Emgann Wagram
| Rann eus | Pempvet Kenunaniezh |
|---|---|
| Stad | Aostria |
| Lec'h | Deutsch-Wagram |
| Daveennoù douaroniel | 48°17′44″N 16°33′28″E |
| Deiziad kregiñ | 5 Gou 1809 |
| Deiziad echuiñ | 6 Gou 1809 |
| Order of battle | order of battle during the Battle of Wagram, Wagram order of battle |


Emgann Wagram a dremenas eus ar 5 betek ar 6 a viz Gouhere 1809 e-kerzh Brezelioù Napoleon, e Deutsch-Wagram, neuze e Impalaeriezh Aostria. Enebiñ a reas ur gevredad savet tro-dro d'an armeoù gall, enni unvezioù eus Italia, Bavaria, Saks hag all, a-enep an arme aostrian. An trec'h a oa bet gant an Impalaer Napoleon, met koustus e voe evit al lu gall hag e harperien.
An arme aostrian a oa renet gant an arc'hdug Charlez, dug Teschen. Abalamour da zisoc'h an emgann e voe freuzet ar pempvet Kevredad, an emglev etre Aostria hag ar Rouantelezh-Unanet a-enep Bro-C'hall.
Gant 80 000 den kollet (lazhet, gloazet pe steuziet) en holl e voe gwadus emgann Wagram. Implijet e oa bet 1 000 pezh kanol hag o devoa tennet 180 000 bannadell war an dachenn-emgann kompez, ma oa un 300 000 bennak a soudarded. Sklaer eo e oa aet ar maout gant Napoleon, met ne oa ket deuet a-benn da implijout an trec'h-se evit an dazont. Ouzhpenn se, kolloù Aostria a oa tost heñvel ouzh re an nerzhioù gall ha kevredet.
An trec'h brasañ a oa bet a-fet spered, rak Aostria a oa bet tizhet don betek koll nerzh ha spi er stourm. Sinet e voe Emglev Schönbrunn a dennas ur c'hwec'hvedenn eus hollad annezidi an Impalaeriezh, gant lod tiriadoù. Mouget e voe Aostria gant ar c'holl douaroù-se en he holl harzoù betek Kampagn Alamagn 1813.