhveuriat da zilestrañ. Etre an 3 hag an 8 aviz Eost e klaskas ar Saozon sevel o bateriennoù kanolioù dirak Vlissingen. Ur fazi bras a reas ar jeneral gall ouzh o leuskel da dostaat ouzh ar mogerioù hep enebiñ.
Vlissingen kodianet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 13 diouzh ar beure e krog 6 baterienn ha 14 mortez, 16 obuzer ha 10 pezh kanol a 36. Tennadeg a voe a-hed daou zevezh ha div nozvezh.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar Saozon en emgannoù Walcheren
-
-
Enklask goude an droiad-vrezel.
-
John Pitt, eil kont Chatham
-
Ar roue Lodewijk Napoleon Bonaparte
-
Ar c'hont Jean-Baptiste Dumonceau